Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, an anevaled) Stad an den en deus bet trawalc'h da zebriñ. Bet en deus e walc'h a soubenn. N'hoc'h eus bet nemet hanter ho kwalc'h. Debriñ hag evañ gwalc'h e galon. 2. Dre skeud. Stad ub. bet e c'hoant pe en tu all d'ar pezh a c'hall gouzañv. Gouelañ e walc'h. C'hoarzhin gwalc'h e galon. Kaout arc'hant gwalc'h e galon. Kaout e walc'h a riv. [1924] [C]’hoarzhin a eure gwalc’h e galon o klevet Gargam o kontañ e neuñviadenn. & Trl. Bezañ war e walc'h : kaout a-walc'h da ober. & Ober e walc'h : ober kement ha ma c'haller. Warlene en em gavas en ur fall afer, a glaskas e walc'h en em ziluziañ anezhi. Graet en deus e walc'h a boan din. & Tr. adv. Ouzh gwalc'h : a-walc'h. HS. pegement.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

ma gwalc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ma) goualc'h

ho kwalc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tout vostre saoul (p.86)

gwalc'h

1732
Daveenn : GReg pg assez (suffisamment, rassasiement, saoul)

gwalc'h

1732
Daveenn : GReg pg gogaille (saoul)

droug a zo enni he gwalc'h, ken na fu

1732
Daveenn : GReg pg (elle est) fâchée (tout de bon)

gwalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg a-walc'h (satiété, suffisance), bastidigez, gwalc'h (satiété, réplétion d'aliments. Rassasiement, état d'une personne rassasiée), gwalc'ha, gwalc'huz, trugarez

kaout e walc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwalc'h (Se rassasier, apaiser sa faim).

he gwalc'h he deus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwalc'h (Elle est rassasiée).

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom

1867
Daveenn : MGK p23

gwelc'h va c'halon am eus leñvet

1909
Daveenn : BROU p. 247

e welc'h en deus bet

1909
Daveenn : BROU p. 247 (il a eu son content)

Ha, gant korn he davañjer, e sec’has e zaeroù : — Paourkaezh bugel ! Ur pokig dezhañ. Hag ar paotr : — O mamm Izabel ! Hag e ouele gwalc’h e galon.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

An aotrou kont, an deiz-se, a oa troet war e du mat : ul louarn en devoa lazhet en Koad-Tremedern, hag evit an aotrou, tapout ul louarn !… E louarn ! n’en dije ket bet roet anezhañ evit daou c’hant skoed… Troet eta war e du mat, c’hoarzhin a eure gwalc’h e galon o klevet Gargam o kontañ e neuñviadenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

Eus a Dremedern en devoa klevet brav-ral ar jolori, ha gwalc’h e galon en devoa c’hoarzhet, o klevet kanañ ar son nevez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

kaout e walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (s')assouvir

Me 'm boa plijadur ma gwalc'h e marc'had Kallag, rak ma mamm a brene din bepred madigoù ha c'hoarielloù.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Evit netra oc'h pedet. Grit ho kwalc'h ma kirit. Diwezatoc'h, c'hwi a rento en ur bediñ ho pederien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ar breur Arturo, avat, m'en doa bet e walc'h a vezh, n'oa ket bet disammet gantañ e goustiañs.

1949
Daveenn : SIZH p.61

Soñj em eus eus un dra hag a lakaas va zud da c'hoarzhin o gwalc'h.

1985
Daveenn : DGBD p171

'Michañs en devo hennezh e walc'h a blijadur oc'h adkavout Akilleüs o vrezhonegañ...

2016
Daveenn : ILIAS p. 4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial