I.
1. Stad ul lec'h zo teñval.
Edan ar gwez ez eo tev-mat an deñvalded.
2. (gant ur v.)
Bezañ, ober udb. en deñvalded, e-kreiz an deñvalded : en ul lec'h zo teñval.
Graet en deus hent e-kreiz an deñvalded. O diforc'hiñ a rae mat en deñvalded.
II.
Dre skeud.
Diouer a sklêrijenn (I B).
Tremen a reont o buhez en deñvalded.
HS. teñvalijenn.
« Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas, un doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios (2) en teñvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadoù, — War askre yen an Douar. —
« Gouenn ar Gelted, eun doue eo he c’hrouas, eun doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios (2) en tenvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadou, — War askre yen an Douar. —