Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. Fetis A. 1. Eeun. Un hent reizh. Koad reizh. & Avel reizh : a c'hwezh eeun-hag-eeun. 2. (db. an ardivinkoù, an ijinennoù) A ya mat en-dro. Reizh eo ma c'harr bremañ. Buanoc'h ez an gant ma marc'h-houarn, pa vez reizh da vihanañ. 3. (db. an traezoù) A zegouezh evit seveniñ ober pe ober. N'eo ket reizh toull an alc'hwez. 4. (db. mouezh an dud) Zo diouzh an doare a zegouezh evit kanañ an notennoù sonerezh. Reizhik-mat eo e vouezh. B. 1. (db. ar mor) Sioul. Reizh eo ar mor. & Trl. Ar mor zo reizh evel un oan : reizh-kenañ. 2. [1659] (db. an dud, al loened) Sioul, habask, sentus, fur. Hennezh eo ar reishañ eus an dud. Ur gazeg, ur vuoc'h reizh. Reishoc'h e vez ar c'hezeg pa vezont spazhet. & Bezañ reizh diouzh al labour : kaout pasianted d'ober e labour. 3. Dre ast. Ur plac'h reizh : ur plac'h a c'hall ar baotred mont aes ganti. HS. sentus. C. (db. an dud) 1. Boazet d'ober tra pe dra. Un den reizh da evañ. 2. [1699, 1732] Prest, pare d'ober tra pe dra. II. Doar./Stn. A. (db. an dud) 1. (db. anien, emzalc'h an dud) A vev, en em zalc'h diouzh kelennadurezh ur relijion, ur vuhezegezh bnk. Setu un den reizh hag eeun, un den reizh a galon. Bez' e oa un den reizh-meurbet hag a blije dezhañ an urzh vat. 2. Zo mat, dereat e emzalc'h, a seven e zleadoù e-keñver ar re all. Bezañ reizh ouzh an dud. 3. Gwirion, zo un diazez dezhañ e-keñver lezenn. Ur pried reizh. 4. Bezañ reizh war udb., bezañ reizh d'ober udb. : bezañ barrek d'ober an dra-se difazi. Bezañ reizh war ar brezhoneg : komz brezhoneg difazi. Bezañ reizh war ur son : bezañ barrek d'he c'hanañ difazi. Bezañ reizh war e gontoù. : bezañ gouest d'ober war o zro hep faziañ. Bezañ reizh war e labour. Bezañ reizh da ganañ, da zañsal. B. (db. oberoù an dud) 1. Zo diouzh kelennadurezh ur relijion, ur vuhezegezh bnk. Fall e oa e oberoù-eñ tra ma oa reizh re e vreur. 2. [1985] Zo diouzh an dleadoù a zegouezh d'unan seveniñ, pe a rank unan seveniñ, e-keñver den pe zen, tra pe dra, labour pe labour. [1985] E-kichenik Sibang eo e krogis gant al labour reizh d'ar Merc'her unnek a viz Eost. Reizh eo e sentfe ar vugale ouzh o zud. 3. Dezhañ diazezoù dereat, poellek hervez ar pezh a zegemerer e kevredigezh pe gevredigezh. Mennozhioù reizh. Ur goulenn reizh. Reizh eo an dispac'h-se. 4. Zo un diazez dezhañ hervez al lezenn, ar boazioù. N'eus ket reishoc'h na sonnoc'h tiegezh eget an hini zo gwriziennet er vro a rummad da rummad. 5. (en e zerez-uhelañ) Reishañ, ar reishañ : ar gwellañ, ar c'hlokañ e-keñver ar pal zo da dizhout, an ezhomm zo da vastañ dezhañ. Se eo ar reishañ tra a vefe, hennezh eo ar reishañ : ar gwellañ, ar c'hlokañ tra a vefe, zo d'ober. & Trl. (dirak un av.) Reishañ zo : ar gwellañ, ar c'hlokañ tra zo d'ober. Reishañ zo eo mont betek ma zi diouzhtu. 6. Trl. Na c'houzout anv reizh ebet d'ub., d'udb. : na c'houzout petra eo e anv. 7. (db. pennadoù labour ar skolidi, ar studierien) Difazi. Ur boelladenn reizh.

Exemples historiques : 
57
Masquer la liste des exemples

an dra-se zo reizh

1659
Référence : LDJM.1 pg (an dra se zo) reiz

gourc'hemennoù reizh

1659
Référence : LDJM.1 pg (gourc'hemenou) reiz

reizh

1659
Référence : LDJM.1 pg aise (facile), aisement, apertement, clair, crodial [sic], courtois, facile, pacifique

reizh diouzh ar brezel

1699
Référence : Har. pg an, brezel, diouzh, reizh (aguerri)

an dud a iliz a vefe reizh

1732
Référence : GReg (le) clergé (regulier, tous les Ecclesisatiques qui vivent dans les cloîtres, dans l'observance des voeux solennels de Religion)

aznaout reizh

1732
Référence : GReg pg connoître (Connoître clairement.)

lakaat reizh

1732
Référence : GReg pg discipliner (instruire, régler)

reizh diouzh ar brezel

1732
Référence : GReg pg aguerri

an dek gourc'hemenn reizh

1732
Référence : GReg pg commandements

Gwiskamanchoù ar Babed, an eskeb hag an abaded e reizh, pa ofisont.

1732
Référence : GReg pg habit (Les habits Pontificaux.)

reizh da ober

1732
Référence : GReg pg facile (aisé)

bevañ hep reizh

1732
Référence : GReg pg (vivre à la) debandade

lakaat reizh vat, urzh vad

1732
Référence : GReg pg discipliner (instruire, régler)

reizh

1732
Référence : GReg pg aisé, aisément, clair (aisé), clairement, claustral (ale)

hep reiz

1732
Référence : GReg pg debandade

reizh

1732
Référence : GReg pg clair (évident), clair (aisé), facile

reishoc'h

1732
Référence : GReg pg clair (évident)

reishañ

1732
Référence : GReg pg clair (évident)

reishoc'h

1732
Référence : GReg pg clair (aisé)

priol reizh

1732
Référence : GReg pg (prieur) claustral (qui n'est pas commendataire)

reishañ

1732
Référence : GReg pg clair (aisé)

prioled reizh

1732
Référence : GReg pg (prieur) claustral (qui n'est pas commendataire)

ar c'hloer reizh

1732
Référence : GReg (le) clergé (regulier, tous les Ecclesisatiques qui vivent dans les cloîtres, dans l'observance des voeux solennels de Religion)

ar c'hloer e reizh

1732
Référence : GReg (le) clergé (regulier, tous les Ecclesisatiques qui vivent dans les cloîtres, dans l'observance des voeux solennels de Religion)

ur vuhez reizh a gendalc'h ar yec'hed

1850
Référence : GON.II pg reiz

reizh

1850
Référence : GON.II pg reic'h, reiz

reizh

1850
Référence : GON.II pg reic'h, reiz

reizh-bras eo an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg reiz

reizh eo kement a ra

1850
Référence : GON.II pg reiz

an dra-se n'eo ket reizh da ober

1850
Référence : GON.II pg reiz

— « Petra raec'h-hu, 'mezañ, / E-pad ma oa hepdoc'h ken didrouz an ti-mañ ? / Da vezañ bremañ reizh[,] ha deut oc'h, m'er goulenn ? »

1867
Référence : MGK p75

Sevel kevredadoù gant ar broadoù estren a rejont ; o merc’hed aour-vlev a rojont d’ar wazed a ouenn estren ; en eskemm, e kemerjont o-unan, da briedoù reizh, c’hoarezed ha merc’hed ar re-se.

1923
Référence : SKET p.89

reizh

1923
Référence : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "a.g. légitime".

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Référence : SKET p.101

Sellout outañ a rejont, dilavar, o vamañ ouzh e vent kaer, ouzh kempouez reizh e holl izili, ouzh e gerc’hen gwenn ha nerzhek, ouzh sked e bennad-blev rodellaouek.

1924
Référence : SKET.II p.35

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh.

1924
Référence : SKET.II p.8-9

"reizh bevidigezh" [...] (ha "feur-emvevañ").

1924
Référence : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Régime de vie".

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Référence : SVBV p.15

den reizh

1931
Référence : VALL pg bien

balc'hder reizh

1931
Référence : VALL pg amour-propre (légitime)

skinkelc'h diabarzh ul lieskogneg reizh

1931
Référence : VALL pg apothème (d'un polygone régulier)

reizh

1931
Référence : VALL pg (de bon) aloi

korn reizh

1931
Référence : VALL pg angle (droit)

hep reizh na feiz

1931
Référence : VALL pg aveu

E Meurvor Habask ar C'hornog eo avat, emañ an darvoud en e varr, ar renkadenn reishañ hag ar veurdezusañ.

1943
Référence : TNKN p86

Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul.

1944
Référence : ATST p.44

"Rannvroadel" a vije bet ar ger reizh. Mes c'hoant hor boa kentoc'h da dostaat ouzh ar ster 'national'.

1944
Référence : EURW.1 p69

An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.

1944
Référence : ATST p.54

- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.

1949
Référence : SIZH p.53

Kent eo kiriek ar gredenn drist / Diwar-benn beli Vikel Krist / Ma kav n'eo mui ma c'hredenn reizh / Hag e trubardan ar wir Feiz.

1960
Référence : PETO p31

Na gendalc'h d'ober da benn kleiz / Me a rank kaout ur respont reizh.

1960
Référence : PETO p47

E-kichenik Sibang eo e krogis gant al labour reizh d'ar merc'her unnek a viz eost.

1985
Référence : DGBD p56

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

O renkañ a c'helljen evel-just e-touez an emlazhoù armerzhel met aze ez eus lec'h evit Bro-C'hres a-bezh ha ne gavan ket reizh lakaat anezhe mesk-ha-mesk gant ar yoc'h.

2015
Référence : EHPEA p29

N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.

2015
Référence : DISENT p66-67

N'eus nemet evel-se e c'hallo ar meno foran degemer evel traoù reizh hon taolioù disentus diwezhatoc'h.

2015
Référence : DISENT p71

Kuit da vezañ tapet fall, neuze, ez eo ret deoc'h labourat evit ma vefe sellet ouzh ho strollad evel unan reizh, ha ma c'hallfe ar mediaoù krediñ er pezh a lârit.

2015
Référence : DISENT p123

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux