seul ma teuas
seul vui ma
seul benn, seul veno
seul desketoc'h, seul furoc'h
seul vui
Seul vui hen anavezer, seul vuioc'h a gondonioù hag a gribennoù a zizoloer ennañ, en donvor koulz hag e-kichen an aod.
Hogen seul-uheloc'h an enor, seul-izeloc'h a dle bezañ ar galon.
– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfizout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven… Seul-guñvoc’h, seul-zañjerusoc’h ! Diwallit !
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
N’eus forzh, seul belloc’h ma kerzhen war-raok gant ar studi, seul niverusoc’h a levr am beze da gas ganin deiz ar prizioù.
Biskoazh em buhez n'on bet paotr an danvez-se ha seul vuioc'h ma strive ur c'helenner d'ober din intent un dra evel houmañ : 5x + 3 + 2x - 1 disheñvel diouzh 3x-2+12, petra 'fell deoc'h, seul nebeutoc'h e komprenen.
Diwar neuze e krogas da vesteodiñ… ya… skoet e vez gant an namm-se adal ma tegouezh dezhañ kejañ gant tud ne vez ket kustum diouto. Met gwelout a reot, Aotrou, seul dommoc’h en em rayo diouzhoc’h ha seul brimoc’h e tremeno dezhañ ; a-raok pep tra e tleen evelkent kemenn deoc’h e pe stad emañ va bugel paour, betegouzout na vefec’h souezhet gantañ ar wech kentañ.
Ha seul ma tostaemp, seul vuioc’h e sourre, e vouboue, e speunie hag e strake skiltroc’h-skiltr ar safar dizisrann a zo c’hwezh-dic’hwezh, alan ramzel ur gêr veur.
Falloc'h c'hoazh marteze e oa an hent, rak er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù a-dreuz hag a-hed evit reiñ un tamm font bennak dezho. Ha se ne oa ket eus ar c'hentañ evit gwinterelloù ar c'harr, anat eo, seul vui ma n'o devez ket ar vlenierien zu kalz a zoujañs evit ar mekanikoù a vez lakaet etre o daouarn ha ma lakaont tizh, par ma c'hallont, evel tud all.
Nann, Aotrou ; sed a vo va sturienn : seul amjestroc'h doare ul lec'h, seul nebeutoc'h a c'houlennoù a ran
Seul vuioc'h a gasoni, ar spont pe ar feulster a vo, seul diwezhatoc'h e teuy koulz ar marc'hata.
Seul izeloc'h orin sokial an dud tamallet diouzh hini ar barner, seul bounneroc'h ar c'hastizoù eta !
Seul vui ma n'a morse gwellwelerezh Adrianí en tu-hont d'ar "gant ma ne ve vo ket gwashoc'h."
Mots précédents
Mots suivants
seul