gourruzell an Hanternoz
balum-an Hanternoz
mont lark war-du an hanternoz
An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !
Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?
E Kopenhagen, kerkoulz hag e kêrbenn broioù all an Hanternoz, e reas ar c’homiser reiñ da bep den evit netra toupennoù ruz evit ar boned, hag ur bern lietennoù a bep seurt liv, melen, gwenn, ruz, glas, ha me oar, ha warno anv hol lestr e lizherennoù aour.
Goude gouelioù Meksiko, e skojomp war[-]du an hanternoz hag un deiz bennak en em gavjomp dirak aber ar Mississipi [sic, Mississippi], roue an holl stêrioù.
Ha ni d’ar red da borzh-hent-houarn an Hanternoz da c’houzout penaos ha petra.
Setu an abeg ma 'z eo tost da hanternoz pa lakomp hon treid war an douar, goude bezañ graet anaoudegezh gant implijidi hor c'hevredad, a oa eno evit pred : pemp e oant o tegouezhout, daoust ma ne oamp nemet pevar o kuitaat Bourdel : tri douarour (me en o zouez) hag ur menteour.
Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell.
Kalz hiroc'h eo an tu kreisteiz dezhi eget an tu hanternoz.
Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.
Darempredoù a zo bet a-viskoazh etre an Henc'hresianed ha pobloù an Hanternoz pe ar Gwalarn - Kelted pe C'hermaned - gras da genwerzh ar staen hag ar goularz da gentañ, ha, pell-pell goude, gras d'an darempredoù stank a veze etre Impalaeriezh Bizañs hag ar Skandinaved, anvet Rus pe Varegiz, darn anezhe o servijañ evel gopr-soudarded e Konstantinopoulis.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hanternozel