Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

A. 1. Urzh vat, dereat en darempredoù etre an hiniennoù, ar strolladoù e diabarzh ur gevredigezh a ro tu dezhi da vont en-dro evel m'eo dleet. Ne vefe reizh ebet war an Douar ma rafe pep hini evel ma karfe. & Lezit-eñ ganin-me : me 'zegaso reizh, me 'lakay reizh, me 'gavo reizh ennañ : e gastizañ a rin betek m'en do un emzalc'h dereat. 2. Pennaenn a zleer bevañ, en em ren diouti, hervez kelennadurezh pe gelennadurezh. Reizhoù ar vuhez kristen. An dud-se n'o deus reizh ebet. & Trl. Kas e reizhoù da ub. : e nouenniñ. B. 1. (db. an dud, al loened) Hollad ar merkoù diforc'h, dezho ur perzh er gouennañ, a dalvez da lakaat kemm etre daou rummad disheñvel e-touez an dud, al loened. An div reizh den. An den a ziv reizh. [1923] [...] kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank [...]. HS. rev. 2. YEZHON. Rummenn yezhadur a zezverker ganti, e yezhoù zo, strolladoù termenoù o deus perzhioù heñvel ouzh re ar gerioù a dalvez d'ober anv eus ar bared, eus ar parezed ha, diouzh an dro, eus an traoù. Reizh ar gerioù. Div reizh zo e brezhoneg : ar reizh c'hourel hag ar reizh venel.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

Un den a zaou reizh a ra kalz a zroug er c’harter ma en em gev un seurt ampoezon.

1732
Référence : GReg pg hermaphrodite (Un hermaphrodite fait bien du degât.)

un den a zaou reizh

1732
Référence : GReg pg hermaphrodite (id ĕ, de deux ordres)

reizh an Aotrou sant Benead

1732
Référence : GReg pg (la regle de S.Benoît)

reizh

1732
Référence : GReg pg arrangement, discipline (instruction, gouvernement)

a aparchant oc'h ar reizh

1732
Référence : GReg pg claustral (ale)

reizh an Iliz

1732
Référence : GReg pg (la discipline) Ecclesiastique

un den a ziv reizh

1850
Référence : GON.II pg reiz

ret eo heuliañ ar reizh

1850
Référence : GON.II pg reiz

reizhoù

1850
Référence : GON.II pg reiz

reizhioù

1850
Référence : GON.II pg reiz

"reizh" gg.

1923
Référence : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "loi ; sexe".

An Hini eo na anavezer nag e reizh, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoazh ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwezh hag a reer anezhañ, pa na ouvezer anv a-hend-all, Guton « a beder », Uxamon pe Uxellimon « an uhelañ-holl », Bitumon « an holl-bad-dreist ».

1923
Référence : SKET p.27

Ar bagad-se a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emaon o paouez menegiñ, unanet dre lidoù d’o c’heneiled gant o c’herent e frankizennoù ar vro-Wenn, e deiz kentañ an nevez-amzer.

1923
Référence : SKET p.93-94

Bez’ e teuas eus koadoù ar Sav-heol un eil bagad. Renet e oa gant Momoros, mab Neutto, douaren Kavaros (2), roue ar vro-Wenn, hag e oa ouzh hen ober seizh mil den eus an eil reizh hag eben, da lavarout eo tri mil pemp kant a baotred ha tri mil pemp kant a blac’hed yaouank.

1923
Référence : SKET p.118

ober diouzh reizh an natur

1931
Référence : VALL pg agir (conformément à la Nature)

N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.

1960
Référence : PETO p79

Tostaat a rejont ouzh an tan, el lec'h ma oa staliet ar gador glet, ar reizhoù prientet d'ober te, war-hed dorn, ha sukr en dasenn zoken.

2012
Référence : DJHMH p. 75

Piv a c'hall embann war ar groaz emañ o stourm dizehan evit difenn an endro, ar peoc'h, an ingalded sokial hag hini ar reizhoù, mad al loened ha frankiz ar sevenadur?

2015
Référence : DISENT p45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux