Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. (dirak un ak., ur ger impl. da ak.) Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ udb. rannet etre div lodenn gevatal, kreiz udb. Hanter-kant : an hanter eus kant. Hanternoz : eur a lakaer da hanter an noz, da greiz an noz. 2. [1499, 1732, 1931] Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ unan eus an div rann gevatal a ya d'ober un hollad. [1732] Un hantereur. Un hantervoul. 3. Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ udb. zo dezhañ perzhioù heñvel a-walc'h ouzh re udb. all. Un hantergensonenn. Un hantervogalenn. Evezh. : (a) pouezmouezhiet e vez ar c'henstrolladoù zo savet diwar hanter- hag ur ger unsillabennek war ar ger unsilabennek-se pa vezont savet diwar hanter ag., adv. ha rag. am., ha war silabenn ziwezhañ hanter- pa vezont savet diwar hanter ak. ; (b) kemm. blot. e deroù an elfenn a lakaer goude hanter.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

hanter gousket

1732
Référence : GReg pg (demi) endormi

hanter lazhet

1732
Référence : GReg pg (à) demi (-tué)

hanter vev

1732
Référence : GReg pg demi (vif)

hanter-goullo

1732
Référence : GReg pg (à) demi (-vuide)

hep na respet, nag hanter respet

1732
Référence : GReg pg (sans respect, ni) demi

hanter-noazh

1732
Référence : GReg pg demi (-nud)

hanter diwisk

1732
Référence : GReg pg demi (-nud)

hanter-leun

1732
Référence : GReg pg (a) demi (plein)

hantervoul

1850
Référence : GON.II.HV pg hañter (-voul)

hantervoul ar bed

1850
Référence : GON.II.HV pg hañter (-voul)

Her gwelet a rejont hanterveuzet, aet gant an dour ha chomet stag ouc’h ur skourr haleg a yae betek kreiz ar ganol.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Poanius oa an traoù-mañ evit an dud a-dro-war-dro, evit gwir ; mes daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanterflastrañ, mar kar, evit hon distreiñ outañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.36

Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho

1923
Référence : SKET p.32

Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.

1923
Référence : SKET p.101

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Référence : SKET p.103

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Référence : SKET p.115

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Référence : SKET p.117

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.

1924
Référence : SKET.II p.55

Deut on a-zioc’h d’ur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hantergoad hanterbrad.

1924
Référence : SKET.II p.66

Ar marc’heg ! hanter-rivinet a gorf hag a ene, pinvidik c’hoazh evelkent… Ur marc’heg !…

1925
Référence : BILZ2 p.154

Dirak he Erwanig, dirak sklaerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalveze daoulagad hantervarv ar marc’heg ?

1925
Référence : BILZ2 p.153

hantervoul

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIV

hanter-

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIV

Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

1944
Référence : ATST p.44-45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux