1.
H.b.
A. Fetis
1. (db. an traoù)
Stad ma tle an dra-mañ-tra bezañ.
Emañ an traoù war o reizh : bez' ez int renket evel ma tleont bezañ. Lakaat an traoù war o reizh, en o reizh : o renkañ, o urzhiañ evel m'eo dleet.
Lakaat ar wirionez war he reizh : lakaat a-wel, evel m'eo dleet, un dra wir a oa bet distreset a-raok.
[1954] Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched.
2. (db. oberoù an dud)
Doare ma tleer ober an dra-mañ-tra.
Ober an traoù war o reizh : evel ma tleont bezañ graet.
B. Difetis
1. Hollad ar reolennoù a dalvez da urzhiañ an darempredoù etre an hiniennoù, ar strolladoù e diabarzh ur gevredigezh hag a ro tu dezhi mont en-dro.
Ober udb. diouzh reizh ha lezenn.
2. Dre ast.
Skiant a bled gant al lezennoù a dalvez da urzhiañ an darempredoù etre an hiniennoù, ar strolladoù e kevredigezh pe gevredigezh.
Ar reizh roman. Ur studier, un doktor war ar reizh.
HS. gwir (h.g.).
3. Dre ast.
Hollad al lezennoù a ren war buhez an dud, al loened.
Ober udb. diouzh reizh an natur : hervez e anien.
4. Gwirioù, aotrouniezh en deus ub. dre ul lezenn, ur boaz.
Emañ ar gwir hag ar reizh ganeoc'h. En em lakaat a reas ar venec'h dindan reizh un tad.
5. RELIJ.
Lezenn Doue.
An dek gourc'hemenn eus ar reizh.
&
Trl.
Tud hep feiz na reizh : tud na gredont ket ez eus un doue, na zoujont ket da lezenn Doue.
[1923] [T]ud hep feiz na reizh, kantreerien ar mor hag an doureier.
Référence :
GON.II
pg reiz (il a fait cela avec beaucoup d'ordre).
Kerzhout a reont diouzh reizh.
Kerzoud a réañd diouc'h reiz.
1850
Référence :
GON.II
pg reiz (ils marchaient de rang).
N'eus reizh ebet er gêr-mañ.
N'eûz reiz é-béd er géar-mañ.
1850
Référence :
GON.II
pg reiz (il n'y a aucune police dans cette ville).
Hervez ar reizh eo graet.
Hervez ar reiz eo gréat.
1850
Référence :
GON.II
pg reiz (il est fait d'après la loi).
Ret eo heuliañ o skrivañ ur reizh atav hevelep.
Réd eo heûlia ô skriva eûr reiz atô hévélep.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg reiz (il faut suivre en écrivant une méthode arrêtée).
reizh
reic'h
1850
Référence :
GON.II
pg reic'h (voyez "reiz"), pg reiz (règle. disposition. rang. arrangement. police. loi. raison. - méthode, ordre. règlement. statut. rubriques, règles pour l'office divin. HV. [...] "Reiz" s'emploie aussi pour sexe [...]. en Vannes, "reic'h").
reizh al labouradur
Reiz-al-labouradur
1850
Référence :
GON.II.HV
pg reiz-al-labouradur (agronomie, théorie de l'agriculture).
reizh kêr
reizker
1850
Référence :
GON.II.HV
pg reizker (police. à la lettre, loi de ville).
reizh stad
reiztâd
1850
Référence :
GON.II.HV
pg reiztâd (politique. à la lettre, "loi de l'état").
a-c'houdevezh eo deuet da c'hounit doare-skrivañ ar Gonideg, ha n'eus mui bremañ nemet an dud kozh pe hep reizh hag a skriv en un doare disheñvel
a c'houdevez eo deuet da c'honit doare skriva Ar Gonidek, ha n'euz mui bremañ nemed ann dud koz pe heb reiz hag a skriv enn eunn doare dishenvel
1867
Référence :
MGK
Rakskrid IX
Ne oa ket kennebeut e zoare skrivañ hervez ar reizh, na zoken atav hevelep, o vezañ e skrive ur ger ur wech en un doare bennak, ha goude-se en un doare all.
Ne oa ked kennebeud he zoare skriva hervez ar reiz, na zo-ken atao hevelep, o veza e skrive eur ger eur wech enn eunn doare-bennag, ha goude-ze enn eunn doare all.
1867
Référence :
MGK
Rakskrid VII
Piv a zesko d'an touseg, amprevan lous, hudur, / Bevañ hervez ar reizh, evel a ra ar fur, / Ha dibriñ hep kaout aon / Da vervel gant an naon ?
Piou a zesko d'ann tousek, amprevan louz, hudur, / Beva hervez ar reiz, evel a ra ar fur, / Ha dibri hep kaout aoun / Da vervel gant ann naoun ?
1867
Référence :
MGK
p.95
(1) Diwar-benn an ober gant ar yun evit rediañ hervez reizh ha lezenn, boaz kent an amzervezh kristen e-touez ar Gelted kozh hag ar pobloù ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.
(1) Diwar-benn an ober gand ar yun evit redia hervez reiz ha lezenn, boaz kent an amzervez kristen e-touez ar Gelted koz hag ar poblou ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.
1923
Référence :
SKET
p.37
Ar re-se eo ar madelezhioù a vez digaset d’he heul gant ur vuhez hervez ar Reizh roet gant an doueed. Estregeto a zo avat !
Ar re-ze eo ar madeleziou a vez digaset d’he heul gand eur vuhez hervez ar Reiz rôet gand an doueed. Estregeto a zo avat !
1923
Référence :
SKET
p.75
O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezho, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar broadoù anezhañ, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reizh, kantreerien ar mor hag an doureier.
O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezo, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar brôadou anezan, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reiz, kantreerien ar mor hag an doureier.
1923
Référence :
SKET
p.112
Rediañ hervez reizh ha lezenn
redia hervez reiz ha lezenn
1923
Référence :
SKET
p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Contraindre légalement".
"reizh" gg.
"reiz" gg.
1923
Référence :
SKET
p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "loi ; sexe".
An taolioù gwialenn, aotrou barner, roet hep abeg na reizh, a vez paeet, er bed-mañ pe er bed all.
An tôliou gwialenn, ôtrou barner, roet hep abeg na reiz, a ve paeet, er bed-man pe er bed all.
Vissurix a zeskas dezhañ an doueoniezh, ar steredoniezh hag an douaroniezh, an hudouriezh, ar spiswelouriezh hag ar vezegiezh, ar reizh, skiant ar vuhezegezh hag an danevellouriezh.
Vissurix a zeskas d’ezan an doueoniez, ar steredoniez hag an douaroniez, an hudouriez, ar spiswelouriez hag ar vezegiez, ar reiz, skiant ar vuhezegez hag an danevellouriez.
1924
Référence :
SKET.II
p.29
nerzh reizh
nerz-reiz
1931
Référence :
VALL
autorité (des lois, etc.)
reizh al lizherennoù
reiz al lizerennou
1931
Référence :
VALL
pg (ordre) alphabetique
hep reizh
hep reiz
1931
Référence :
VALL
pg asexué, asexuel
En trok a gement-se, an aotrou Cavalier a roje din kentelioù reizh. Graet ar marc'had.
En trok a gement-se, an Aotrou Cavalier a roje d'in kenteliou Reiz. Graet ar marc'had.
1944
Référence :
EURW.1
p78
Ali e vijen dit da chom amañ ganin e Karnoet da beurgas da benn da studi Reizh.
Ali e vijen d’it da chom amañ ganin e Karnoet da beurgas da benn da studi Reiz.
1944
Référence :
EURW.1
p.209
Doktor war [ar] Reizh e oa.
Doktor war-Reiz e oa.
1944
Référence :
EURW.1
p78
Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched.
1954
Référence :
VAZA
p.14-15
Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.
1955
Référence :
VBRU
p.2
Timat e c'hell reiñ dit da gont / Harperien wir Reizh ar Roue.
Timat e c'hell rei dit da gont / Harperien wir Reiz ar Roue.