Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. (dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll) Termen a dalvez da c'heriañ ar vastusted. Trawalc'h a labour zo d'ober evit ar mare. Prenet ec'h eus trawalc'h a levrioù. DHS. kalz, nebeut, re.(adv.) 2. (e-unan gant ur v.) A-walc'h. Trawalc'h e klemmont evel-se ! Trawalc'h eo dezhañ goulenn. Redek a ran trawalc'h war ar sizhun. Trawalc'h eo evit ur pennad. II. Rag. am. A-walc'h. Trawalc'h zo bremañ. Kemeret em eus trawalc'h. N'en devez ket trawalc'h morse. [1954] [...] met n’en devoa kavet nemet tri c’hant lur, ha c’hoazh evit ar bloaz kentañ nemetken, ha se ne oa ket trawalc’h da baeañ bevañs ha lojeiz en ur gêr vras, hag e tu-hont da se al levrioù ha meur a dra all. DHS. kalz, nebeut, re (adv.). & An tamm danvez-mañ zo trawalc'h anezhañ d'ober un doubier. & Tost da drawalc'h : a-walc'h, war-bouez nebeut. III. Estl. Ger a implijer evit merkañ eo arabat d'ub. mont pelloc'h ganti. Trawalc'h bremañ ! Trawalc'h, pa lavaran !

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

A-raok kuitaat an ti, Izabel a roe d’ar vugale pep a skudellad vat a soubenn al lard, trawalc’h evit mont betek kreistez, da Gatellig e roe da zenañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Pep hini en devoa bet truez eus stad ar peskaeter. Ur gest a zo bet graet er bourk ha war ar maez. An aotrou kont, an aotrou person, an aotrou kure o deus roet pep a damm mat a arc’hant : trawalc’h a zo bet dastumet evit ober ur vag nevez da Yann.

1925
Daveenn : BILZ2 p.149

Ac’hane betek ar gourlen, an daou baourkaezh archer o deus bet trawalc’h da ober evit dispegañ o zreid pounner diouzh an traezh lec’hidus, gleb ha gwak.

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

— Gant daou e vo trawalc’h ? a c’houlennas an aotrou. An itron a soublas he fenn : — Ya, ya.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

— Petra a livirin-me deoc’h ? Morgazhed ! morgazhed ! morgazhed ! Trawalc’h da lakaat un den fur da ziodiñ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.114

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan !

1929
Daveenn : SVBV p10

trawalc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

trawalc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez

tost da drawalc'h

1931
Daveenn : VALL pg (presqu')assez

E seizh gwellañ en devoa graet o klask un tammig arc’hant evidon, aet e oa davet meur a zen ha zoken da di tud a beadra [a-beadra], met n’en devoa kavet nemet tri c’hant lur, ha c’hoazh evit ar bloaz kentañ nemetken, ha se ne oa ket trawalc’h da baeañ bevañs ha lojeiz en ur gêr vras, hag e tu-hont da se al levrioù ha meur a dra all.

1954
Daveenn : VAZA p.72

Trawalc'h eo kement-se evit lakaat an traoù da vont war eilpenn.

1985
Daveenn : DGBD p184

Met trawalc'h sellout uheloc'h, ouzh ar gwaregoù mouleüret fonnus a gemer o azez war ar peulioù "gall"-se, evit merzout ur c'hemm raktres.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial