1. (db. an dud)
Barv dezhañ.
Un den barvek. N'eo ket gwall varvek : n'en deus ket kalz a varv.
2. (db. an traoù)
Dezhañ neudennoù reut heñvel ouzh re ur barv.
Gwinizh barvek.
Référence :
GON.II
pg barvek (Barbu, qui a de la barbe. Celui qui a beaucoup de barbe).
barvek
barouek
1850
Référence :
GON.II
pg barouek (voyez "barvek"), pg barvek (Barbu, qui a de la barbe. Celui qui a beaucoup de barbe. Hors de Léon "barouek").
Gwall varvek eo evit un den yaouank.
Gwall varvek eo évid eunn dén iaouañk.
1850
Référence :
GON.II
pg barvek (Il est fort barbu pour un jeune homme).
« Ar fallañ loen a zo reunek, / Hag en oad-mañ kalz a c'hrwagez / Zo ret dezho derc'hel bragez, / Dre gaout ezhec'h zo re varvek. »
» Ar falla loen a zo reunek, / » Hag enn oad-man kalz a c'hragez / » Zo red d'ezho derc'hel bragez, / » Dre gaout ezec'h zo re varvek. »
1867
Référence :
MGK
p131
Ur verc'h barvek, rok ha figus, / Mar timez, ne vo gwreg eürus.
Eur verc'h barvek, rok ha figuz, / Mar timez, ne vo grek euruz.
1867
Référence :
MGK
p55
Gwenn ar c’hroc’hen anezho, barvek o elgezh ha tri liv war ar blev en o fenn : ruz blev un darn, melen blev un eil darn, du rodellek blev ar re-all (5).
Gwenn ar c’hroc’hen anezo, barvek o elgez ha tri liou war ar bleo en o fenn : ruz bleo eun darn, melen bleo eun eil darn, du rodellek bleo ar re-all (5).
1924
Référence :
SKET.II
p.65
Tremenet gante Tremel, Lann ar Manac’h, o pignal gra sonn Plounerin, hag int o welet, e-touez ar vein, ar brug hag al lann orodet, ur boc’h, ur boc’h barvek ha korniek.
Tremenet gante Tremel, Lann ar Manac’h, o pignal gra sounn Plounerin, hag int o welet, e-touez ar vein, ar brug hag al lann orodet (1), eur boc’h, eur boc’h barvek ha korniek.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.949 (Mae 1924)
Ha ne oa kabiten war aodoù Bro-C’hall ha Bro-Saoz, pa deue gant e c’hober da Doull-ar-C’hirri da gargañ gwinizh pe gerc’h, ha na vije laouen, pa vije fall an amzer anezhi, o welet penn barvek Saig Jelvest o leviat e c’hober.
Ha ne oa kabiten war ôchou Bro-C’hall ha Bro-Zaoz, pa deue gant e c’hober da Doull-ar-C’hirri da garga gwiniz pe gerc’h, ha na vije laouen, pa vije fall an amzer anei, o welet penn barvek Saïg Jelvest o leviat e c’hober.