Adv., rag. am. hag estl.
I.
Adv.
A. (dirak an ar. "a" heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll)
Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted e-keñver un ezhomm, ur pal bnk.
A-walc'h a c'hlav zo bet er goañv-mañ. Roet em eus a-walc'h a levrioù dezhi evit sevel ul levraoueg dereat.
[1877] Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.
HS. trawalc'h.
B. (e-unan, gant ar v. bezañ.)
1. [1659, 1732, 1867, 1927, 1929, 1931] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted.
[1659] Bezañ a-walc'h. [1867] Un tri devezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ ma fenn. [1878] [...] ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re-all deuet d’o sikour. [1931] A-walc'h eo. Kement-se zo a-walc'h din da gaout. An dra-se zo a-walc'h evit bevañ. A-walc'h e vo an dra-se din. A-walc'h a gaven da ziverrañ ma amzer.
2. (db. buhez an dud)
[1931] A-walc'h e voe dezhañ lavarout. Ned eo ket a-walc'h lavaret kement-se. Setu zo a-walc'h evit ho koll. A-walc'h eo ober anv eus e amezeg evit e lakaat da fuloriñ.
HS. trawalc'h.
&
Trl.
N'eo ket a-walc'h : troienn a implijer evit lavaret e tro an eur hag eo poent stagañ d'ober tra pe dra.
N'eo ket a-walc'h.
3. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. "e")
Bezañ a-walc'h, bez' a-walc'h : troienn a dalvez da c'heriañ ar vezusted, an degouezhusted.
Bezañ a-walc'h e c'hoarvezfe kement-se. Bez' a-walc'h eo an den-se kiger. Dont a ray da genderv warc'hoazh. - bez' a-walc'h 'vat.
[1924] Bezañ a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzhoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ».
HS. marteze a-walc'h.
&
Bezañ a-walc'h ! : marteze.
4. [1931] A-walc'h (eo) : troienn a implijer evit diskouez eur aet faezh gant ub., udb.
A-walc'h eo, tavit. A-walc'h eo kement-se.
C. (e-unan, gant ur v. estreget bezañ)
1. [1850] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted.
[1850] Gant un hanter vuñsad em bezo a-walc'h. Poaniet o deus a-walc'h evit ma vefe roet un digoll mat dezho.
&
Trl.
A-walc'h am eus / evit ober ma zreuz : a-walc'h evit bevañ.
2. [1850] Termen a dalvez da verkañ ez eur darev da vont en tu-hont d'ar pezh zo mat, d'ar pezh a c'haller degemer.
[1850] Redet a-walc'h hoc'h eus, arsavit bremañ. A-walc'h o deus labouret ar c'hezeg-se. Gortozet hon eus a-walc'h evel-se.
DHS. kalz, nebeut, re.
HS. trawalc'h.
3. [1931] Laouen.
[1931] Me a gredfe a-walc'h. [1931] C'hoant a-walc'h am befe da... Mont a-walc'h a ray ganeoc'h mar bez aotreet. Kas a rin a-walc'h ho pugale betek ar poull-neuial. Prenañ a rafent a-walc'h an ti-se mar gallfent.
[2023] N'eo ket e vije unan brav, met tomm on outañ ha fellout a ra din a-walc'h mirout anezhañ, piv 'oar ?
&
(goude un av., en ur respont)
"O fediñ a rafes ? - ober a-walc'h". "Reiñ a rafec'h ho tastumad timbroù dezhañ ? - reiñ a-walc'h". "Ha mont a rafemp e-barzh an ti ? - mont a-walc'h".
[1878] — Manuel Conseil, emezi d’ar plac’h all, gwelet a rez ar pezh a ra al laeron korfek-mañ ? — Ya, gwelet a-walc’h.
4. Termen a dalvez da c'heriañ ar vezusted, ar wirheñvelded, an degemeradusted.
An dra-se a c'hoarveze a-walc'h a-wechoù. Lazhet e vijen bet a-walc'h mar bijen bet eno. Ar sac'h-se a chomo a-walc'h war an daol betek warc'hoazh.
[1878] Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.
5. (gant ur v. a denn d'ar merzout, d'ar spered)
[1850, 1931] Fraezh, mat.
[1850] N'eo ket displeget a-walc'h ganeoc'h. [1931] Klevout a ran a-walc'h hogen... Gwelet a-walc'h a reomp peseurt den eo hennezh. Me a oar se a-walc'h.
6. (gant ur v. a denn d'ar prezeg)
Termen a dalvez da c'heriañ ar mousgoap a reer ouzh komzoù bet distaget gant ub.
Te a lavar a-walc'h : brav, aes eo dit lavaret (an dra-se). C'hwi a brezeg a-walc'h, met ar pezh a lavarit ne zeu ket da wir.
II.
Adv.
A. (goude un ag. pe un adv.)
1. [1732, 1850] Termen a dalvez da verkañ un derez uhelik war ur skeul a denn d'ur stad, d'un ober.
[1732] Brav a-walc'h ez a e vanne gantañ. [1732] Neb a zo bras a-walc'h evit anaout an droug diouzh ar mad. [1850] N'eo ket uhel a-walc'h diadreñv al lestr-se. [1850] N'hoc'h eus ket disallet a-walc'h ar c'hig. [1878] Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul. [1929] Pell a-walc'h e oamp enni. [1931] Tost(ik) a-walc'h. Ar marc'h-se a red buan a-walc'h. Bez' e rankont dont alies a-walc'h amañ. Pell a-walc'h emaint bremañ.
2. (dirak un droienn degaset gant an ar. "evit")
[1850] Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur stad pe un ober.
[1850] N'eo ket evezhiek a-walc'h evit he oad. [1850] N'eo ket fallakr a-walc'h evit bezañ graet kement-se. Skrivañ a ra brav a-walc'h evit mont da gelaouenner. Mat a-walc'h emaomp evit degouezhout a-benn an eur. Kas a rin keloù dit abred a-walc'h evit ma c'hallfes dont. Bez' emaomp tost a-walc'h d'al leurenn evit ma welfemp mat ar gorollerien.
B. (goude un ag., un adv., un anv hollek pe un anv a denn da draoù niveradus)
1. [1732, 1850, 1867, 1931] Termen a dalvez da verkañ un derez uhelik war ur skeul a denn d'ur perzh.
[1732] Abred a-walc'h. [1850] Mat a-walc'h eo a-hend-all. [1850] N'eo ket ec'hon a-walc'h va sae. [1850] N'eo ket begek a-walc'h ar werzhid-mañ. [1850] N'eo ket kreñv a-walc'h ar bugel-se evit reiñ an dornell. [1850] N'eo ket druz a-walc'h an douar-mañ. [1850] Abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se. [1867] Evitañ da vezañ flour a-walc'h, kouezhet e oa e-barzh an toaz meur a c'hrouanennig a lakeas va dent da skrijañ. [1931] Tud pinvidik a-walc'h. [1931] Bras a-walc'h. [1931] Madik a-walc'h. Diwezhat a-walc'h eo. Hir a-walc'h eo an daol-se. Poent a-walc'h eo bremañ. N'oa ket deiz a-walc'h c'hoazh p'en em gavis e Kemper.
&
Trl.
[1850] Ar fallañ zo mat a-walc'h evidon : troienn a zistager evit lakaat kompren ne c'houlenner ket netra dibar evit an-unan e-keñver ar re all, ez eur laouen gant al lodenn bet deroet d'an-unan hep sellet ouzh he zalvoudegezh.
&
Trl.
[1931] Bezañ botaouer a-walc'h, den a-walc'h, louarn a-walc'h, mañsoner a-walc'h, micherour a-walc'h, soudard a-walc'h, hag all : bezañ ennañ an holl berzhioù rekis evit bezañ ur botaouer, den, louarn, mañsoner, micherour pe soudard a-zoare.
&
(db. anien an dud)
Paotr, gwaz a-walc'h : groñs en e vennozh.
Paotr a-walc'h e oa hennezh pa oa bihan.
&
[1931] Bezañ kreisteiz a-walc'h : bezañ tost da greisteiz.
&
[1931] Bezañ stal a-walc'h : bezañ ur stal vrazik.
&
Gwir a-walc'h eo an dra-se : re wir eo.
[1931] Oad a-walc'h dezhañ evit.
2. (goude un ag. pe un anv a denn d'un dra niveradus heuliet gant un droienn degaset gant an ar. "da", "diouzh" pe "evit")
Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur perzh.
Mat a-walc'h eo ar bragoù-mañ da hennezh. Pounner a-walc'h eo ar samm-se diouzh ma divskoaz. Kozh a-walc'h eo evit kompren an dra-se. Den a-walc'h eo da gas al labour-se da benn. Kreisteiz a-walc'h eo da vont da bredañ : bez' eo tost a-walc'h da greisteiz evit ma'z afed da bredañ. Micherour a-walc'h eo evit ober an dra-se. Stal a-walc'h eo e genwerzh evit magañ e zek krouadur.
3. (goude un ag. pe un anv hollek heuliet gant un av.)
Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur perzh.
Dav a-walc'h e vo dit komz gantañ. Mall a-walc'h eo deomp mont di. Kerse a-walc'h e vo gantañ klevet ar c'heloù-se.
C. (goude un anv hollek, lies pe stroll pe e-unan gant ur v.)
1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur c'hementad pe un niver brazik.
Yec'hed a-walc'h en deus. Tud a-walc'h a oa er gouel.
DHS. kalz(ik)
2. (dirak un droienn degaset gant an ar. "da" pe "evit")
[1850] Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur stad pe un ober.
[1850] N'on ket desket a-walc'h evit displegañ se deoc'h. [1943] Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ. Laezh a-walc'h zo da aozañ an toaz. Bez' ez eus luc'hskeudennoù a-walc'h evit ma rofed pep a unan d'an holl. Tud a-walc'h emaint evit ober al labour-se. Plant a-walc'h am eus evit ober ur vleuñveg vrav.
&
[1931] Bezañ, kaout oad a-walc'h evit : bezañ tizhet an oad rekis evit.
D. Termen a dalvez da c'heriañ an amresisted, an arvar.
[1944] — « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. » [1985] Bemdez a-walc'h e vez gwelet amañ : bemdez koulz lavaret e vez gwelet amañ. "Dont a ray ivez ?" - "marteze a-walc'h". N'eo ket honnezh a-walc'h he deus graet an dra-se : n'eo ket dre honnezh he deus graet an dra-se. N'on ket a-walc'h evit gouzout petra a ranker ober : n'ouzon ket re vat petra a ranker ober. [1985] Div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h.
&
Dre zic'harv.
Honnezh zo micher a-walc'h.
III.
Rag. am.
1. [1850] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted.
[1850] Ne aketit ket a-walc'h. [1850] N'eus ket a-walc'h evit un evezhiad evit kement a dud. N'eus ket a-walc'h anezho.
2. [1850] Termen a dalvez da verkañ ez eur darev da vont en tu-hont d'ar pezh zo mat, d'ar pezh a c'haller degemer.
[1850] A-walc'h hoc'h eus debret. Kemeret hoc'h eus a-walc'h anezho bremañ.
DHS. kalz, nebeud, re.
HS. trawalc'h.
IV.
Estl.
Termen a dalvez da verkañ ez eur aet faezh, eo arabat mont pelloc'h ganti.
Petra ? Goulennoù ? Goulennoù a-walc'h !
[1960] Un teod ifern zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.
HS. trawalc'h.
N'eo ket fallakr a-walc'h evit bezañ graet kement-se.
Né hét [sic] fallakr awalc'h évit béza gréat kéméñt-sé.
1850
Référence :
GON.II
pg fallakr, fallagr (Il n'est pas assez pervers, assez scélérat pour avoir fait cela).
N'eo ket skañv a-walc'h ho klouedenn.
Né két skañv awalc'h hô klouéden.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg klouéden (Votre herse n'est pas assez légère), kael, oged
N'eo ket tev a-walc'h koarelloù va botoù.
Né két téô awalc'h koarellou va boutou.
1850
Référence :
GON.II
pg koarel (Les semelles de mes souliers ne sont pas assez épaisses).
N'eo ket ledan a-walc'h an derezioù.
Né két lédan awalc'h ann dérésiou.
1850
Référence :
GON.II
pg déréz (Les degrés ne sont pas assez larges).
N'eo ket uhel a-walc'h diadreñv al lestr-se.
Né két huel awalc'h diadré al léstr-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg diadré, diadréñ (Le derrière de ce vaisseau n'est pas assez élevé).
N'eo ket dilaezhet a-walc'h hoc'h amann.
Né kéd dilézed awalc'h hoc'h amann.
1850
Référence :
GON.II
pg diléza (Votre beurre n'est pas assez purgé de son lait).
N'eo ket diribin a-walc'h al leur.
Né kéd diribin awalc'h al leûr.
1850
Référence :
GON.II
pg diribin (L'aire n'est pas assez inclinée).
N'on ket desket a-walc'h evit disklêriañ an dra-se deoc'h.
N'ounn kéd desked awalc'h évid diskléria ann drâ-zé d'é-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg diskléria (Je ne suis pas assez instruit pour vous expliquer cela).
N'eo ket displeget a-walc'h ganeoc'h.
Né kéd displéged awalc'h gan-é-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg displéga (Vous ne l'avez pas assez développé, expliqué).
Distlabez a-walc'h eo an ed.
Distlabez awalc'h eo ann éd.
1850
Référence :
GON.II
pg distlabez (Le blé est assez net).
N'eo ket distrizhet a-walc'h ganeoc'h.
Né kéd distrized awalc'h gan-é-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg distrizi (Vous ne l'avez pas assez desserré).
N'hoc'h eus ket disallet a-walc'h ar c'hig.
N'hoc'h eûz kéd dizalled awalc'h ar c'hîk.
1850
Référence :
GON.II
pg dizalla (Vous n'avez pas assez dessalé la viande).
Abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se.
Abréd awalc'h é vézô dizouned eûz a gémeñt-sé.
1850
Référence :
GON.II
pg dizouna (Il en sera privé asssez tôt).
ne oa ket ho kouign diouzh an dibab; bara drouk-ha-mat ne oa ken; evit ho pleud, evitañ da vezañ flour a-walc'h, kouezhet ez oa e-barzh en toaz meur a c'hrouanennig a lakeas va dent da skrijañ
ne oa ket ho kouign dioc'h an dibab; bara-droug-ha-mad ne oa ken; evit ho pleud, evit-han da veza flour a-walc'h, kouezet ez oa ebarz enn toaz meur a c'hrouanennig a lekeaz va dent da skrija
1867
Référence :
MGK
Rakskrid VII
Evit an trede gwech ar perc'henn a zistroas, / Hag outañ tev e benn : — « Hon dallentez zo bras / Chom da c'hortoz re all, a-walc'h omp hon-unan ; / Ni a zo hor mignon hag hor c'har-nes tostañ. »
Evit ann trede gweach ar perc'hen a zistroaz, / Hag out-han teo he benn : — « Hon dallentez zo braz / Choum da c'hortoz re all, a-walc'h omp hon-unan ; / Ni a zo hor mignoun hag hor c'har-nez tosta. »
1867
Référence :
MGK
p53
War dor ur maner kaer, ar c'haerañ a zo bet, / E lizherennoù aour un deiz e voe skrivet : / An den en deus a-walc'h a vezo va ferc'henn.
War dor eur maner kaer, ar c'haera a zo bet, / E lizerennou aour eunn deiz e voe skrivet : / Ann den en deuz a-walc'h a vezo va ferc'hen.
1867
Référence :
MGK
p69
« N'eo ket a-walc'h evelato : / Sellet pizh outañ a rankan. »
» Ne ket a-walc'h evelato : / » Sellet piz out-han a rankann. »
1867
Référence :
MGK
p140
Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.
Neuze e lavaraz [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Eun tri dervez hep-ken a vezo d'in a-walc'h da aveli va fenn
1867
Référence :
MGK
p18
An den dezhañ lavar : — « Da berc'henn e teuan, / Hervez ma'z eo skrivet e lizherennoù aour ; / Rak me am beus a-walc'h, petra bennak on paour. »
Ann den d'ezhan lavar : — « Da berc'hen e teuann, / Hervez ma'z eo skrivet e lizerennou aour ; / Rak me am beuz a-walc'h, petra-bennag ounn paour. »
1867
Référence :
MGK
p70
Sad a[ze] d'ar chaseer tri damm ha n'int difonn, / Ma vije a-walc'h anezho.
Sada d'ar chaseer tri damm ha n'int difoun, / Ma vije a-walc'h anezho.
1867
Référence :
MGK
p97
Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.
Dre aman eo c’hoaz sot avoualac’h an dud evit kredi euz eun Doue hag a gas traou ar bed-man enn dro hervez he faltazi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.159
P’en em gavjont, al lestr a yoa er sec’h, mes lanv a yoa hag a-barzh nemeur 'oa mor a-walc’h da vont kuit.
P’en em gafchont, al lestr a ioa er zeac’h, mez lano a ioa hag abarz nemeur oa mor avoualac’h da vont kuit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.24
Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.
Krial a rejont var an hini a ioa ebarz en eur lavaret d’ezhan dont er meaz da eva eur banne gantho, rag achu oa an anterramant, avoalac’h a zismeganz o doa great var Landregeriz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.32
Ar manac’h a [sic] en em glevas gant daou zen paour, a anaveze a-raok an dispac’h, hag a yoa o chom war ribl ar c’hoad, evit labourat o-zri a-unan douar a-walc’h evit o bevañ, i hag o zud.
Ar manac’h a en em glevaz gant daou zen paour, a anaveze araok an dispac’h, hag a ioa o chomm var ribl ar c’hoat, evit labourat ho zri a-unan douar avoualac’h evit ho beva, hi hag ho zud.
1877
Référence :
EKG.I.
p.54
A-walc’h hon eus tennet evel-se ; divarc’homp bremañ an nor, ha deomp en ti da welet ha ni a gavo ar person "intru", bev pe varv.
Avoualac’h hon euz tennet evelse ; divarc’homp breman an nor, ha deomp enn ti da velet ha ni a gavo ar persoun "intru", beo pe varo.
1877
Référence :
EKG.I.
p.121
Tostaat a ra ar c’han ; klevet a reer splamm a-walc’h : Ar beleg : "Pater de coelis Deus", Doue an Tad eus a uhelder an eñvoù, Ar bobl : "Miserere nobis !" [P]ezet truez ouzhomp !
Tostaat a ra ar c’han ; klevet a rear splamm avoualac’h : Ar belek : "Pater de coelis Deus", Doue an Tad euz a huelder an envou, Ar bobl : "Miserere nobis !" Bezet truez ouzomp !
1877
Référence :
EKG.I.
p.164-165
Klevet a-walc’h a rae trouz ar fuzuilhoù ha chaok ar soudarded ; mes petra a rae an traoù-se dezhi ?
Klevet avoualac’h a rea trouz ar fuziliou ha chaok ar zoudardet ; mez petra a rea an traou-ze d’ezhi ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.194
O c’haout a reas aes a-walc’h.
Ho c’haout a reaz eaz avoualac’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.257-258
— Me a rede evit gwir, ha c’hoazh n’em eus ket redet buan a-walc’h.
— Me a rede evit guir, ha c’hoaz n’em beuz ket reded buan avoualac’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.189
Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.
Ni a glevo avoualac’h e peleac’h e vezint hag ho flemmo araok ma vezo deiz varc’hoaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.190-191
— Manuel Conseil, emezi d’ar plac’h all, gwelet a rez ar pezh a ra al laeron korfek-mañ ? — Ya, gwelet a-walc’h. O ! ma vijen-me bet ur gwaz !
— Manuel Conseil, emezhi d’ar plac’h-all, guelet a rez ar pez a ra al laeroun korfek-man ? — Ia, guelet avoalac’h. Oh ! ma vichen-me bet eur goaz !
1878
Référence :
EKG.II
p.72
— N’eo ket a-walc’h kement-mañ, eme ar c’habiten, pa wele n’oa ket an daou veleg evit ober droug ebet dezhañ, c’hoazh a vank deomp.
— Ne ket avoualac’h kement-man, eme ar c’habiten, pa vele n’oa ket an daou velek evit ober drouk ebed d’ezhan, c’hoaz a vank d’eomp.
1878
Référence :
EKG.II
p.166-167
Lezer a ris anezhi da riklañ goustadik er puñs : mes pa gouezhas er foñs e oa ret dezhi da nebeutañ tri zroatad evit tizhout an nec’h. Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul.
Lezer a riz anezhi da rikla goustadik er punz : mez pa gouezaz er fons oa red d’ezhi da nebeuta tri zroatad evit tizout an neac’h. Ha me diez va fenn o velet n’oa ket hir avoalac’h va skeul.
1878
Référence :
EKG.II
p.50
N’oamp ket evit chom e bourk Trelaouenan, rak re dost edomp da Gastell ha da Gergidu, ha n’oamp ket bremañ a-walc’h a dud evit herzel ouc’h Canclaux hag he soudarded. Da belec’h ez aimp 'ta ?
N’oamp ket evit chom e bourk Trelaouenan, rak re dost edomp da Gastel ha da Gergidu, ha n’oamp ket breman avoualac’h a dud evit herzel ouc’h Canclaux hag he zoudarded. Da beleac’h ez aimp-ta ?
1878
Référence :
EKG.II
p.5
Poan a-walc’h am eus gant va saout, rak aze, sellit, emañ ar vuoc’h vrizh hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-se, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da vezañ ker gwazh hag hi.
Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi.
1878
Référence :
EKG.II
p.157
Mont d’an traoñ ? Te a lavar a-walc’h. Gouzout a rez eus lavaret deomp furchañ mat an tour, ha, mard eomp d’an traoñ dioc’htu, e vezo lavaret n’hor beus ket graet mat hor labour.
Mont d’an traon ? Te a lavar avoualac’h. Gouzout a rez euz lavaret d’eomp furcha mad an tour, ha, mar d-eomp d’an traon dioc’htu, e vezo lavaret n’hor beuz ket great mad hor labour.
1878
Référence :
EKG.II
p.130
Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.
Me garfe e chomfe an drederen ac’hanomp da zibri ho zamm aman var an hent, ha ma tigouez soudarded Canclaux varnomp, e vezint avoualac’h evit en em zifenn eur pennad, da c’hedal ma vezo ar re-all deuet d’ho zikour.
1878
Référence :
EKG.II
p.4
Freuzañ a reas, er solier, moger he zi ; ober a reas un toull don a-walc’h da un den da azezañ, uhel a-walc’h evitañ da sevel en e sav evit diskuizhañ.
Freuza a reaz, er zolier, moger he zi ; ober a reaz eun toull doun avoualac’h da eun den da azeza, huel avoualac’h evit-han da zevel enn he za evit diskuiza.
1878
Référence :
EKG.II
p.216
Deuet omp en ti-mañ da c’houlenn un tamm bara da derriñ hor naon, hag an dud-mañ a zo bet madelezhus a-walc’h evit reiñ deomp.
Deuet omp enn ti-man da c’houlen eun tamm bara da derri hor naoun, hag an dud-man a zo bet madelezuz avoualac’h evit rei d’eomp.
1878
Référence :
EKG.II
p.167
Aet a-walc’h e vije da Lezvaeog, da di Renan Eukat, rak eno ivez e veze roet digemer mat ha golo d’ar veleien, mes ezhomm dont war-zu Mailhe en doa.
Eat avoalac’h e viche da Lesvaeok, da di Renan Eukat, rag eno ive e veze roet digemmer mad ha golo d’ar veleien, mez izomm dont varzu Maille en doa.
1878
Référence :
EKG.II
p.82
Hag ouc’hpenn un dro vravik a-walc’h o doa graet. Ma n’o doa ket gellet pakañ paotred Treger, o doa da vihanañ da gas d’o jeneral daou veleg disent, kavet ganto kuzhet en un ti.
Hag ouc’hpenn eun dro vraoik avoualac’h o doa great. Ma n’o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana da gas d’ho jeneral daou velek dizent, kavet gant-ho kuzet enn eun ti.
1878
Référence :
EKG.II
p.180-181
Ne ouzoun ket difazi a-walc’h pehini anezho e oa.
Ne ouzoun ket difazi avoualac’h pehini anezho oa.
1878
Référence :
EKG.II
p.186
Perak eta na rafes ket en-keñver da gelaouenn ar pezh a rajes en-keñver nep a vije fall a-walc'h evit mont da'z ti da wallgomz diouzh da vamm ?
Perag eta na rafes ket en-kenver da geloenn ar pez a rajez en kenver neb a vije fall a-walc'h evit mont d'az ti da wall-gomz diouz da vamm ?
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
a-walac'h
avoálac'h
1909
Référence :
BROU
p. 200
a-walc'h
alac'h
1909
Référence :
BROU
p. 200
'walac'h
oalac'h
1909
Référence :
BROU
p. 200
Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.
Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigez Keltos : An doue a reont anezan Herakles, hag hen e meur a genver henvel a-walc’h ouz Teutâtis ma c’hallfe beza an hevelep den, en dije ergerzet gwechall an Europ war he hed, evit skarza diouti an euzadennou, ar ramzed hag an dorfetourien ouz he moustra hag he gwasta.
1923
Référence :
SKET
p.32
A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.
A-walc’h d’in, eta, lavarout e timezjont, o devoe lïes mab ha merc’h, e vevjont eun niver a vloaveziou, e teujont d’eun hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dourn-ouz-dourn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.
1923
Référence :
SKET
p.44
Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzhed, ha henaourien pobladoù Keltia, hep gallout kaout diganto disklêriadur a-walc’h.
Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzed, ha henaourien pobladou Keltia, hep gallout kaout diganto diskleriadur a-walc’h.
1923
Référence :
SKET
p.46
Diouzh an danevell-se, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout ur ger hepken pe ober ur wignadenn evit ma teuje o binvioù pe o c’hlavioù-brezel en o daouarn.
Diouz an danevell-ze, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout eur ger hepken pe ober eur wignadenn evit ma teuje o binviou pe o c’hlaoiou-brezel en o daouarn.
1923
Référence :
SKET
p.76
Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.
Mibien Vanos, ha d’ezo hanter-gredi kement a zezrevelle an tri breur, a voe trôet madik a-walc’h o spered d’ezo diwar an emweladenn genta-ze.
1923
Référence :
SKET
p.101
Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.
Azpedet gantan e zoueed d’e warezi ha d’e harpa, e teuas d’ezan herded a-walc’h ma klaskas steki outo ; hogen ne stardas e zourn nemed ar goullo.
1923
Référence :
SKET
p.115
Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezho da enebiñ ouzh an henvroiz ha d’o zrec’hiñ.
Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezo da enebi ouz an henvroïz ha d’o zrec’hi.
1923
Référence :
SKET
p.129
Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !
Evit gwir, ma karfen menegi ano hag oberiou rouanez a bep dere, tudou-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’eun hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !
1923
Référence :
SKET
p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).
A-walc’h, eta, e vo ganen menegiñ ar roueed-veur hag ar gadourien bennañ, da lavarout eo ar re m’o deus an taolioù-kaer anezho talvezet d’ar Ouenn a-bezh.
A-walc’h, eta, e vo ganen menegi ar roueed-veur hag ar gadourien benna, da lavarout eo ar re m’o deus an taoliou-kaer anezo talvezet d’ar Ouenn a-bez.
1923
Référence :
SKET
p.141
Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere broadoù an Azi gorno[k] ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huzh-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.
Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere brôadou an Azi-gornog[k] ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huz-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.
Bezañ a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzhoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ».
Beza a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ».
1924
Référence :
SKET.II
p.60, Notenn 2
Abred a-walc’h e c’hwezho Avel gwalarn war ar rozenn Abred a-walc’h e sklabezo E delioù war hent an anken !
Abret a-walac’h e c’houezo Avel gwalarn war ar rozenn Abret a-walc’h e sklabeo E deliou war hent an anken !
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
a-walc'h
awalc'h
1927
Référence :
GERI.Ern
pg awalc'h
Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.
Eur paotr e galabousenn bleuñ alaouret, er wech-mañ a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraoulet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an ahelou da wigourat, ha digeri a rakzor ha larout yao emaez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduenna, o tislevi-gen hag o varvailha.
Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ.
1943
Référence :
TNKN
p8
"Marteze ‘walc’h, ma c’habiten."
1944
Référence :
EURW.1
p.202
Sur a-walc'h e oa bet debret gant ar c'hi.
1944
Référence :
EURW.1
p.129
Aogust, Pol hag Iwan en em lec'hias gwellañ ma c'helljont, mes ne oamp ket kichen-ouzh-kichen, ar pezh a reas dimp a-walc'h a galonad.
Aogust, Pol, hag Iwan, en em lec'hias gwella ma c'helljont, mes ne oamp ket kichen ouz kichen, ar pez a reas d'imp awalc'h a galonad.
1944
Référence :
EURW.1
p31
E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.
E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezañ heñvel awalc'h ouz eur gaouenn ; gant eur vouez trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aoza ma gwele.
1944
Référence :
EURW.1
p31
Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.
Nemet avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket awalc'h warnoun da gaozeal galleg.
1944
Référence :
EURW.1
p20
— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »
1944
Référence :
ATST
p.14
Brallañ a raent a gleiz, brallañ a raent a zehou ; ne oa ket an hent bras a-walc’h evito.
1944
Référence :
ATST
p.18
— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »
1944
Référence :
ATST
p.68
« Allo ! allo ! ["Alo ! alo !"] a-walc’h a c’hevier ! En noz-mañ me a zo bet en ho kambr ha ne oa den ebet e-barzh ar gwele. »
1944
Référence :
ATST
p.70
Nec’het a-walc’h e choman va-unan.
1944
Référence :
ATST
p.8
Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.
Ar re ac’hanomp o doa saeiou gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag eul lid drouizek a voe graet war eur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feuka hiniennou, zoken e Kevredigez Vreiz.
1944
Référence :
EURW.1
p.206
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.
1949
Référence :
SIZH
p.46
An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
1949
Référence :
SIZH
p.42
Ma c'hoarvezfe ganti mont re bell... A-walc'h !... Vade retro, Satanas !..
1949
Référence :
SIZH
p.49
Un teod ifern zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.
Eun teod ifern ' zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.
1960
Référence :
PETO
p.32
Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.
Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued-ar-groug.
1960
Référence :
PETO
p33
Ha setu ma ne welis e-pad ar pevar devezh-se nemet div vag war hon hent, div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h, war hent an distro da Gameled pe da Zouarnenez, graet ganto o zroiad e Maoretania...
1985
Référence :
DGBD
p15
Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.
2015
Référence :
DISENT
p85
Marteze ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.
2015
Référence :
EHPEA
p17
Ret eo tuta en ur mod didrouz a-walc'h : arabat na vefe klevet komz deus ho raktres gant hoc'h enebourien.
2015
Référence :
DISENT
p86
N'eo ket e vije unan brav, met tomm on outañ ha fellout a ra din a-walc'h mirout anezhañ, piv 'oar ?