Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. Unan eus an div rann gevatal a ya d'ober un hollad. Eno edo an hanter eus al labourerezed. Lakaet e oa bet hanterioù ejen stag ouzh an treustoù. & Un hanter hini, un hanter unan : unan eus an div rann gevatal a ya d'ober an dra-mañ-tra. & (db. an traoù) Bezañ e daou hanter : bezañ div rann gevatal ouzh e ober. & Trl. Na gaout an hanter eus netra : na gaout netra koulz lavaret. B. Dre ast. 1. Lodenn eus udb. zo mui pe vui kevatal d'ar peurrest eus an dra-se. Graet en deus un hanter mat eus e labour. N'eo ket un hanter hini, un hanter unan : n'eo ket dister, ur pezh hini eo. An hanter brasañ eus an dud : an darn vrasañ anezho. 2. (dirak an adv. re, dirak un ag., un adv. en e zerez uheloc'h) [1931] Kalz. Un hanter re. Un hanter verroc'h. Un hanter nebeutoc'h. Kaout an hanter muioc'h a oad eget ub. all. [1878] Mat, bremañ pa vezimp div o nezañ, ez ay an hanter buanoc’h al labour en-dro. [1944] « Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. » 3. (en amzer pe en egor) Kreiz (udb.) Aet e oant betek an hanter eus an hent, betek hanter ar grec'henn. Mont en dour betek hanter e c'har, betek hanter e gorf, betek e hanter. Aet eo ar batatezenn fall betek he hanter. • (en amzer) Da hanter miz Mae, da hanter Vae : e-kreiz miz Mae. War-dro hanter miz Gwengolo, war-dro hanter Wengolo. [1925] Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. & Trl. Troc'hañ udb. dre an hanter, dre e hanter : evit ober div lodenn gevatal anezhañ. II. H.g. A. 1. Pezh a ya d'ober unan eus an div rann gevatal a c'hoarvez un hollad enno. Labourat hanter amzer, war hanter amzer. 2. Trl. (db. an dud) Na gaout hanter eus udb. : na gaout an hanter eus ar pezh zo ezhomm, na gaout tra-walc'h evit bastañ d'un ezhomm bnk. & Trl. (db. an traoù) Na vezañ a-walc'h na hanter eus udb. : bezañ kalz re nebeut anezhañ. & Trl. (db. al liñvennoù) Mont da hanter : koazhañ betek ma ne van nemet an hanter eus ar c'hementad a oa da gentañ. & Trl. (db. an dud) [1985] Mont war hanter gant ub. : rannañ gantañ en un doare kevatal, ar berc'henniezh, an atebegezh, an dispignoù, ar gounidoù, h.a. a denn d'un obererezh bnk. [1985] Koazhet eo niver an dreizhidi war an hanter. & (db. an traoù) Bezañ war hanter : bezañ rannet e div lodenn gevatal. Bez' ez eus teir farrez e oa enno war hanter brezhoneg ha galleg. & Tr. adv. Hanter amzer : a-hed an amzer eus ar pad a denn d'un implij amzer bnk. Hanter amzer e vezont er gêr bremañ. & Tr. adv. [1931] Hanter hent : keit ha keit diouzh an daou benn eus un hent bnk. Chom a-sav hanter hent. Chom en hanter hent. [1955] Marteze a-walc’h rak diaes eo dislavarout an neb a zeu eus pell, hogen er mare ma komzan dioutañ tamm ebet ne veze un ebat treuziñ ar seurt bro divuzul, rak ne oan ket c’hoazh hanter hent, na tost da se. & Hanter-ouzh-hanter, hanter evit hanter : kement-ha-kement. Lakaat dour ha gwin hanter-ouzh-hanter. & Gounit hanter-ouzh-hanter : kaout kant dre gant a c'hounid. B. [1732] Kreiz udb. Bezañ en hanter oad : e-kreiz e oad. Da hanter vintin : e-kreiz ar mintinvezh. Hanter vare a vez teir eur goude an distro. C. Trl. Ober, lavaret udb. diwar hanter : hep mont betek penn gant ar pezh a reer, a lavarer. & Ober udb. a hanter, n'ober udb. nemet a hanter : chom hep e seveniñ penn-da-benn. & N'eo ket laer a hanter : laer eo da vat. Evezh. : Kemm. blot. e deroù an anvioù-kadarn a lakaer goude hanter.

Skouerioù istorel : 
65
Kuzhat roll ar skouerioù

hanter

1499
Daveenn : LVBCA p95 (moitie)

war gevrenn hanter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a) moitié

hanter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demy, moitié, anter

hanter oc'h hanter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg moitié (par motié)

hanter c'hoarezed

1732
Daveenn : GReg pg belle (-soeur, fille d'un autre lit)

un hanter boezellad

1732
Daveenn : GReg pg (un demi) boisseau (plein)

hanter-c'hant den a oa lazhet dezhañ war e vourzh

1732
Daveenn : GReg pg (on lui tua 50 hommes sur son) bord

hanter palevarzh avel

1732
Daveenn : GReg pg boussole

hanter gorf e skulterezh

1732
Daveenn : GReg pg buste (figure d'une personne en plein relief, qui ne represente que la tête, les épaules, & la poitrine)

hanter den

1732
Daveenn : GReg pg buste (figure d'une personne en plein relief, qui ne represente que la tête, les épaules, & la poitrine)

hanter den hag hanter varc'h

1732
Daveenn : GReg pg centaure, demi (-homme et demi-cheval. Centaure)

troc'hañ, skejañ, e daou hanter

1732
Daveenn : GReg pg coupper (en deux)

hanter

1732
Daveenn : GReg pg demi (chaque moitié de deux parties égales)

hanter

1732
Daveenn : GReg pg demi (chaque moitié de deux parties égales)

un hanter livr

1732
Daveenn : GReg pg demi (livre)

un hanter lev

1732
Daveenn : GReg pg demi (-lieuë)

hanter zebret

1732
Daveenn : GReg pg (a) demi (-mangé)

hanter varv

1732
Daveenn : GReg pg (à) demi (-mort)

hanter-varv

1732
Daveenn : GReg pg (à) demi (-mort), eperdu (uë)

hanter-oñs butun

1732
Daveenn : GReg pg demi (-once de tabac)

hanterioù

1732
Daveenn : GReg pg demi (-pied)

hanter-troadad hed

1732
Daveenn : GReg pg demi (-pied)

lakiñ e daou hanter

1732
Daveenn : GReg pg (mettre en) deux (diviser par la moitié)

daou hanter

1732
Daveenn : GReg pg deux (demi)

daou ha hanter

1732
Daveenn : GReg pg deux (& demi)

div ha hanter

1732
Daveenn : GReg pg deux (demi)

an hanter eus a voul ar bed

1732
Daveenn : GReg pg hemisphere (la moitié du globe)

Tremenet hon eus an hanter eus ar goañv.

1850
Daveenn : GON.II p.59 (Nous avons passé la moitié de l'hiver).

Roit din an hanter eus a un dorzh vara.

1850
Daveenn : GON.II p.60

hanter

1850
Daveenn : GON.II pg añter, hañter (moitié, partie d'un tout divisé en deux portions égales).

An hanter eus e amzer a goll o vargediñ.

1850
Daveenn : GON.II pg bargédi (Il perd la moitié de son temps à badauder).

An hanter a vezo evidoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg hañter, añter (La moitié sera pour vous).

hanter livr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hañter-liour, pg hañter-livr (marc, poids qui contient huit onces. demi-livre).

hanter livr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hañter-liour, pg hañter-livr (marc, poids qui contient huit onces. demi-livre).

hanter tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg hanter-tiégez (époux et épouse. c'est le nom gracieux que se donne mutuellement le mari et la femme).

hon hanter eus a voull ar bed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hañter-voul (notre hémisphère).

hanter vuñsadoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hañter-vuñsad (feuillette, la contenance d'un demi-muid. Pl.)

hanter

1850
Daveenn : GON.II pg añter, hañter (moitié, partie d'un tout divisé en deux portions égales).

E-touez bugale 'n dud[,] an hanter, pe war-dro, / Da gannañ 'n hanter-all[,] treujoù keuneud a ro ; / En-dro dezho [ez] euz stignet droug.

1867
Daveenn : MGK p107

Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

1867
Daveenn : MGK p51

Piv a zo aze ? Respontit dioc’htu, pe me a laosk va c’hi warnoc’h, hag a faout deoc’h ho penn, dre an hanter, evel un irvinenn, gant va zaol bouc’hal.

1877
Daveenn : EKG.I. p.139

Pa weljont ar manac’h, gant e zilhad manac’h, o tigouezhout en ti e chomjont mantret, o loaiad yod en hanter an hent eus ar pod d’o ginou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.44

Filip a valeas a-hed ar skourr, a blege gantañ ken na edo e-unan en dour betek e hanter ; astenn a reas e zorn evit distagañ ar soudard dioc’h ar skourr m’oa speget outañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.305

Evel a lavaras ar c’horonal a c’hoarvezas : pevar-c’hant soudard a chomas e Plougerne da ziwall ar person "intru", ha bemdez, d’o gwelet ha da c’houzout penaos ez ae an traoù, e teue eus a Lesneven ur c’hant pe ur c’hant hanter all hag a ranked da vevañ ivez kerkoulz hag ar re a chome er bourk.

1877
Daveenn : EKG.I. p.236

Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.

1878
Daveenn : EKG.II p.88-89

Mat, bremañ pa vezimp div o nezañ, ez ay an hanter buanoc’h al labour en-dro.

1878
Daveenn : EKG.II p.231

An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.291

Un hanter devezh-arat frank a zo deus an dachenn, ha taer [teir] c'harrad teil-ker a zo ezhomm d'an nebeutañ evit digas an treo ken dru[z]-mañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

D'an deirvet gwech an dilennadur a vefe embannet gant an hanter hag unan eus ar mouezhiou.

1909
Daveenn : REZI p. 8

hanter zro, hanter tro

1909
Daveenn : BROU p. 250 (demi-tour)

Ret eo d'ar geder Awenez kaout a-du gantañ mouezhioù an hanter hag unan eus ar Varzhed bedet, a-benn bezañ digemeret Awenez.

1909
Daveenn : REZI p. 13

Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izelañ pa zigouezhas Vindosetlos en ur rannvor a oa goloet, keit ha m’helle ar sell en em astenn, gant loened-chatal Liros.

1924
Daveenn : SKET.II p.39-40

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezhi da droc’hañ ur vlevenn war zour ha da dennañ gwad d’an avel, e kouezhas neuze hanterglopennoù, hanterbennoù, brec’hioù ha garoù distaget ha korfoù faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

hanter hent

1931
Daveenn : VALL pg admissible

kaout an hanter muioc'h a oad eget

1931
Daveenn : VALL pg (être la moitié plus) agé (que)

« Penaos, Lom ? Abalamour ma ’m eus labouret un hanter muioc’h egedoc’h. »

1944
Daveenn : ATST p.121

Ne oa nemet brezhoneg holl ganimp kanfarded vihan, hag ar paourkaezh Aotrou Bouder a golle kalon o welout na ziske netra an hanter eus e vugaligoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.

1944
Daveenn : ATST p.9-10

N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe dezhañ amprestañ un hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Marteze a-walc’h rak diaes eo dislavarout an neb a zeu eus pell, hogen er mare ma komzan dioutañ tamm ebet ne veze un ebad [ebat] treuziñ ar seurt bro divuzul, rak ne oan ket c’hoazh hanter hent, na tost da se.

1955
Daveenn : VBRU p.40

Arabat bezañ souezhet eta e veze ivez ar paeoù un hanter uheloc'h du-hont.

1985
Daveenn : DGBD p43

Dakar aet e-biou ez eo koazhet niver an dreizhidi war an hanter.

1985
Daveenn : DGBD p16

Hini [iliz-veur] Chartres da skouer, anezhi ur savadur ouzhpenn un hanter brasoc'h eget Sant-Kaourantin, a voe kaset da bennvat, evit ar brasoberioù, e-korf un tregont vloaz.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p.6

Delc'her a ra e-unan e felle dezhañ kaout arc'hant evit gwalc'hañ e voemenn a zastumer met ne oa nemet an hanter eus ar wirionez.

2015
Daveenn : EHPEA p57

Ofis publik ar brezhoneg