Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Engravañ ur skrid (war udb.). Anvioù ar re varv a voe enskrivet war ur blakenn. DHS. moullañ. 2. Enskrivañ ub. : lakaat e anv war ur roll. An impalaer roman a c'hourc'hemennas enskrivañ holl dud an Douar. DHS. enrollañ. II. V. em. En em enskrivañ : lakaat e anv en un ensavadur bnk., evit kemer perzh en un obererezh bnk., h.a. En em enskrivañ er Skol-Veur, en ur redadeg, h.a. DHS. (en em) enrollañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

enskrivañ

1923
Daveenn : SKET p.175, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inscrire".

enskrivañ

1924
Daveenn : SKET.II p.127 « Geriadurig », "Inscrire".

Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Pouezus eo ar re-mañ [poentoù a eil renk] memestra hag arouezius -un emgav ofisiel gant ar maer da skouer- pe fetis -lakaat ur raktres a stourmit outañ e goursez, pe enskrivañ anezhañ war roll-labour ar c'huzul-kêr, ar pezh ne vefe ket bet graet ma ne vefec'h ket bet aze- e c'hallont bezañ.

2015
Daveenn : DISENT p140

P'emaomp ganti, ne vez ket enskrivet kement felladenn e roll al lez-varn, ha posupl-tre eo marc'hata an dra-se da vare ar breutadur.

2015
Daveenn : DISENT p173

Hiroc'h-hirañ eo roll ar felladennoù enskrivet e-barzh kod ar c'hastizoù, kaletoc'h-kaletañ ar c'hastizoù o-unan hervez kont, ha gwashoc'h-gwashañ ar mod ma vez bac'het ar brizonidi (dispartiet diouzh an dud all, gant kudennoù naetadurezh, feulster, psikatriezh).

2015
Daveenn : DISENT p154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial