1. Doare da skrivañ gerioù ur yezh degemeret evel an hini reizh d'ar mare.
Doare-skrivañ yezhoù zo a glot mat gant o distagadur.
HS. reizhskrivadur.
2. Reizhiad arouezennoù a reer ganti evit skrivañ ar gerioù.
Doareoù-skrivañ soniadel.
3. Doare da skrivañ ur yezh dibar d'ur mare eus he istor pe implijet gant ur skrivagner.
Doare-skrivañ ar c'hrennvrezhoneg.
Référence :
GON.II.HV
pg doaré-skrîva (Style, la manière de composer, d'écrire, de peindre nos idées par le discours).
Un doare-skrivañ digempenn en deus.
Eunn doaré-skrîva digempenn en deûz.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg doaré-skrîva (Il a un style simple).
Un doare-skrivañ diginkl en deus.
Eunn doaré-skrîva digiñkl en deûz.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg doaré-skrîva (Il a un style simple).
"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"
"Evit ar pez a zell oc'h an doare skriva, eme-z-han c'hoaz, great am euz evel ma kariz, o veza n'eo ket deuet c'hoaz a-benn da c'honit war ar re all ann hini gwella, me lavar hini ann aotrou Ar Gonidek."
1867
Référence :
MGK
Rakskrid IX
a-c'houdevezh eo deuet da c'hounit doare-skrivañ ar Gonideg, ha n'eus mui bremañ nemet an dud kozh pe hep reizh hag a skriv en un doare disheñvel
a c'houdevez eo deuet da c'honit doare skriva Ar Gonidek, ha n'euz mui bremañ nemed ann dud koz pe heb reiz hag a skriv enn eunn doare dishenvel