Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. (db. an dud hag al loened) A ya reizh en-dro organoù e gorf, n'eo taget gant kleñved ebet. Ar re glañv hag ar re yac'h. & Yac'h-pesk, yac'h evel ur pesk, yac'h-beuz, yac'h evel ar beuz, yac'h-kloc'h : yac'h-tre. & Yac'h-klok : yac'h-tre. Yac'h ha dibistig, yac'h ha divac'hagn. & Trl. Yac'h out bepred ? : troienn saludiñ. & Bezañ yac'h e galon gant ub. : bezañ ilboued gantañ. B. Dre ast. 1. (db. an dud) Kreñv, nerzhus. Paotred yac'h ha bagol. DHS. gren, pare (ag.), salv. 2. (db, ar spered) A ya reizh en-dro : hemañ n'eo ket yac'h e spered. 3. (db. ar plant, ar frouezh, al legumaj) N'eo tapet gant kleñved ebet, n'eo na breinet na gwallaozet. An aval-mañ zo yac'h da welet. 4. (db. ar boued) Yac'hus. Ur banne sistr yac'h. An holen a zalc'h yac'h ar boued. C. Dre skeud. 1. (db. an amzer) Brav, hinon. An amzer n'eo ket bet yac'h c'hoazh. 2. (db. ar yezhoù) Reizh, difazi. Brezhoneg yac'h a zeu gantañ. DHS. flour. 3. (db. ar soñjoù, ar fedoù kevredigezhel) A seller outañ evel reizh ha mat, hervez ar vuhezegezh voas. Lavaret a ra e klask reiñ d'ar vugale diduell yac'h. Mennozhioù a bep seurt, mat ha fall, yac'h ha kontammus. 4. (db. ar fiñvoù, an taolioù hag ar c'hriadennoù) Reut ha splann. Tapout a reas ar paotrig ur flac'had yac'h. Leuskel un douadenn yac'h. 5. (db. an traoù) Kalet. Un tamm koad yac'h eo. Ma mamm he deus ur vazh da veskañ amanenn, hag unan yac'h eo. 6. Dre ast., PEMDEZ Ur banne yac'h : ur werennad leun-mat. HS. sonn. II. Adv. 1. En un doare a glot brav, a zere. Kordañ a ra ken yac'h an div vouezh an eil gant eben. 2. A-zevri. Ar c'hentroù a vroudas yac'h kostezennoù al loen. Stardet yac'h eo starderez ar c'harr.

Exemples historiques : 
48
Masquer la liste des exemples

yac'h, yac'h aotrou Hilaer

1180
Référence : ABER Niv. 69, p302

yac'h

1499
Référence : LVBCA p204 (sain)

yac'h

1499
Référence : LVBCA p204 ('sain')

rentañ yac'h

1659
Référence : LDJM.1 pg guarir

seul vui a gaol a zebro, seul gent e vezo yac'h

1659
Référence : LDJM.1 pg tant (plus qu'il mangera des choux, de tant plustost sera-il gueri)

yac'h

1659
Référence : LDJM.1 pg sain

yac'hoc'h

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

yac'hañ

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

alanoù yac'h

1732
Référence : GReg pg haleine (Des haleines douces.)

lavaret a reer penaos ned eo ket yac'h a skevent an dorted

1732
Référence : GReg pg bossu (on prétend que les bossus ont le poumon mauvais)

yac'h

1732
Référence : GReg pg je me porte bien, à votre service, dispos (agile, qui se porte bien), gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

rentet yac'h ur re bennak

1732
Référence : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un, pp.)

yac'h eo

1732
Référence : GReg pg (il est en bonne) disposition (il se porte bien)

rentañ yac'h ur re bennak

1732
Référence : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un)

aer yac'h

1732
Référence : GReg pg air

yac'hañ

1732
Référence : GReg pg gaillard (Gaillard, -e, alégre, dispos, sain.)

Yac'h a vezo a-benn nebeut amzer.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

lavaret a reer penaos ned eo ket yac'h a skevent ar boseien

1732
Référence : GReg pg bossu (on prétend que les bossus ont le poumon mauvais)

Gouzout a rit-hu hag hi a zo yac'h bremañ ?

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Savez-vous si elle se porte bien à présent ? »

Ho preur a zo yac'h, hag ho c'hoar ivez.

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « Votre frère est bien portant, et votre soeur aussi ».

Pell on bet klañv, bremañ on yac’h.

1850
Référence : GON.II p.89, livre second, « J’ai été longtemps malade, à présent je suis bien portant ».

Ho pugale a zo klañv, va re a zo yac’h.

1850
Référence : GON.II p.67

yac'h

1850
Référence : GON.II pg iac'h, iac'hauz, iéc'hed, maô, séder

yac'h a-walc'h eo bremañ

1850
Référence : GON.II pg iac'h

n'eo ket yac'h ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg iac'h

Ma vijes bet atav e ti ur miliner, e vijes, eveldon, bremañ yac'h ha seder.

1867
Référence : MGK p6

— « Ne ve yac'h va spered, / Ma lezfen tud ken diot da zont da'm darempred. »

1867
Référence : MGK p56

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Salv ha yac’h e voent digaset gant o friedoù en-dro d’o logelloù, da vriata eno, e-kreiz barroù o levenez, o daou vugelig o doa lezet er gêr hag a leñve d’o mammoù.

1923
Référence : SKET p.133

Ouzhit e stouan, o Heol, diwaller ar bed ; en deiz-mañ hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadiñ henozh, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet (6).

1924
Référence : SKET.II p.26

— Mat a-walc’h, aotrou person, p’eo gwir hon deus un tammig bara da zibriñ, a-wechoù un tamm pesked, hag e c’hellit va c’hrediñ, ral e vez war an daol kig gedon an aotrou… N’omp ket figus, hag ar vugale, pa vezont yac’h…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Mat e ve kemenn da Gamula emañ he mab yac’h ha salv etre daouarn tud vat. — Hag e ve ! eme an doue.

1924
Référence : SKET.II p.12

A-benn un nebeud devezhioù, ho merc’h, itron, a vo yac’h-pesk.

1925
Référence : BILZ2 p.120

en aer yac'h

1931
Référence : VALL pg (au grand) air

yac'h e galon

1931
Référence : VALL pg (qui a de l')appétit

yac'h

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

bezañ yac'h

1931
Référence : VALL pg aller (se porter bien)

evit dezhañ bezañ yac'h

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

Rak, kerkent graet an testamant, ar voereb a yelo davet he zadoù kozh er bed all, gant div pe deir nozvezh satanazet ; mes ret eo kaout ur galon yac’h, tanfoeltr ! » — « Yac’h eo va c’halon, Job. »

1944
Référence : ATST p.94

Muioc'h e tennent d'an tresoù kozh emeur kustum da bentañ Bretoned ganto ; o brezhoneg avat, ne gaven ket anezhañ ken eeun, ken plaen, ken heson, ha hini kanton Kallag, a zo, gouez din, unan eus ar re yac'hañ a gomzer e Breizh-Izel.

1944
Référence : EURW.1 p75

Un dilenn paotred dilu, yac’h a spered hag a gorf.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Pe marteze, n’en doa ket komprenet e oa boued e lec’h all, evel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ ?

1944
Référence : ATST p.63

Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.

1944
Référence : EURW.1 p46

Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.

1949
Référence : SIZH p.52

Ha ne voe ket ret dezhañ kennebeut mont, ha yac'h-mat eo chomet goude, keit ha m'eo bet o vevañ er vro-hont da nebeutañ.

1985
Référence : DGBD p80

Ha goude kreisteiz e voe lezet hor c'hlañvour da vont d'ar gêr, yac'h-pesk hep mar, gant e vuredadig bouloùigoù "Yatren" hag an div bikadenn emetin en e zivorzhed (evit ma rafe al louzoù-mañ ur vad bennak e konter e rank bezañ graet dek pe daouzek pikadenn d'an nebeutañ !).

1985
Référence : DGBD p79

Talvoudus e c'hall bezañ ivez evit prouiñ ez oc'h yac'h ha dibistig, ma soñj deoc'h e c'hallfec'h bezañ gwallgaset gant ar boliserien pa vefet dalc'het dindan evezh.

2015
Référence : DISENT p169

Note d'étude

Frazenn an XIIvet kantved tennet eus Burzhudoù sant Hilaer a zo enni un "h" anetimologel hag a ziskouez un distagadur kent /iax/ ha n'eo ket /jax/ gouez da Herve ar Bihan. Ouzhpenn-se, e-lec'h ur c eo un t a oa skrivet en dornskrid diwar gammskrivañ. Alies e tegouezhe kement-se er Grennamzer en abeg d'ar stumm peusheñvel an div lizherenn er skritur gotek [Aber, niv. 69, p302].

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux