skrivet
E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.
Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin, eus ar re a implij Adriani ivez evit notenniñ ar prenadennoù a zo da ober, tennañ a ra ur follenn dioutañ, skrivañ un niverenn warni hag he reiñ din.
An eil re [skeudennoù] war-lerc'h ar re all a vo evel rannoù un teulfilm skrivet ha savet war-eeun ganeoc'h...
D'ar gwashañ e vo skrivet war ar giton anv an embregerezh tizhet.
Skrivet eo al lizher gant lizherennoù ront stummet brav.
Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skrivañ