Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. [1985] Skrivañ (udb.) en-dro. Re a fazioù ac'h eus graet ez lizher, ret e vo dit adskrivañ. [1954] Gant ar badaouet ma ’z oa dirak ar seurt burzhud, fellout a reas dezhañ adskrivañ eus e wellañ va… oberennoù, ha ken kaer ha lizherennoù moulet e oa skritur ar boued ar groug-se. [1985] Adskrivet em boa, evit kas da Walarn, ur skrid hag a oa bet savet ganin p'edon e Breizh. 2. Skrivañ (udb.) diwar ur skrid all. Emañ oc'h adskrivañ ar gentel n'en deus ket gallet pleustriñ. HS. adkopiañ, eilskrivañ. II. V.k.d. ADSKRIVAÑ DA (UB.) : respont dezhañ dre skrid.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Gant ar badaouet ma ’z oa dirak ar seurt burzhud, fellout a reas dezhañ adskrivañ eus e wellañ va… oberennoù, ha ken kaer ha lizherennoù moulet e oa skritur ar boued ar groug-se.

1954
Daveenn : VAZA p.180

E-pad ur pennad amzer vak am boa bet p'edon er c'hap Esteiras em boa adskrivet, evit kas da Walarn, ur skrid hag a oa bet savet ganin p'edon e Breizh, hag anvet ganin "Nedeleg an Hañv".

1985
Daveenn : DGBD p116

Ofis publik ar brezhoneg