Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv., rag. am. hag estl. I. Adv. A. (dirak an ar. "a" heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll) Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted e-keñver un ezhomm, ur pal bnk. A-walc'h a c'hlav zo bet er goañv-mañ. Roet em eus a-walc'h a levrioù dezhi evit sevel ul levraoueg dereat. HS. trawalc'h. B. (e-unan, gant ar v. bezañ.) 1. [1659, 1732, 1867, 1927, 1929, 1931] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted. [1659] Bezañ a-walc'h. [1867] Un tri devezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ ma fenn. [1878] [...] ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re-all deuet d’o sikour. [1931] A-walc'h eo. Kement-se zo a-walc'h din da gaout. An dra-se zo a-walc'h evit bevañ. A-walc'h e vo an dra-se din. A-walc'h a gaven da ziverrañ ma amzer. 2. (db. buhez an dud) [1931] A-walc'h e voe dezhañ lavarout. Ned eo ket a-walc'h lavaret kement-se. Setu zo a-walc'h evit ho koll. A-walc'h eo ober anv eus e amezeg evit e lakaat da fuloriñ. HS. trawalc'h. & Trl. N'eo ket a-walc'h : troienn a implijer evit lavaret e tro an eur hag eo poent stagañ d'ober tra pe dra. N'eo ket a-walc'h. 3. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. "e") Bezañ a-walc'h, bez' a-walc'h : troienn a dalvez da c'heriañ ar vezusted, an degouezhusted. Bezañ a-walc'h e c'hoarvezfe kement-se. Bez' a-walc'h eo an den-se kiger. Dont a ray da genderv warc'hoazh. - bez' a-walc'h 'vat. [1924] Bezañ a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzhoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ». HS. marteze a-walc'h. & Bezañ a-walc'h ! : marteze. 4. [1931] A-walc'h (eo) : troienn a implijer evit diskouez eur aet faezh gant ub., udb. A-walc'h eo, tavit. A-walc'h eo kement-se. C. (e-unan, gant ur v. estreget bezañ) 1. [1850] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted. [1850] Gant un hanter vuñsad em bezo a-walc'h. Poaniet o deus a-walc'h evit ma vefe roet un digoll mat dezho. & Trl. A-walc'h am eus / evit ober ma zreuz : a-walc'h evit bevañ. 2. [1850] Termen a dalvez da verkañ ez eur darev da vont en tu-hont d'ar pezh zo mat, d'ar pezh a c'haller degemer. [1850] Redet a-walc'h hoc'h eus, arsavit bremañ. A-walc'h o deus labouret ar c'hezeg-se. Gortozet hon eus a-walc'h evel-se. DHS. kalz, nebeut, re. HS. trawalc'h. 3. [1931] Laouen. [1931] Me a gredfe a-walc'h. [1931] C'hoant a-walc'h am befe da... Mont a-walc'h a ray ganeoc'h mar bez aotreet. Kas a rin a-walc'h ho pugale betek ar poull-neuial. Prenañ a rafent a-walc'h an ti-se mar gallfent. & (goude un av., en ur respont) "O fediñ a rafes ? - ober a-walc'h". "Reiñ a rafec'h ho tastumad timbroù dezhañ ? - reiñ a-walc'h". "Ha mont a rafemp e-barzh an ti ? - mont a-walc'h". [1878] — Manuel Conseil, emezi d’ar plac’h all, gwelet a rez ar pezh a ra al laeron korfek-mañ ? — Ya, gwelet a-walc’h. 4. Termen a dalvez da c'heriañ ar vezusted, ar wirheñvelded, an degemeradusted. An dra-se a c'hoarveze a-walc'h a-wechoù. Lazhet e vijen bet a-walc'h mar bijen bet eno. Ar sac'h-se a chomo a-walc'h war an daol betek warc'hoazh. [1878] Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh. 5. (gant ur v. a denn d'ar merzout, d'ar spered) [1850, 1931] Fraezh, mat. [1850] N'eo ket displeget a-walc'h ganeoc'h. [1931] Klevout a ran a-walc'h hogen... Gwelet a-walc'h a reomp peseurt den eo hennezh. Me a oar se a-walc'h. 6. (gant ur v. a denn d'ar prezeg) Termen a dalvez da c'heriañ ar mousgoap a reer ouzh komzoù bet distaget gant ub. Te a lavar a-walc'h : brav, aes eo dit lavaret (an dra-se). C'hwi a brezeg a-walc'h, met ar pezh a lavarit ne zeu ket da wir. II. Adv. A. (goude un ag. pe un adv.) 1. [1732, 1850] Termen a dalvez da verkañ un derez uhelik war ur skeul a denn d'ur stad, d'un ober. [1732] Brav a-walc'h ez a e vanne gantañ. [1732] Neb a zo bras a-walc'h evit anaout an droug diouzh ar mad. [1850] N'eo ket uhel a-walc'h diadreñv al lestr-se. [1850] N'hoc'h eus ket disallet a-walc'h ar c'hig. [1929] Pell a-walc'h e oamp enni. [1931] Tost(ik) a-walc'h. Ar marc'h-se a red buan a-walc'h. Bez' e rankont dont alies a-walc'h amañ. Pell a-walc'h emaint bremañ. 2. (dirak un droienn degaset gant an ar. "evit") [1850] Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur stad pe un ober. [1850] N'eo ket evezhiek a-walc'h evit he oad. [1850] N'eo ket fallakr a-walc'h evit bezañ graet kement-se. Skrivañ a ra brav a-walc'h evit mont da gelaouenner. Mat a-walc'h emaomp evit degouezhout a-benn an eur. Kas a rin keloù dit abred a-walc'h evit ma c'hallfes dont. Bez' emaomp tost a-walc'h d'al leurenn evit ma welfemp mat ar gorollerien. B. (goude un ag., un adv., un anv hollek pe un anv a denn da draoù niveradus) 1. [1732, 1850, 1867, 1931] Termen a dalvez da verkañ un derez uhelik war ur skeul a denn d'ur perzh. [1732] Abred a-walc'h. [1850] Mat a-walc'h eo a-hend-all. [1850] N'eo ket ec'hon a-walc'h va sae. [1850] N'eo ket begek a-walc'h ar werzhid-mañ. [1850] N'eo ket kreñv a-walc'h ar bugel-se evit reiñ an dornell. [1850] N'eo ket druz a-walc'h an douar-mañ. [1850] Abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se. [1867] Evitañ da vezañ flour a-walc'h, kouezhet e oa e-barzh an toaz meur a c'hrouanennig a lakeas va dent da skrijañ. [1931] Tud pinvidik a-walc'h. [1931] Bras a-walc'h. [1931] Madik a-walc'h. Diwezhat a-walc'h eo. Hir a-walc'h eo an daol-se. Poent a-walc'h eo bremañ. N'oa ket deiz a-walc'h c'hoazh p'en em gavis e Kemper. & Trl. [1850] Ar fallañ zo mat a-walc'h evidon : troienn a zistager evit lakaat kompren ne c'houlenner ket netra dibar evit an-unan e-keñver ar re all, ez eur laouen gant al lodenn bet deroet d'an-unan hep sellet ouzh he zalvoudegezh. & Trl. [1931] Bezañ botaouer a-walc'h, den a-walc'h, louarn a-walc'h, mañsoner a-walc'h, micherour a-walc'h, soudard a-walc'h, hag all : bezañ ennañ an holl berzhioù rekis evit bezañ ur botaouer, den, louarn, mañsoner, micherour pe soudard a-zoare. & (db. anien an dud) Paotr, gwaz a-walc'h : groñs en e vennozh. Paotr a-walc'h e oa hennezh pa oa bihan. & [1931] Bezañ kreisteiz a-walc'h : bezañ tost da greisteiz. & [1931] Bezañ stal a-walc'h : bezañ ur stal vrazik. & Gwir a-walc'h eo an dra-se : re wir eo. [1931] Oad a-walc'h dezhañ evit. 2. (goude un ag. pe un anv a denn d'un dra niveradus heuliet gant un droienn degaset gant an ar. "da", "diouzh" pe "evit") Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur perzh. Mat a-walc'h eo ar bragoù-mañ da hennezh. Pounner a-walc'h eo ar samm-se diouzh ma divskoaz. Kozh a-walc'h eo evit kompren an dra-se. Den a-walc'h eo da gas al labour-se da benn. Kreisteiz a-walc'h eo da vont da bredañ : bez' eo tost a-walc'h da greisteiz evit ma'z afed da bredañ. Micherour a-walc'h eo evit ober an dra-se. Stal a-walc'h eo e genwerzh evit magañ e zek krouadur. 3. (goude un ag. pe un anv hollek heuliet gant un av.) Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur perzh. Dav a-walc'h e vo dit komz gantañ. Mall a-walc'h eo deomp mont di. Kerse a-walc'h e vo gantañ klevet ar c'heloù-se. C. (goude un anv hollek, lies pe stroll pe e-unan gant ur v.) 1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur c'hementad pe un niver brazik. Yec'hed a-walc'h en deus. Tud a-walc'h a oa er gouel. DHS. kalz(ik) 2. (dirak un droienn degaset gant an ar. "da" pe "evit") [1850] Termen a dalvez da verkañ un derez azasted uhelik e-keñver ur stad pe un ober. [1850] N'on ket desket a-walc'h evit displegañ se deoc'h. [1943] Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ. Laezh a-walc'h zo da aozañ an toaz. Bez' ez eus luc'hskeudennoù a-walc'h evit ma rofed pep a unan d'an holl. Tud a-walc'h emaint evit ober al labour-se. Plant a-walc'h am eus evit ober ur vleuñveg vrav. & [1931] Bezañ, kaout oad a-walc'h evit : bezañ tizhet an oad rekis evit. D. Termen a dalvez da c'heriañ an amresisted, an arvar. [1985] Bemdez a-walc'h e vez gwelet amañ : bemdez koulz lavaret e vez gwelet amañ. "Dont a ray ivez ?" - "marteze a-walc'h". N'eo ket honnezh a-walc'h he deus graet an dra-se : n'eo ket dre honnezh he deus graet an dra-se. N'on ket a-walc'h evit gouzout petra a ranker ober : n'ouzon ket re vat petra a ranker ober. [1985] Div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h. & Dre zic'harv. Honnezh zo micher a-walc'h. III. Rag. am. 1. [1850] Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted, an azasted. [1850] Ne aketit ket a-walc'h. [1850] N'eus ket a-walc'h evit un evezhiad evit kement a dud. N'eus ket a-walc'h anezho. 2. [1850] Termen a dalvez da verkañ ez eur darev da vont en tu-hont d'ar pezh zo mat, d'ar pezh a c'haller degemer. [1850] A-walc'h hoc'h eus debret. Kemeret hoc'h eus a-walc'h anezho bremañ. DHS. kalz, nebeud, re. HS. trawalc'h. IV. Estl. Termen a dalvez da verkañ ez eur aet faezh, eo arabat mont pelloc'h ganti. Petra ? Goulennoù ? Goulennoù a-walc'h ! HS. trawalc'h.

Skouerioù istorel : 
154
Kuzhat roll ar skouerioù

bezañ a-walc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg suffire

a-walc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abonder, abondance, abondamment, assés, ahoalc'h

Neb a zo bras a-walc'h evit anaout an droug diouzh ar mad.

1732
Daveenn : GReg pg adulte (qui entre dans l'adolescence)

a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg gogaille (A-gogo.)

àr-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg assez (suffisamment)

a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg assez (suffisamment)

a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg gogaille (A-gogo.)

Ned eo ket dievezh a-walc'h evit-se.

1732
Daveenn : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

Ned eus ket a-walc'h a abitanted en Breizh, hervez an douar a so enni.

1732
Daveenn : GReg pg habitant (Il n'y a pas assés d'Habitans en Bretagne, eu égard à la grandeur & à l'étendue de la Province.)

Ned eus ket a-walc'h a dud en Breizh, hervez an douar a zo enni.

1732
Daveenn : GReg pg habitant (Il n'y a pas assés d'Habitans en Bretagne, eu égard à la grandeur & à l'étendue de la Province.)

Ha c'hwi ho pe un tal divezh a-walc'h evit souten kement-se !

1732
Daveenn : GReg pg front (Auriez-vous le front de le soûtenir ?)

Ha goret a-walc'h eo ar forn ? A-walc'h.

1732
Daveenn : GReg pg four (Le four est-il assés chaud ? ouï.)

Re zruz eo an douar-mañ pe ned eo ket druz a-walc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gras (Cette terre est trop grasse, ou n'est pas assez grasse.)

Ha gor a-walc'h eo ar forn ? A-walc'h.

1732
Daveenn : GReg pg four (Le four est-il assés chaud ? ouï.)

Er bloaz mil c'hwec'h kant ha pevar-ugent ez voa gwelet ur steredenn lostek, hag a badas pellik a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg (En 1680 parut une) comete (caudée pendant un tems assez considerable)

abred a-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg (d'assez) bonne (-heure)

brav a-walc'h ec'h ev

1732
Daveenn : GReg pg boire (il boit assez joliment)

Brav a-walc'h ez a e vanne gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg boire (il boit assez joliment)

àr-walc'h

1732
Daveenn : GReg pg assez (suffisamment)

a-walc'h

1850
Daveenn : GON.II pg awalc'h, a-walc'h (Assez. Suffisamment), p.56, livre premier, "assez".

a-walc'h

1850
Daveenn : GON.II pg a-walc'h, awalc'h (Assez. Suffisamment).

A-walc'h a vezo gant daou vailhad.

1850
Daveenn : GON.II pg balad (Il y aura assez de deux baquets pleins).

A-walc'h hoc'h eus debret.

1850
Daveenn : GON.II pg a-walc'h (Vous avez mangé assez).

gant un astellad gwinizh em bezo a-walc'h

1850
Daveenn : GON.II pg astellad

Mat a-walc'h eo a-hend-all.

1850
Daveenn : GON.II pg a-heñd-all (Il est assez bon d'ailleurs).

Ne aketit ket a-walc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg akéti (Vous n'êtes pas assez assidu, vous ne vous appliquez pas assez).

N'eo ket begek a-walc'h ar werzhid-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg bégek (Ce fuseau n'est pas asssez pointu).

N'eo ket start a-walc'h ar vrae-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg braé (Cette broie n'est pas assez serrée).

Redet a-walc'h hoc'h eus, arsavit bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg arzaôi (Vous avez assez couru ; reposez-vous actuellement).

redet a-walc'h hoc'h eus; arsavit bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg arzaôi

N'eo ket skañv a-walc'h ho klouedenn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg klouéden (Votre herse n'est pas assez légère), kael, oged

N'eo ket tev a-walc'h koarelloù va botoù.

1850
Daveenn : GON.II pg koarel (Les semelles de mes souliers ne sont pas assez épaisses).

N'eo ket ledan a-walc'h an derezioù.

1850
Daveenn : GON.II pg déréz (Les degrés ne sont pas assez larges).

N'eo ket uhel a-walc'h diadreñv al lestr-se.

1850
Daveenn : GON.II pg diadré, diadréñ (Le derrière de ce vaisseau n'est pas assez élevé).

N'eo ket dilaezhet a-walc'h hoc'h amann.

1850
Daveenn : GON.II pg diléza (Votre beurre n'est pas assez purgé de son lait).

N'eo ket diribin a-walc'h al leur.

1850
Daveenn : GON.II pg diribin (L'aire n'est pas assez inclinée).

N'on ket desket a-walc'h evit disklêriañ an dra-se deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskléria (Je ne suis pas assez instruit pour vous expliquer cela).

N'eo ket displeget a-walc'h ganeoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg displéga (Vous ne l'avez pas assez développé, expliqué).

Distlabez a-walc'h eo an ed.

1850
Daveenn : GON.II pg distlabez (Le blé est assez net).

N'eo ket distrizhet a-walc'h ganeoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg distrizi (Vous ne l'avez pas assez desserré).

N'hoc'h eus ket disallet a-walc'h ar c'hig.

1850
Daveenn : GON.II pg dizalla (Vous n'avez pas assez dessalé la viande).

Abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg dizouna (Il en sera privé asssez tôt).

N'eo ket kre a-walc'h ar bugel-se evit treiñ an dornell.

1850
Daveenn : GON.II pg dournel, dournikel (Cet enfant n'est pas assez fort pour tourner la manivelle).

N'eo ket druz a-walc'h an douar-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg drûz (Cette terre n'est pas assez grasse).

N'eo ket ec'hon a-walc'h va sae.

1850
Daveenn : GON.II pg éc'hon, héc'hon (Mon habit n'est pas assez ample).

n'eo ket kreñv a-walc'h an ere hoc'h eus roet din

1850
Daveenn : GON.II pg éré

n'oc'h ket eskuit a-walc'h evit ober al lamm-se

1850
Daveenn : GON.II pg eskuit, iskuit

n'eus ket a-walc'h gant un evezhiad evit kement a dud

1850
Daveenn : GON.II pg évésiad

n'eo ket evezhiek a-walc'h evit e oad

1850
Daveenn : GON.II pg évésiek, évézek

Ar fallañ a zo mat a-walc'h evidon.

1850
Daveenn : GON.II pg fall (Le plus mauvais est assez bon pour moi).

N'eo ket fallakr a-walc'h evit bezañ graet kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg fallakr, fallagr (Il n'est pas assez pervers, assez scélérat pour avoir fait cela).

gant un hanter vuñsad em bezo a-walc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hañter (-vuñsad)

Roit c'hoazh ur skoed din, hag en bezo a-walc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Donnez-moi encore un écu, et j’aurai assez ».

Gouiziek a-walc’h int evit o oad.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, « Ils sont assez instruits pour leur âge ».

Poazh a-walc'h eo ar c'hig.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « La viande est assez cuite ».

N’hon eus-ni ket gortozet pell a-walc’h ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « N’avons-nous pas attendu assez longtemps ? »

Ur skoed hoc’h eus ezhomm c’hoazh, hag ho pezo a-walc’h

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il vous faut un écu encore, et vous aurez assez ».

Ar gwin-mañ a zo mat a-walc'h, hogen egile a oa gwelloc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Choukiñ a reas 'ta e kichen ar vederien ; kemerout a reas yod eviti ; dibriñ a reas a-walc'h, hag e tastumas ar chomadur.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

Evit an trede gwech ar perc'henn a zistroas, / Hag outañ tev e benn : — « Hon dallentez zo bras / Chom da c'hortoz re all, a-walc'h omp hon-unan ; / Ni a zo hor mignon hag hor c'har-nes tostañ. »

1867
Daveenn : MGK p53

Sad a[ze] d'ar chaseer tri damm ha n'int difonn, / Ma vije a-walc'h anezho.

1867
Daveenn : MGK p97

An den dezhañ lavar : — « Da berc'henn e teuan, / Hervez ma'z eo skrivet e lizherennoù aour ; / Rak me am beus a-walc'h, petra bennak on paour. »

1867
Daveenn : MGK p70

War dor ur maner kaer, ar c'haerañ a zo bet, / E lizherennoù aour un deiz e voe skrivet : / An den en deus a-walc'h a vezo va ferc'henn.

1867
Daveenn : MGK p69

ne oa ket ho kouign diouzh an dibab; bara drouk-ha-mat ne oa ken; evit ho pleud, evitañ da vezañ flour a-walc'h, kouezhet ez oa e-barzh en toaz meur a c'hrouanennig a lakeas va dent da skrijañ

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.

1867
Daveenn : MGK p18

« N'eo ket a-walc'h evelato : / Sellet pizh outañ a rankan. »

1867
Daveenn : MGK p140

Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.159

Tostaat a ra ar c’han ; klevet a reer splamm a-walc’h : Ar beleg : "Pater de coelis Deus", Doue an Tad eus a uhelder an eñvoù, Ar bobl : "Miserere nobis !" [P]ezet truez ouzhomp !

1877
Daveenn : EKG.I. p.164-165

Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

O c’haout a reas aes a-walc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.257-258

A-walc’h hon eus tennet evel-se ; divarc’homp bremañ an nor, ha deomp en ti da welet ha ni a gavo ar person "intru", bev pe varv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.121

Ar manac’h a [sic] en em glevas gant daou zen paour, a anaveze a-raok an dispac’h, hag a yoa o chom war ribl ar c’hoad, evit labourat o-zri a-unan douar a-walc’h evit o bevañ, i hag o zud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

Klevet a-walc’h a rae trouz ar fuzuilhoù ha chaok ar soudarded ; mes petra a rae an traoù-se dezhi ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

P’en em gavjont, al lestr a yoa er sec’h, mes lanv a yoa hag a-barzh nemeur 'oa mor a-walc’h da vont kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.24

Mont d’an traoñ ? Te a lavar a-walc’h. Gouzout a rez eus lavaret deomp furchañ mat an tour, ha, mard eomp d’an traoñ dioc’htu, e vezo lavaret n’hor beus ket graet mat hor labour.

1878
Daveenn : EKG.II p.130

Ne ouzoun ket difazi a-walc’h pehini anezho e oa.

1878
Daveenn : EKG.II p.186

— N’eo ket a-walc’h kement-mañ, eme ar c’habiten, pa wele n’oa ket an daou veleg evit ober droug ebet dezhañ, c’hoazh a vank deomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.166-167

Deuet omp en ti-mañ da c’houlenn un tamm bara da derriñ hor naon, hag an dud-mañ a zo bet madelezhus a-walc’h evit reiñ deomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.167

Hag ouc’hpenn un dro vravik a-walc’h o doa graet. Ma n’o doa ket gellet pakañ paotred Treger, o doa da vihanañ da gas d’o jeneral daou veleg disent, kavet ganto kuzhet en un ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.180-181

Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.

1878
Daveenn : EKG.II p.190-191

— Me a rede evit gwir, ha c’hoazh n’em eus ket redet buan a-walc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.189

Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.

1878
Daveenn : EKG.II p.4

N’oamp ket evit chom e bourk Trelaouenan, rak re dost edomp da Gastell ha da Gergidu, ha n’oamp ket bremañ a-walc’h a dud evit herzel ouc’h Canclaux hag he soudarded. Da belec’h ez aimp 'ta ?

1878
Daveenn : EKG.II p.5

Lezer a ris anezhi da riklañ goustadik er puñs : mes pa gouezhas er foñs e oa ret dezhi da nebeutañ tri zroatad evit tizhout an nec’h. Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul.

1878
Daveenn : EKG.II p.50

— Manuel Conseil, emezi d’ar plac’h all, gwelet a rez ar pezh a ra al laeron korfek-mañ ? — Ya, gwelet a-walc’h. O ! ma vijen-me bet ur gwaz !

1878
Daveenn : EKG.II p.72

Aet a-walc’h e vije da Lezvaeog, da di Renan Eukat, rak eno ivez e veze roet digemer mat ha golo d’ar veleien, mes ezhomm dont war-zu Mailhe en doa.

1878
Daveenn : EKG.II p.82

Poan a-walc’h am eus gant va saout, rak aze, sellit, emañ ar vuoc’h vrizh hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-se, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da vezañ ker gwazh hag hi.

1878
Daveenn : EKG.II p.157

Perak eta na rafes ket en-keñver da gelaouenn ar pezh a rajes en-keñver nep a vije fall a-walc'h evit mont da'z ti da wallgomz diouzh da vamm ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

'walac'h

1909
Daveenn : BROU p. 200

a-walac'h

1909
Daveenn : BROU p. 200

a-walc'h

1909
Daveenn : BROU p. 200

Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere broadoù an Azi gorno[k] ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huzh-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted". (+ s.o. difaziadenn p.199 "e lec’h « Azi-gornog » lenn « Azi-gornok »".

A-walc’h, eta, e vo ganen menegiñ ar roueed-veur hag ar gadourien bennañ, da lavarout eo ar re m’o deus an taolioù-kaer anezho talvezet d’ar Ouenn a-bezh.

1923
Daveenn : SKET p.141

Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !

1923
Daveenn : SKET p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).

Diouzh an danevell-se, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout ur ger hepken pe ober ur wignadenn evit ma teuje o binvioù pe o c’hlavioù-brezel en o daouarn.

1923
Daveenn : SKET p.76

A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.

1923
Daveenn : SKET p.44

Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.

1923
Daveenn : SKET p.115

Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezho da enebiñ ouzh an henvroiz ha d’o zrec’hiñ.

1923
Daveenn : SKET p.129

Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.

1923
Daveenn : SKET p.32

Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.

1923
Daveenn : SKET p.101

Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzhed, ha henaourien pobladoù Keltia, hep gallout kaout diganto disklêriadur a-walc’h.

1923
Daveenn : SKET p.46

Abred a-walc’h e c’hwezho Avel gwalarn war ar rozenn Abred a-walc’h e sklabezo E delioù war hent an anken !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Bezañ a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzhoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin ».

1924
Daveenn : SKET.II p.60, Notenn 2

a-walc'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg awalc'h

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.

1929
Daveenn : SVBV p12

den a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

c'hoant a-walc'h am eus da…

1931
Daveenn : VALL pg (j'ai) bien (envie)

a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg appréciable

botaouer a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (un sabotier) assez (habile).

bezañ a-walc'h da

1931
Daveenn : VALL pg (se) borner (à)

a-walc'h evit

1931
Daveenn : VALL pg assez

a-walc'h eo

1931
Daveenn : VALL pg (c'est) bon

a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

a-walc'h e voe dezhañ lavarout

1931
Daveenn : VALL pg (il se) born(a à dire)

a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez, (c'est) bon

a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

kaout oad a-walc'h evit

1931
Daveenn : VALL pg agé

kavout a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (se) borner (à)

klevout a ran a-walc'h hogen…

1931
Daveenn : VALL pg (assez) bien

kreisteiz a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

louarn a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

mañsoner a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

madik a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg bien, (assez) bon

me 'gredfe a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (je le croirais) bien

micherour a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

oad a-walc'h dezhañ evit

1931
Daveenn : VALL pg assez

soudard a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

stal a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

tost a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

tostik a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

tud pinvidik a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (gens dans l')aisance

àr-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ.

1943
Daveenn : TNKN p8

E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Daveenn : ATST p.68

Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Aogust, Pol hag Iwan en em lec'hias gwellañ ma c'helljont, mes ne oamp ket kichen-ouzh-kichen, ar pezh a reas dimp a-walc'h a galonad.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

« Allo ! allo ! ["Alo ! alo !"] a-walc’h a c’hevier ! En noz-mañ me a zo bet en ho kambr ha ne oa den ebet e-barzh ar gwele. »

1944
Daveenn : ATST p.70

Sur a-walc'h e oa bet debret gant ar c'hi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

"Marteze ‘walc’h, ma c’habiten."

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Brallañ a raent a gleiz, brallañ a raent a zehou ; ne oa ket an hent bras a-walc’h evito.

1944
Daveenn : ATST p.18

— « Herri ? » eme Lom,… « Marteze a-walc’h ! » — « N’eo ket marteze ; Herri an hini eo. »

1944
Daveenn : ATST p.14

Nec’het a-walc’h e choman va-unan.

1944
Daveenn : ATST p.8

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ma c'hoarvezfe ganti mont re bell... A-walc'h !... Vade retro, Satanas !..

1949
Daveenn : SIZH p.49

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Un teod ifern zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.

1960
Daveenn : PETO p32

Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.

1960
Daveenn : PETO p33

Ha setu ma ne welis e-pad ar pevar devezh-se nemet div vag war hon hent, div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h, war hent an distro da Gameled pe da Zouarnenez, graet ganto o zroiad e Maoretania...

1985
Daveenn : DGBD p15

Ret eo tuta en ur mod didrouz a-walc'h : arabat na vefe klevet komz deus ho raktres gant hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p86

Martez ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.

2015
Daveenn : DISENT p85

N'eo ket e vije unan brav, met tomm on outañ ha fellout a ra din a-walc'h mirout anezhañ, piv 'oar ?

2023
Daveenn : AVWAH p. 30

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial