barv
barv
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
barv
barv
Cavalier en doa anvet din ma c'henseurted taol : e penn da grec'h, hag eñ evel rener, e oa an aotrou Jañ Gwilhoù, komis-noter, ul Leoniad korfet-kaer, ur barv hir ha puilh en-dro d'e elgezh ha d'e c'houzoug ; an aotrou Jañ-Loeiz Herve, komis-perseptor ; an aotrou Maillard, komis-burev ; an aotrounez Abalea hag Aofred, eilvistri-skol.
Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Dont a ra da soñj din evelkent e veze techet ar grennarded d’ober goap diouzh ar re a zouge an disterañ bouchig barv ouzh o groñch, ha redek a raent war o seulioù en ur vlejal : Bê, bê, bêêê ! evel p’o divije bet d’ober gant girvi.
Met war a gredan ne oa ar c’hleñved-se nemet un digarez, hag e gwirionez ne felle ket d’hon Aotrou aberzhiñ e varv gwenn-erc’h evit ober plijadur da lamponed New-York.
Da gentañ, den nemetañ ne blede na gant e varv na gant e vlev a dape dezhañ betek e zivskoaz ; ober a rae dezho un tammig divegañ ur wech ar bloaz war-dro Nedeleg.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
Navo! Na lip, soav neñv, va barvioù gwidilet gludennek - a'm genaouioù, gwidennadoù mergl gell-foer eo a ziver.
Ul lunedoù moan o moull zo war e fri hag ur barv glas fonnus en deus.
Mots précédents
Mots suivants
barveg