Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. H.g. Stad padus ma'z a reizh en-dro holl organoù ar c'horf. Bezañ en e yec'hed, war e yec'hed. Da fall ez a e yec'hed. Distreiñ e yec'hed, dont ar yec'hed d'ub. [1954] Soñj am eus koulskoude e oa liv ar yec'hed warnañ ; gant e vlev hir hag e varv gwenn-kenañ tennañ a rae da Sant Per [...]. & Trl. pemdez Hag ar yec'hed ? : troienn a reer ganti evit saludiñ. & Evañ da yec'hed ub., ober yec'hed d'ub. : evañ en ur hetiñ dezhañ chom yac'h, kaout chañs, h.a. Diskenn dimp pep a vanne, Pêr, hag un all dit d'ober yec'hed dimp ! & Yec'hed ar spered : stad kompez ar bred. & Bezañ e-kreiz e yec'hed : e barr e vrud. En em lazhañ e-kreiz e yec'hed. 2. Estl. YEC'HED (MAT), YEC'HEDOÙ : ger(ioù) a zistager pa ever banneoù a-gevret gant ub., da hetiñ dezhañ. chom yac'h pe gaout chañs. Yec'hed deoc'h ! emezañ. 2. Tr. estl. YEC'HED DIGANT DOUE : troienn a reer ganti pa vez ub. o streviañ. II. Impl. da anv unan. 1. Plijadur vras. Ur yec'hed e oa klevet ar paotr-se o vrezhonegañ. 2. Sevel ur yec'hed : evañ en enor, da yec'hed ub. Meur a yec'hed a savjont.

Exemples historiques : 
50
Masquer la liste des exemples

yec'hed

1499
Référence : LVBCA p204 (sante)

M. Piv en deus-i [sakramantoù an iliz] bet instituet ? D. Jezuz Krist, hor Salver benniget. M. Pe evit tra ? D. Evit ar yec'hed hag ar satisfaksion eus hon eneoù, hag evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1622
Référence : Do. p38

D. Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed an c'horf, mar bez an gwellañ hag an muiañ ekspediant evidomp, ma hon bez eñ. Hag abalamour da se, pan em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'an Sakramant-mañ.

1622
Référence : Do. p46

yec'hed

1659
Référence : LDJM.1 pg santé

M. Piv en deus i [sakramantoù an Iliz] instituet ? D. Hon Salver Jezuz-Krist. M. Pe evit tra ? D. Evit yec'hed ha sanktifikasion hon eneoù, evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion, ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1677
Référence : Do. p39

M. Ha da petra ouzhpenn ? D. Servijañ a ra deomp davañtaj evit recev yec'hed ar c'horf, mar be ar gwellañ hag ar muiañ ekspediant evidomp, ha rak-se pa en em santomp klañv bras, eo ret kaout rekourz d'ar sakramant-mañ.

1677
Référence : Do. p47

rentet ar yec'hed da ur re bennak

1732
Référence : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un, pp.)

monet da ruflañ e aer natur evit gallout kaout e yec'hed

1732
Référence : GReg pg air

evañ da yec'hed Pêr

1732
Référence : GReg pg boire (à la santé de Pierre)

hon Salver a rentas yec'hed da verc'h ar c'handener

1732
Référence : GReg pg (J.C. guerit la fille du) Centenier

distro e yec'hed

1732
Référence : GReg pg convalescence (retour en santé)

neb a zistro e yec'hed

1732
Référence : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

Kavout a ray e yec'hed hepdale.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

Kavout a raio e yec'hed hepdale.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

E yec'hed en devezo a-benn nebeut.

1732
Référence : GReg pg guérir (Il guérira dans peu.)

kavet e yec'hed

1732
Référence : GReg pg guérir (Guérir, recouvrer sa santé, pp.)

rentañ ar yec'hed da ur re bennak

1732
Référence : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un)

kavout e yec'hed

1732
Référence : GReg pg guérir (Guérir, recouvrer sa santé.)

an distro eus ar yec'hed, eus ar gweled

1850
Référence : GON.II.HV pg distrô (Le recouvrement de la santé, de la vue).

Evañ a ran d'ho yec'hed.

1850
Référence : GON.II pg iéc'hed (je bois à votre santé).

Kalz yec'hedoù a zo bet evet eno.

1850
Référence : GON.II pg iéc'hed (on a bu là bien des santés).

ret eo arboellañ e yec'hed

1850
Référence : GON.II pg arboella

Neb a espern e sec'hed, a espern e yec'hed.

1850
Référence : GON.II pg espernout (celui qui ménage sa soif épargne sa santé) + p.77, (Quiconque ménage sa soif, ménage sa santé).

D'ho yec'hed ec'h evan.

1850
Référence : GON.II pg éva (je bois à votre santé).

Ar gaeder a zo mat evit ar yec'hed.

1850
Référence : GON.II pg gaéder (la gaîté est bonne pour la santé).

yec'hed

1850
Référence : GON.II pg iac'h, iac'haat, iéc'hed (santé, état de celui qui se porte bien. il se dit aussi en parlant des témoignages d'amitié qu'on se donne en buvant ensemble), maôder

yec'hedoù

1850
Référence : GON.II pg iéc'hed (santé, état de celui qui se porte bien. il se dit aussi en parlant des témoignages d'amitié qu'on se donne en buvant ensemble. Pl.)

Kollet he deus he yec'hed.

1850
Référence : GON.II pg iéc'hed (elle a perdu la santé).

Gwell eo ganti, p'he deus danvez, / P'he deus yec'hed, gwell ebatal, / Reiñ he bugale d'ar re all, / Reiñ he mab, he merc'h da vagañ.

1867
Référence : MGK p137

Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouzhpenn ma vag an den, [a] zegas dezhañ yec'hed Nerzh da herzel bemdez ouzh poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atav d'al labourer Evit d'an didalvez.

1867
Référence : MGK p31

— Yec’hed dit, Kivoron, eme ar c’habiten en ur drinkañ. — Yec’hed da Ester ivez, eme ar serjant, ha nerzh dezhi da skeiñ start war choug he fried, ma ne bak pesk ebet dezhi.

1877
Référence : EKG.I. p.221

hiroc'h e tal[v] yec'hed negit danvez

1909
Référence : BROU p. 252 (plus vaut santé que richesse)

Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !

1923
Référence : SKET p.25

Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.

1923
Référence : SKET p.49

— Alo ! kenavezo ar c’hentañ, Izabel. Yec’hed mat deoc’h ha d’ho pugale ! — Deoc’h ivez, aotrou person.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ouzh an holl loened-se en doa Vindosêtlos da sellout ; eñ eo o maese ha kred ez oa evit o stad-vat hag o yec’hed (2).

1924
Référence : SKET.II p.23

kred (bezañ) evit stad vat ha yec’hed u.b.

1924
Référence : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Répondre du bon état et de la santé de quelqu’un".

Daou vloaz, mamm Izabel !… A-benn an distro, Mad[a]len a vo plac’h yaouank. Ha Yannig ?… Ha Katellig ?… Ha c’hwi. mamm ?… Doue d’ho kendelc’her en yec’hed !

1925
Référence : BILZ2 p.182

ur yec'hed eo gwelout, klevout

1931
Référence : VALL pg (c'est un) bonheur (de voir, d'entendre; familier)

Kent dispartiañ, ar Gendalc'herien o doa da zibab ur Pennrener e-lec'h an aotrou Kerviler, a zileze abalamour d'e yec'hed.

1944
Référence : EURW.1 p.207

— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »

1944
Référence : EURW.1 p77

Dremmoù an holl baotred yaouank a oa liv yec'hed warno.

1944
Référence : EURW.1 p51

« Da c’hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c’heloù trist-se, evomp ur chopinad, ha yec’hed d’ar re vev ! »

1944
Référence : ATST p.16

— « Yec’hed deoc’h ho[-]taou ! » emezañ. Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn. — « Sistr mat eo, marichal ? » — « N’eo ket fall, Job. »

1944
Référence : ATST p.123

Soñj am eus koulskoude e oa liv ar yec'hed warnañ ; gant e vlev hir hag e varv gwenn[-]kenañ tennañ a rae da Sant Per, met d'ur sant Per a gavfe mat e voued, rak paotr e gof a oa ivez, diouzh klevout va zad.

1954
Référence : VAZA p.21

Eus Paotred Hirvragoù maez-kêr / Hor bo soñj atav, ma zud kaer, / Ha, da seurt kañfarted, / Evomp gwin d'o yec'hed.

1960
Référence : PETO p45

D'ho mestr omp deuet da hetañ, / Evel mignoned a-viskoazh / Demat, eürusted ha yec'hed / Ha d'e saludiñ, hervez boaz.

1960
Référence : PETO p66

Emichañs ez eus bet kalz gwellaenn e-keñver ar yec'hed, ha kalz muioc'h a vugale a c'hellfe bezañ bet ganet ha savet.

1985
Référence : DGBD p188

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Référence : DISENT p9

Gallout a ra Yann Stourmer dibab riskloù bras evitañ avat, pa vefe war tachenn e labour, e zarempredoù gant tud all, e yec’hed pe e surentez zoken.

2015
Référence : DISENT p65

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux