1. (dirak un ak., ur ger impl. da ak.)
Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ udb. rannet etre div lodenn gevatal, kreiz udb.
Hanter-kant : an hanter eus kant. Hanternoz : eur a lakaer da hanter an noz, da greiz an noz.
2. [1499, 1732, 1931] Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ unan eus an div rann gevatal a ya d'ober un hollad.
[1732] Un hantereur. Un hantervoul.
3. Hanter, anezhañ elfenn gentañ ur c'henstrollad a dalvez da aroueziñ udb. zo dezhañ perzhioù heñvel a-walc'h ouzh re udb. all.
Un hantergensonenn. Un hantervogalenn.
Evezh. : (a) pouezmouezhiet e vez ar c'henstrolladoù zo savet diwar hanter- hag ur ger unsillabennek war ar ger unsilabennek-se pa vezont savet diwar hanter ag., adv. ha rag. am., ha war silabenn ziwezhañ hanter- pa vezont savet diwar hanter ak. ; (b) kemm. blot. e deroù an elfenn a lakaer goude hanter.
Daveenn :
GON.II.HV
pg hañter-voul (hémisphère, moitié d'une sphère).
hantervoul ar bed
hañter-voul ar béd
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg hañter-voul (la moitié du globe terrestre).
Poanius 'oa an traoù-mañ evit an dud a-dro-war-dro, evit gwir ; mes daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanterflastrañ, mar kar, evit hon distreiñ outañ ?
Poaniuz oa an traou-man evit an dud a dro-var-dro, evit guir ; mez daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanter-flastra, mar kar, evit hon distrei outhan ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.36
D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.
D’an diwez, Kadra ha Daga, diwar eun damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rag anoazi an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-eva, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’houez-vat anezan dre al logell.
1923
Daveenn :
SKET
p.103
Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanter-noaz ha ma krenent gand ar riou er goanv ; n’oa d’ezo, ouspenn, ar c’hregin-mor nemed eur bevans treut ha difounn, hag he devoa alïes plac’h he gouriz arem hag he gourgleze poan vras o tana, gand eur maen-kailhastr hag eun dournad bezin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar penseadou.
1923
Daveenn :
SKET
p.115
Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho
Ker pouezek eo an trec’h-ze ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihana brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, eun hanter-benn c’hoaz uheloc’h eget ar brasa eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourennadeg war ar c’hrenva anezo
1923
Daveenn :
SKET
p.32
Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.
Mibien Vanos, ha d’ezo hanter-gredi kement a zezrevelle an tri breur, a voe trôet madik a-walc’h o spered d’ezo diwar an emweladenn genta-ze.
1923
Daveenn :
SKET
p.101
E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.
E toull an aber e voe taget o listri gand eur barrad-amzer, hag int bet hanter-aozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.
Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezi da drouc’ha eur vlevenn war zour ha da denna gwad d’an avel, e kouezas neuze hanter-glopennou, hanter-bennou, brec’hiou ha garrou distaget ha korfou faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.55
Deut on a-zioc’h d’ur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hantergoad hanterbrad.
Deut oun a-zioc’h d’eur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hanter-goad hanter-brad.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.66
Dirak he Erwanig, dirak sklaerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalveze daoulagad hantervarv ar marc’heg ?
Dirak he Erwanig, dirak sklerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalvee daoulagad hanter-varo ar marc’heg ?
1925
Daveenn :
BILZ2
p.153
Ar marc’heg ! hanter-rivinet a gorf hag a ene, pinvidik c’hoazh evelkent… Ur marc’heg !…
Ar marc’heg ! hanter rivinet a gorf hag a ene, pinvidik c’hoaz evelkent… Eur marc’heg !…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.154
hantervoul
hanter-voull
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXIV
hanter-
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXIV (demi-, semi-, hémi-)