Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stn. (db. ar boued) Zo ur meskaj daou dra oc'h ober anezhañ. Bara daouhanter : bara graet diwar ur meskaj segal ha gwinizh bet hadet hag eostet en hevelep parkad. 2. Doar. A zaouhanterer. Ar c'holl a vez daouhanter. Kement tra o doa a oa daouhanter etre ar beorien hag i. & Trl. Bezañ, en em lakaat daouhanter gant ub. : rannañ gantañ en un doare kevatal evit a sell ar berc'henniezh, an atebegezh, an dispignoù, ar gounidoù. Daouhanter int gant o mestr evit eost an douaroù a labouront. En em lakaat a reas daouhanter ganti. & Tr. ag. War zaouhanter : a ranner en un doare kevatal evit a sell ar berc'henniezh, an atebegezh, an dispignoù, ar gounidoù. Al labour zo war zaouhanter. Lakaet e vo pep tra war zaouhanter, ar gounidoù hag an dispignoù. 3. Ober udb. daouhanter : en ur veskañ an eil danvez gant egile en un doare kevatal. Ober krampouezh gant bleud ed-du ha gwinizh daouhanter.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

daouhanter

1499
Daveenn : LVBCA p50 (my-party en robe ou parti en deux)

daouhanter

1850
Daveenn : GON.II pg daou-hañter (De moitié. Qui se partage en deux. Mitoyen, qui sépare, qui est entre deux), hañtérek

Daouhanter e vezimp, mar kirit.

1850
Daveenn : GON.II pg daou-hañter (Nous serons de moitié, si vous voulez).

Ur voger daouhanter eo.

1850
Daveenn : GON.II pg daou-hañter (C'est un mur mitoyen).

hanterek

1850
Daveenn : GON.II pg daou-hañter (En Van., on se sert de "hañtérek", dans ce dernier sens [Mitoyen, qui sépare, qui est entre deux]).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial