1. (db. an traoù)
Nebeut a dalvoudegezh pe talvoudegezh ebet dezhañ.
E grignol an ti kozh e oa ur bern paperioù didalvoud. Didalvoud a-walc'h eo ar barzhonegoù-se.
2. Aner.
Klemmoù didalvoud.
Da betra e talv dezhañ e holl anaoudegezh anezhañ e-unan ? Didalvoud e van, eta, alies an emanavezout ; an emvestroniañ, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).
Da betra e talv d’ezan e holl anaoudegez anezan e-unan ? Didalvoud e van, eta, alïes an emanavezout ; an emvestronia, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.30
Evit klozañ hemañ, un nebeut gerioù a-zivout an islonkoù-mor ne vo ket didalvoud marteze.
1943
Référence :
TNKN
p82
Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.
Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se eun digarez da soñjal eo didalvoud kaer ar seurt koñchennou da dud hag o deus deskadurez.
1950
Référence :
KBSA
p.5 (Raklavar)
Kailhenn [zo un] : anv roet d'un tamm kalet ha didalvoud a vez kavet en to. Implijet e vez evit ober fae war dud zo : « Ur gailhenn a zen ».
Kailhenn [zo eun] : ano roet d'eun tamm kalet ha didalvoud a vez kavet en to. Implijet e vez evit ober fê war dud 'zo : « Eur gailhenn a zen ».
1960
Référence :
PETO
p86
Fealded wir ma touont reizh / D'un urzh ken kriz, ken didalvoud, / Petra dizale ' vo e Breizh / Met kozh beleien dic'halloud ?
Fealded wir ma touont reiz / D'eun urz ken kriz, ken didalvoud, / Petra dizale ' vo e Breiz / Met koz beleien dic'halloud ?