Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (db. an traoù zo e gwerzh) 1. (impl. gant ar ger goulenn pegement hag ar rn. v. "a") Bezañ e briz (kement-mañ-kement). Pegement a dalvez ur vag evel homañ ? Kant-ugent lur a dalvez al levr-se. Ar gwinizh a dalveze dek lur da neuze. HS. koustañ. 2. Bezañ talvoudegezh arc'hant ennañ. An ed-mañ a dalvezo arc'hant. Ur marc'h kaer a dalvez kalz. Ne dalvez ket ouzhpenn. Ne dalvez ket ker an tamm douar fraost-se. Torret eo war ar chatal-korn, ar foar ne dalvez netra. B. (db. an dud) 1. Bezañ, e spered an dud all, talvoudegezh en den-mañ-den. Un den a dalvez ar pezh a dalvez e galon. Mar ne ouzomp gouzañv netra, ne dalvezomp nemeur. 2. Bezañ kement ha. Ne dalvez an eil ac'hanoc'h muioc'h eget egile. An neb a oar div yezh a dalvez daou zen. Da betra dimeziñ en-dro, merc'hig, ne gavin biken unan da dalvezout da vamm. C. 1. Bezañ perzhioù (mat pe fall) ennañ. Anez kalon ne rafec'h netra, skiant ha pinvidigezh ne dalvezont seurt. An deskadurezh hep ar furnez ne dalvez netra. 2. Bezañ kement ha. Ma buhez din-me a dalvez bemdez da hini. 3. (db. ur ger, ur frazenn, h.a.) Bezañ e ster. Petra a dalvez ar ger-se ? Roz a dalvez kostez un dorgenn. "Fioretti" zo ur ger italianek a dalvez "bleuñvigoù". & Trl. Talvezout kement ha, keit ha : bezañ e ster. Ar ger kembraek "cofio" a dalvez kement ha "kaout soñj". Ar ger saoznek "sir" a dalvez keit ha "aotrou". 4. Bezañ kement ha. Kemenn an aotrou Kont a dalveze urzh d'ar paotr kozh. Seurt komz, a-berzh ar ministr, a dalveze un urzh evit an eskob. 5. Trl. Talvezout (udb.) d'ub. : e lakaat da c'houzañv diwar an dra-se, e lakaat da gaout keuz abalamour d'an dra-se. Ne gouskin ket ken na'm bo ket talvezet he marv d'ar vourevien. Ra vo talvezet dezhañ e dorfed. Lakaet en deus en e soñj talvezout d'e vestr e holl daolioù bazh. & E dalvezout da ub. : e lakaat da baeañ. M'en talvezo deoc'h ! Merc'hed daonet, m'en talvezo d'ho teodoù mibin ! [1877] Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud ! [1923] Ar gwall graet d’an div c’hoar, d’an div werc’hez gouestlet d’an Heol, d’ho tiv rouanez, da ziv verc’h eus ho kouenn, talvezit anezhañ a-benn arc’hoazh kent ar c’huzh-heol. D. (db. an traoù fetis) 1. Bezañ perzhioù (mat pe fall) dezhañ, ennañ. Gwelet e vo hag-eñ e talvez ludu an tantad muioc'hik eget al luduoù all. 2. Bezañ kement ha. "Ur samm" a dalveze "daou balefarzh" e Bro-Dreger gwechall. E. Trl. (db. an traoù da ober) 1. Talvezout ar boan, ar fred : bezañ dellezek eus ur striv, na vezañ aner. Ar re-se a dalvez ar boan skrivañ dezho. Ne dalvez ket ar fred kregiñ, mar ne zleer ket kendelc'her. Talvezout a ra ar boan mont da welet. [1878] — Nann, rak ne gav ket din e talvezfe ar boan. 2. Trl. skeud. (db. an traoù fetis pe difetis) Na dalvezout ur bilhenn, ur c'hornad butun, ur spilhenn, ur bramm, un taol botez, ur vrennigenn, ur felc'h ki, ul liard toull : na dalvezout netra. II. V.g. 1. Bezañ spletus, talvoudus. Talvezout a ra studiañ. 2. Na dalvezout mui : na vezañ war implij mui. Gant ar freilhoù e veze dornet gwechall, pell zo ne dalvezont ket mui. HS. servijañ. 3. Teuler frouezh. Mar bezont graet mat, al labourioù dister a dalvezo. 4. Bezañ talvoudegezh arc'hant ennañ. Ha goude m'en deus an tieg graet dispign evit kaout teil ha greun mat da lakaat ennañ, an douar-se ne zoug netra da dalvezout. 5. Trl. Lakaat udb. da dalvezout : e lakaat da vezañ talvoudus, spletus, frouezhus. O dever eo lakaat al lezenn da dalvezout. Diskouez a reas e ouie lakaat da dalvezout ar c'hentelioù a gleve hag ar skouerioù a wele. Klask a rae lakaat he skiant-prenañ da dalvezout d'ar re a zeue betek enni. Ne oant ket evit lakaat o douaroù da dalvezout. Lakaat e arc'hant da dalvezout. III. V.k.d. 1. Talvezout d'udb. (da ub., evit ub.) : ober gantañ evitañ. Ur guchenn stoub a dalveze da vlev d'ar verc'hodenn. An toull-se a dalveze da graou evit al loened. Ur stêr vihan a dalvez da vevenn etre an div vro. 2. Talvezout d'ub. : bezañ talvoudus dezhañ. Edo o klask gouzout da betra e talvezfe dezhañ ar pennad kordenn-se. Ar frouezh-se a dalvezas kalz din pa zeuas ar wallamzer da 'm delc'her klozet em zi. Ar pezh a chome eus an iliz a dalveze da c'houdorenn d'ar vaesaerien. 3. Talvezout da ub. : bezañ talvoudus dezhañ. Komzoù flour ne dalvezint ket deoc'h. An tan en deus laeret ne dalvezo ket dezhañ. HS. servijout. 4. Talvezout da : bezañ abeg da. Ar banne te-se en deus talvezet din un nozvezh sioul. 5. Trl. Lakaat da dalvezout d'udb. : bezañ talvoudus dezhañ. Lakaat an arboell da dalvezout d'ar vro. 6. Talvezout war ub. : bezañ kreñvoc'h egetañ. Re skuizh e oa evit talvezout war e enebourien. HS. trec'hiñ. 7. Talvezout evit : bezañ mat evit. Ar re-se zo preñved-mor bras a vev en traezh hag a dalvez evit boueta an higennoù. 8. Talvezout ouzh ur vicher : bezañ graet eviti. Morse ne blijas din ar vicher gelenner, marteze o vezañ ne dalvezan ket outi. HS. dereout. 9. Talvezout a-enep udb. : bezañ kreñvoc'h eget. N'eus lezenn all ebet a dalvezfe a-enep honnezh. 10. Talvezout evel : bezañ implijet da. Talvezout a ra al louzeier fall evel teil d'ar c'haol. IV. A. (gant un av.) 1. Bezañ ar boan. Ne dalvez ket lavaret en deus dalc'het da ober evel ma rae a-raok. Ne dalvez ket en em chaokat ! 2. Bezañ kement ha. Lavaret an dra-se ne dalvez ket degas din labourioù graet fall. 3. Trl. [1931] Ne dalv ket ! : Troienn-lavar a zistager pa reer udb. n'emañ ket da vezañ graet. B. (gant un av. degaset gant an ar. "da") 1. Talvezout da ober udb. : servijout da ober an dra-se. An devezh a dalvezo da ziskuizhañ. Ar skeudennoù a dalvez da sklêrijennañ ar c'hompren. Ar soul a dalveze da deiñ tiez. An doare-gourc'hemenn a dalvez da reiñ urzhioù. 2. Talvezout da ub. : bezañ spletus dezhañ. Ne dalvez ket din goulenn. Ne dalveze ket dezhañ hirvoudiñ na klemm. V. V. em. EN EM DALVEZOUT : fougeal. Ar re en em dalvez, a glask bout anavezet evit ar pezh ned int ket. HS. (en em) zougen, (en em) gavout.

Exemples historiques : 
117
Masquer la liste des exemples

ne del bihanoc'h

1499
Référence : LVBCA p37, 149, 191 cela (ne vaut autant)

talvout

1499
Référence : LVBCA p191

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Référence : Cath p3

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Référence : Cath p3

talvout a ra studiañ

1659
Référence : LDJM.1 pg (il) sert (d'estudier)

ha talout a ra din-me an dra-se a-galz

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela me) sert (beaucoup)

talout

1659
Référence : LDJM.1 pg profiter, valoir

an dra-se a dal kement hag al lezenn

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela) vaut (autant que la Loy

talvezet

1659
Référence : LDJM.1 pg valoir

lakaat un dra da dalvezout

1732
Référence : GReg pg fruit (Tirer du fruit de quelque chose.)

An euvriou ar re wellañ ne delvont netra hep ket ar feiz.

1732
Référence : GReg pg foi (Sans la foi les œuvres sont mortes.)

madoù beleien, ha blev ki, pe da dra e talvont-i

1732
Référence : GReg pg bien(s de prêtre provenus uniquement de l'Eglise, ne prosperent point en mains Laïques)

ar breuvaj ne dal mat

1732
Référence : GReg pg (la) boisson (ne vaut rien)

ar breuvaj ne dal mann

1732
Référence : GReg pg (la) boisson (ne vaut rien)

an evañ ne dalv tra

1732
Référence : GReg pg (la) boisson (ne vaut rien)

ne dal tra ar braoued-mañ

1732
Référence : GReg pg (la) boisson (ne vaut rien)

en ur ger, hag ur ger a dalv kant

1732
Référence : GReg pg bref (enfin, pour abréger)

lakaat da dalvezout mui

1732
Référence : GReg pg ameliorer

kant kleved ne delont ket ur gweled

1732
Référence : GReg pg (oüir) dire (est bien différent de voir)

an daou dra-se a zo a vemes breuriezh. memes tra int. kement a delont. ur memes int.

1732
Référence : GReg pg (ces deux choses sont de même Confrairie, de même nature)

Petra dal da un den donet a-benn da c'hounit holl vadoù ar bed-mañ, mar deu goude-se da goll e ene ?

1732
Référence : GReg pg gagner (Dequoi sert à l'homme de gagner tous les biens de ce monde, s'il perd son ame ?)

lakaat un dra da dalvout

1732
Référence : GReg pg fruit (Tirer du fruit de quelque chose.)

talvezet

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

talvez

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

talet

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

pegement a dal an dra-mañ ?

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

un dra bennak a dalvezo

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

kalz a dale

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

ne dal ket ar boan e arc'hantañ

1850
Référence : GON.II pg arc'hañta

kant kleved ne delont ket ur gweled

1850
Référence : GON.II pg klévet

ar goanteri ne dalv ket ar vadelezh

1850
Référence : GON.II pg koañteri

ur c'hazh diskouarn ne dal netra da logota

1850
Référence : GON.II pg diskouarn

talout

1850
Référence : GON.II.HV pg talañt, tallout

talvezout

1850
Référence : GON.II pg tallout, talvézout, talvout

talvezout

1850
Référence : GON.II pg talvézout, talvout, tallout

— « Hast a-fo, va mignon, berr eo deiz ar bed-mañ / Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! » — « Ya ! » — « Pegoulz ? » — « Warc'hoazh e rin hep mar. »

1867
Référence : MGK p96

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Référence : MGK p23

LAGAD A DALV DEN

1867
Référence : MGK p42

Dalit, emezañ, ho kant skoed; Ne dalont ur reunenn nag ur berad kousked.

1867
Référence : MGK p29

« Dre glask ervat em beus kavet / Un dra bennak a dalv ar boan. »

1867
Référence : MGK p140

ne dalvez ket avat labour Rikoù hini e batrom

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Kaer a zo lavaret ; ni ne dalvezomp ket, / Ni zo o bugale, hon tadoù-kozh zo bet.

1867
Référence : MGK p120

« Ha petra dalv d'ho seurt bezañ atav o lenn ? »

1867
Référence : MGK p123

Talvout a reont [ar vignoned] an holl vadoù, / Pa na ve 'met unan pe zaou.

1867
Référence : MGK p60

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Référence : EKG.I. p.43-44

Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud !

1877
Référence : EKG.I. p.143

En hon amzer-ni, ur beleg a dalv nebeut, pe netra zoken, eme ur rumm dud.

1877
Référence : EKG.I. p.294

Petra eta ne dalvo ket / An tamm bara dezhañ roet? / Doue a skuilho war ho pro / Gant largentez e vennozhioù.

1877
Référence : EKG.I. p.29

Ul lommig dour, a vez roet / D’an emzivad, en e sec’hed, / A dal, hervez lavar Jezuz, / En neñv ur gurunenn skedus.

1877
Référence : EKG.I. p.28

— Daoust hag ober ur gentel din-me hoc’h eus c’hoant ? — Nann, rak ne gav ket din e talvezfe ar boan.

1878
Référence : EKG.II p.63

Neuze, lezit ac’hanon da ober va bolontez, kredit mat e rin gwellañ ma c’hellin, hep lavaret e tal[v] muioc’h an eil ac’hanoc’h evit egile, rak holl oc’h tud a galon.

1878
Référence : EKG.II p.111

Gouzout a reer n’oc’h ket c’hwi kennebeut eus a ouenn ar re zisterañ : ho tud-kozh a yoa lakaet e Gwinevez, hag e tro-war-dro, e renk an noblañs. Nad it ket ’ta d’en em izelaat, pa ne dalv ket ar boan.

1878
Référence : EKG.II p.66

Hogen, krusifi Katell Eukat a dalve dek skoed, dioc’h ar gont a yoa graet, deiz an eured, pa oa bet lakaet da ober an dro da daol an dud-nevez, war ur plad staen ker gwenn hag arc’hant.

1878
Référence : EKG.II p.42

Gouzout a raen o doa an dispac’herien kasoni ouc’h hor relijion hag ouc’h hon Doue, mes gouzout a raen ivez e karent dreist pep tra, er brezelioù a raent deomp, an arc’hant hag ar pezh a c’helle talvezout arc’hant.

1878
Référence : EKG.II p.42

Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Référence : MBJJ p25

hiroc'h e tal[v] yec'hed negit danvez

1909
Référence : BROU p. 252 (plus vaut santé que richesse)

ne dal ket klemm

1909
Référence : BROU p. 427 (il ne sert pas de se plaindre ; je ne crois pas que ce verbe ait jamais le sens de mériter)

m'en talvezo dit

1909
Référence : BROU p. 427 (je te le revaudrai)

talviñ

1909
Référence : BROU p. 427 (on dit également talui)

Int-i eo a dalvezas gwalldaol ar gizadeg a oa bet skoet ouzh bagad ar Marc’h gant Erkuniz.

1923
Référence : SKET p.132

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Référence : SKET p.21

Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.

1923
Référence : SKET p.22

Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerzh an doue-se, hon tad deomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet dezhañ al lesanv a « Belatukadros ».

1923
Référence : SKET p.42

Meizañ a raint e talv uhelbriz ar pezh emaon o tanevelliñ amañ (1).

1923
Référence : SKET p.44

En em gavet en o herberc’hva, e veze kinniget dezho gant ar renerien hag an henaourien ar buoc’henned a [z]leje o laezhañ, an heiz, an oc’hen, an deñved a dalvezje d’o magañ keit ha ma vijent e-touez an dud.

1923
Référence : SKET p.61

(1) [...] An dilostger "é" a zo deuet da "wy" e kembraeg, da "oe", "ou", e brezhoneg, hag e talv al lostgerioù-se kement hag -"able", "-ible" e galleg.

1923
Référence : SKET p.68

Ar c’horn-bro ma talv an arvor kenedus-se da vevennadur dezhañ a zo goloet a grec’hiennoù dudius glasvez-holl.

1923
Référence : SKET p.95

An "Adrana ar Skaled" a reer anezhi dre ma talvezas pell-amzer ar paludoù war an daou ribl en he dibenn-red da repu da henvroiz, ar Skaled (Skali) blev-du (3).

1923
Référence : SKET p.96

Ar gwall graet d’an div c’hoar, d’an div werc’hez gouestlet d’an Heol, d’ho tiv rouanez, da ziv verc’h eus ho kouenn, talvezit anezhañ a-benn arc’hoazh kent ar c’huzh-heol.

1923
Référence : SKET p.107

Talvezout ur gwall graet.

1923
Référence : SKET p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Venger une insulte".

Evel-se eo e voe talvezet marv ha reuz teir merc’h Matidonnos dre gas da get ar ouenn estren a oa ar gwall en he c’hiriegezh.

1923
Référence : SKET p.129

A-walc’h, eta, e vo ganen menegiñ ar roueed-veur hag ar gadourien bennañ, da lavarout eo ar re m’o deus an taolioù-kaer anezho talvezet d’ar Ouenn a-bezh.

1923
Référence : SKET p.141

Meuleudi d’ar re / O deus sevenet pizh / E-keñver ar bugel-mañ / Holl lidoù ar c’hanedigezh : / Da goll ne day ket o foan, / D’ar bugel e talvezo !

1924
Référence : SKET.II p.10

Gerioù-etre d’an amzer-vremañ eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezhañ ur ger-etre a dalveze, gwirheñvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigezhioù » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).

1924
Référence : SKET.II p.42, Notenn 1

Kemenn an aotrou Kont a dalveze urzh d’ar paotr kozh : ar wialenn a labouro !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Da betra e talv dezhañ e holl anaoudegezh anezhañ e-unan ? Didalvoud e van, eta, alies an emanavezout ; an emvestroniañ, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).

1924
Référence : SKET.II p.30

En un enskrivadur roet gant Seignobos e kaver implijet an daou c’her asiriek a dalveze kement ha « roue », "sar" ha "siltan" : "Hanunu sar ir Haziti" « Hanon, roue kêr Gaza », "Sabe siltan mat Musuri" « Sebecchus, roue Bro-Ejipt », Hist. narrative et descriptive des anciens Peuples de l’Orient, p. 202.

1924
Référence : SKET.II p.(71-)72, Notenn 3

Kement bugel ma talveze e zevezhiad-gwaregata war hini an derc’hent en doa gwir da gaout e rannwastell.

1924
Référence : SKET.II p.20

"talvezout kement ha", "talvezout da lavarout", "talvezout"

1924
Référence : SKET.II p.142 « Geriadurig », "Vouloir dire".

talvezout war

1924
Référence : SKET.II p.142 « Geriadurig », "Valoir plus que".

talvezout da

1924
Référence : SKET.II p.142 « Geriadurig », "Servir à ".

Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel koulz ha d’e gorf.

1924
Référence : SKET.II p.15

An holl dud dirak he lentegezh a zo graet gant un hevelep danvez, ha kalon ur roue dirak he galloud ne dalv ket muioc’h eget hini ur paourkaezh.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Dirak he Erwanig, dirak sklaerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalveze daoulagad hantervarv ar marc’heg ?

1925
Référence : BILZ2 p.153

Koshaet ar barner : bremañ ne dalveze dezhañ netra kement hag un tantad mat a dan war oaled e gambr, hag ur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.

1925
Référence : BILZ2 p.163

kaer ho pezo, ne dalv' ket deoc'h gervel

1931
Référence : VALL pg beau

lakaat da dalvout

1931
Référence : VALL pg application (mise en pratique d'une loi, etc.)

Ne dalv ket !

1931
Référence : VALL pg affaire (cela ne fait pas l'affaire !)

petra 'dalv ?

1931
Référence : VALL pg (à quoi) bon

Ne c'hell ket avat goulakadur talvoudus Barrois talvezout evit an holl vili beuzet rak, hervez Furnestin, e vije renket ar re-mañ alies a ervennadoù.

1943
Référence : TNKN p34

Ar seurt skoilhoù d’ar frankiz-bevañ ne dalvezont da netra nemet da greskiñ niver ar gaouiaded.

1944
Référence : EURW.1 p.127

— « Mes, paotrig, va bag a dalvez tri c’hant lur. »

1944
Référence : ATST p.109

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Référence : EURW.1 p.198

— « Mar deo ["Mard eo"] un tammig digristen, ne dalvezo ket deomp tan an ifern. » — « O ! fidandoustik ! arabat ! arabat e vefe ! »

1944
Référence : ATST p.75

Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

1944
Référence : ATST p.93

Koulskoude, an istor a dalvez ar boan.

1944
Référence : ATST p.77

Kent digeriñ an nor war ma buhez ma-unan, un taol lagad war hini ma zud-kozh a c'hallfe talvezout da zisklêriañ ar perag hag an abalamour eus ma bleniadur hag eus ma zro-spered.

1944
Référence : EURW.1 p7

Mes evel ne oant ket evit o lakaat da dalvezout, o doa o lodennet etre o mignoned, o gwazed, o servijourien, o brezelidi.

1944
Référence : EURW.1 p8

A-benn daou vloaz, e soñjas e gerent na dalveze ket ar boan dispign arc'hant d'e skoliata, hag e voe digaset d'ar gêr d'ober ul labourer-douar evel e dud-kozh.

1944
Référence : EURW.1 p44

Re a netra ne dalv netra, a lavar ur wirionez kozh.

1944
Référence : EURW.1 p53

- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...

1949
Référence : SIZH p.57

Daleañ en dije talvet kement ha biken.

1949
Référence : SIZH p.59

Du-mañ e ra glav, dimezell, ha, du-mañ ez eus mor. N'eus netra er bed krouet, da dalvout ar mor.

1949
Référence : SIZH p.45

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Référence : SIZH p.48

Ha gouzout a rez penaos eo graet korf ur vaouez ? Ha gouzout a rez da betra e talv e sell ouzh an den ? Barn a rez, hep gouzout.

1949
Référence : SIZH p.57

Mut e chomez, met da emzalc'h / D'ober rebech dit a gendalc'h : / Ne dalv termal na tarlaskañ !

1960
Référence : PETO p76

Ganeomp hor bevañs, c'hwi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapañ ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.

1960
Référence : PETO p65

Met d'am lazhañ pa 'z oc'h mennet, / Ne dalvez ken ouzhoc'h breutaat, / Met 'n em erbediñ ouzh Hon Tad / Ma vin, diouzh Satan, difennet.

1960
Référence : PETO p76

Koll a rit evel-se aotrou ministr, ur soudard sentus met harpañ a rit ivez an denelezh war hent an araokaat en ul lakaat da dalvezout evidon al lezenn 71 424, eus an 10 a viz Even 1971.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

Tri devezh goude e c'hoarveze gwashoc'h gantañ : en ur dremen ar Rambo Eshira war ur wezenn gouezhet hag a dalveze da bont, e kollas e gempouez, hag eñ da ruilhal en dour en ur sachañ d'e heul unan eus e heñcherien.

1985
Référence : DGBD p37

Diwar hevelep toueziadur e oa bet krouet un damstil dioutañ e-unan hag a c'haller lavarout e talvezo da batrom, evit un darn, da sevel ilizoù bras, gotek o stil, e kornôg Breizh.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 5

Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

Pet eus an oberennoù a zo en o dastumad a zeu eus sal ar gwerzhioù a soñj dit? Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion. An omerta n'eo ket hepken evit ar mafia, talvezout a ra ivez evit an dastumerion.

2015
Référence : EHPEA p54

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Référence : DISENT p66

Er vro-mañ e touell an holl re ar re all. Reoù zo a ra evel pa labourfent, reoù all evel pa adreizhfent, reoù all c'hoazh evel pa lakafent al lezenn da dalvezout.

2015
Référence : EHPEA p66

N'eus nemet ur goulenn a dalvez : peseurt doare obererezh a vo dibabet evit bezañ efedus e-skeud ar strategiezh bet choazet ganimp?

2015
Référence : DISENT p53

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux