Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Lodennañ etre daou damm peuzheñvel. Daouhanteret e voe madoù dister etrezo. & Ent krenn Daouhanteriñ gant ub. : rannañ gantañ. Ne vi ket da-unan er boan ! me a zaouhantero ganit. DHS. rannañ. 2. Ober daou damm (eus udb.). Daouhanteret e oa bet he fenn gant un taol houarn marc'h. 3. Troc'hañ (udb.) penn-da-benn ken e vo daou damm anezhañ. Daouhanteriñ un dorzh vara. B. Dre skeud. 1. Na zaouhanteriñ ur ger : na zistagañ ur ger. Chom hep daouhanteriñ ur ger. Ne zaouhanteras ket ur ger. HS. faoutañ, rannañ, tintal. 2. (db. ar galon) Lakaat glac'haret. Ar soñjoù-se a zaouhantere e galon. HS. rannañ. II. V.g. 1. Mont d'ober div lodenn. Ar reier a zaouhanteras. Pallenn an Templ a zaouhanteras. 2. Dre skeud. (db. ar c'halonoù) Rannañ. Kalon ar bugul a zaouhantere ouzh huanadoù an deñved.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

daouhanterañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mipartir, daouantera

daouhanteriñ

1732
Daveenn : GReg pg coupper (en deux)

daouhanteret

1732
Daveenn : GReg pg coupper (en deux), diviser (en deux parties égales)

daouhanteriñ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre en) deux (diviser par la moitié)

daouhanteret

1732
Daveenn : GReg pg (mettre en) deux (diviser par la moitié)

daouhanteriñ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre en) deux (diviser par la moitié)

daouhanterañ just

1732
Daveenn : GReg pg diviser (en deux parties égales)

daouhanteriñ d'ar just

1732
Daveenn : GReg pg diviser (en deux parties égales)

daouhanteriñ

1732
Daveenn : GReg pg coupper (en deux)

daouhanteret

1850
Daveenn : GON.II pg daou (-hañtéra)

ret eo daouhanterañ ar madoù

1850
Daveenn : GON.II pg daou (-hañtéra)

daouhanterañ

1850
Daveenn : GON.II pg daou (-hañtéra), hañtéra, méa

Dek soudard, o c’hontet mat em eus, a dro beg o fuzulioù war-zu ennañ ; krediñ a raen edont o vont d’e zrailhañ... ha va c’halon a zaouhantere etre ar spont hag al levenez !...

1877
Daveenn : EKG.I. p.186

Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezhi o treiñ neuz : daouhanteriñ a reas evel ur graoñenn hag e teuas er-maez anezhi un den yaouank mentek, blev lugernus dezhañ, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.

1923
Daveenn : SKET p.111

Tapet em boa krog en dorzh vara a oa er plad en va c'hichen ha daouhanteriñ anezhi

2013
Daveenn : YUDAL p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial