Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare da skrivañ gerioù ur yezh degemeret evel an hini reizh d'ar mare. Doare-skrivañ yezhoù zo a glot mat gant o distagadur. HS. reizhskrivadur. 2. Reizhiad arouezennoù a reer ganti evit skrivañ ar gerioù. Doareoù-skrivañ soniadel. 3. Doare da skrivañ ur yezh dibar d'ur mare eus he istor pe implijet gant ur skrivagner. Doare-skrivañ ar c'hrennvrezhoneg.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

doare-skrivañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg doaré-skrîva

un doare-skrivañ digempenn en deus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg doaré-skrîva

un doare-skrivañ diginkl en deus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg doaré-skrîva

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

a-c'houdevezh eo deuet da c'hounit doare-skrivañ ar Gonideg, ha n'eus mui bremañ nemet an dud kozh pe hep reizh hag a skriv en un doare disheñvel

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial