hep reiz
Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
E Meurvor Habask ar C'hornog eo avat, emañ an darvoud en e varr, ar renkadenn reishañ hag ar veurdezusañ.
Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul.
An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.
- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.
E-kichenik Sibang eo e krogis gant al labour reizh d'ar merc'her unnek a viz eost.
A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.
O renkañ a c'helljen evel-just e-touez an emlazhoù armerzhel met aze ez eus lec'h evit Bro-C'hres a-bezh ha ne gavan ket reizh lakaat anezhe mesk-ha-mesk gant ar yoc'h.
N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.
N'eus nemet evel-se e c'hallo ar meno foran degemer evel traoù reizh hon taolioù disentus diwezhatoc'h.
Kuit da vezañ tapet fall, neuze, ez eo ret deoc'h labourat evit ma vefe sellet ouzh ho strollad evel unan reizh, ha ma c'hallfe ar mediaoù krediñ er pezh a lârit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
reizh