ya
ya, ya sur
ya feal
feal ya
leal ya
ya da
Ha ! ma vije bet e-unan !… Ya, met n’oa ket e-unan.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
ya moarvat
ya da
e feiz ya !
e leal ya !
— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »
— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? » « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »
Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare : — « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »
— « Ya! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Un toull-bac'h ?... Naren, ur wech c'hoazh ! Ur c'hreñvlec'h, ya ! un dig divrall o wareziñ porzh ar Silvidigezh, ma ra o annez ar gristenien chañsus, bet dibabet gant Doue.
Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.
Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.
Ya, kounnar zo ennomp
"re bell int aet" evel ma lavar tud Plogo, ya, re bell war hent ar gwaskañ hag ar skeiñ.
"Ya, ya ", eme an noter. "M'eus aon ez an a-du ganeoc'h".
Dinerzhet e hañvalas bezañ an doktor en un taol. Stardañ a reas e vuzelloù, hag e reas 'ya' gant e benn.
Distagañ a ran ur "ya" kouskedik ha klevout mouezh Vlasopoulos.
Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.