Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'eo ket reizh, n'eo ket difazi. Ul levr dedennus eo daoust da galzik traoù direizh. Direizh e veze e zoare da skrivan, kalz fazioù a rae. Ur jedadenn direizh. 2. (db. ar sonerezh) N'eo ket reizh, n'eo ket heson. Notennoù direizh. 3. Yezhad. N'eo ket e berzhioù diouzh perzhioù ar pep brasañ eus re e rummad ; na zouj ket d'ar reolenn voas. Kemmadurioù direizh. Verboù direizh. 4. (db. an dud, o doare bevañ, o oberoù) Na zouj ket d'ar reolennoù degemeret reizh er gevredigezh-mañ-kevredigezh. Ur vuhez fall ha direizh. Bugale direizh ha disuj. Ar pezh ac'h eus graet zo direizh. 5. (db. al loened) N'eo ket sentus. Doñvaat kezeg direizh. 6. (db. an dud, o santadoù, o santadurioù) Divuzul, n'eo ket mestroniet. Ar vuanegezh zo ur froudenn direizh. Ur garantez direizh evit an arc'hant. Ur c'hoant direizh am galve da zistreiñ.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

direizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg debordé, demesuré, enorme, extrauagant

e pep langaj ez eus verboù direizh

1732
Daveenn : GReg pg anormal

direizh

1732
Daveenn : GReg pg anormal, atroce (énorme), debordé (debandé, déréglé), demesuré (ée), dereglé (non reglé), desordonné (ée, excessif, vicieux, libertin), énorme (Enorme, grief.), heteroclite (irregulier en fait de grammaire)

ur c'hoant direizh hag aznat da gaout un dra

1732
Daveenn : GReg pg affectation

verboù direizh

1732
Daveenn : GReg pg anormal

direishoc'h

1732
Daveenn : GReg pg atroce (Enorme, grief.)

direishañ

1732
Daveenn : GReg pg atroce, énorme (Enorme, grief.)

kunduiñ ur vuhez dizordren, direizh, dirollet, diboellet

1732
Daveenn : GReg pg (mener une vie) débordée

en ur feson divoder, direizh

1732
Daveenn : GReg pg demesurement (avec excès)

en ur feson direizh, dizordren

1732
Daveenn : GReg pg dereglement (desordre)

direizh

1732
Daveenn : GReg pg dereglé (non reglé)

ur vuhez dizordren, direizh, direol, direoliet

1732
Daveenn : GReg pg (une vie) dereglée

en ur feson dizordren, direizh

1732
Daveenn : GReg pg desordonnement

bras-direizh

1732
Daveenn : GReg pg enorme (demesurement grand)

ur pec'hed direizh

1732
Daveenn : GReg pg énorme (Un peché énorme.)

en ur feson direizh

1732
Daveenn : GReg pg énormément (demesurement)

direishañ

1732
Daveenn : GReg pg énorme (Enorme, grief.)

pec'hejoù direizh

1732
Daveenn : GReg pg énorme (Un peché énorme, p.)

direizh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diakéd, diakédus, direiz

ti direizh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tî (-direiz)

ar mizoù a zo direizh

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

n'eo ket direizh an dud yaouank er gêr-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

direizh e vije an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

ur vuhez direizh-bras eo

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

direizh

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

levraoua direizh, brizhlevraoua

1923
Daveenn : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bibliomanie".

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Daveenn : SKET p.66

balc'hder direizh

1931
Daveenn : VALL pg amour-propre (exagéré)

levraouerezh direizh

1931
Daveenn : VALL pg bibliomanie

direizh

1931
Daveenn : VALL pg anormal

youl enorioù direizh

1931
Daveenn : VALL pg ambition

An hini pennañ eus an diempradurioù a-linenn-se eo an hini en deus stummet Mulgul Brest gant donderioù amreizh eus -30 da -50 m.: foz ar Mulgul, direizh an dinaou anezhi, gant enepnaouiõù, ne c'hell ket bezañ displeget gant obererezh ar c'hrignerezh war an douar-bras hepken.

1943
Daveenn : TNKN p23

« Direizh eo ar paotrig, ne ra nemet disentiñ ha stourm ouzh e vamm. »

1960
Daveenn : PETO p87

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Daveenn : PETO p35

Setu ar paradoks brudet lakaet war wel gant Noam Chomsky : ken digempouez ha ken direizh eo ar mod m'eo ingalet ar pinvidigezhioù e demokratelezhioù ar marc'had evel en diktatourezhioù.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ar re [kazetennerien] all, anavezet evit bezañ enebourien direizh, a c'hallo bezañ "disoñjet", ha mat pell zo...

2015
Daveenn : DISENT p124

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Daveenn : DISENT p64

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Daveenn : DISENT p61

Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.

2015
Daveenn : DISENT p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial