1. Bet rannet e daou damm peuzheñvel a-fet ment.
Un tamm koad daouhanteret.
2. (db. an tachennoù)
A weler sklaer ez eus div lodenn dispartiet ouzh e ober.
Daouhanteret e oa bet ar porzh-c'hoari, un tu d'ar re vras, un tu d'ar re vihan.
HS. rannet.
3. Dre skeud. (db. ar galon)
Glac'haret-bras.
Ur galon daouhanteret. Kalon an Aotrou zo daouhanteret gant an nec'hañs.
HS. rannet.