Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an traoù) Nebeut a dalvoudegezh pe talvoudegezh ebet dezhañ. E grignol an ti kozh e oa ur bern paperioù didalvoud. Didalvoud a-walc'h eo ar barzhonegoù-se. 2. Aner. Klemmoù didalvoud.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

didalvoud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paresseux

didalvoud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg oiseux

didalvoud

1850
Daveenn : GON.II pg didalvez, didalvoud

Da betra e talv dezhañ e holl anaoudegezh anezhañ e-unan ? Didalvoud e van, eta, alies an emanavezout ; an emvestroniañ, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Evit klozañ hemañ, un nebeut gerioù a-zivout an islonkoù-mor ne vo ket didalvoud marteze.

1943
Daveenn : TNKN p82

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.

1950
Daveenn : KBSA p.5 (Raklavar)

Kailhenn [zo un] : anv roet d'un tamm kalet ha didalvoud a vez kavet en to. Implijet e vez evit ober fae war dud zo : « Ur gailhenn a zen ».

1960
Daveenn : PETO p86

Fealded wir ma touont reizh / D'un urzh ken kriz, ken didalvoud, / Petra dizale ' vo e Breizh / Met kozh beleien dic'halloud ?

1960
Daveenn : PETO p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial