E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
Hag al listri-samm ne reont nemet un tremen dirak kêr evit ma vije reizhet o faperoù hag abegoù maltouterezh, a-raok ober o c'harg donoc'h er pleg-mor, pe c'hoazh e bae ar Monda pe ivez en aber ar Mouni.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
reizhiad