Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1985] Urzh. Lakaat reizhded en e diegezh. 2. [1732] Emglev, unvaniezh. Lakaat reizhded e-mesk an dud. II. 1. [1850, 2012] Perzh an traoù, an dud zo reizh en o emzalc'h, en o oberoù. Barn hervez ar reizhded. Hent eeun ar reizhded hag ar gwir. 2. Perzh udb. zo difazi. Reizhded ar yezh. 3. [1850, 2015] Perzh udb. a zleer seveniñ dre ma'z eo dereat, poellek e ober. Reizhded ur stourm. HS. reizhder.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

reizhded

1732
Daveenn : GReg pg facilité (maniere aisée dont on fait quelque chose), habitude (facilité de faire quelque chose)

reizhded

1732
Daveenn : GReg pg accord

reizhded

1732
Daveenn : GReg pg accord, droiture (probité, équité)

reizhded

1850
Daveenn : GON.II pg reizded, reizder (droiture, rectitude, justesse)

Lakaet en devoa urzh ha reizhded da ren, ha lakaet da greskiñ ur spered mont war-raok souezhus e-touez labourerien ar vro hag a oa taget gant unan eus ar sebezusañ kleñved nervennoù a zo er bed : an droug-kayak.

1985
Daveenn : DGBD p85

"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded.

2012
Daveenn : DJHMH p35

Rankout a ra an efedusted bezañ sujet ha bevennet-strizh gant ar reolennoù-bezañ dibleg-se pa n'eus nemete a zegasfe reizhted o stourm war-wel.

2015
Daveenn : DISENT p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial