berr
e berr
berr
e berr
buhez verr
spered berr
berr
berroc'h
un termen berr
berr
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.
e berr
berr
ez verr
vogalenn verr
berr
dre verr
chom berr
Pelloc'h evelato e c'hellfe darn eus ar re verr mont, o vezañ ma 'z eo rouez ar sontadennoù en donderioù-se.
Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. »
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.
Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!
Ar voereb. — « Kendalc’hit ! » Job. — « Gant an istor ? » Ar voereb. — « Istor an teñzor. » Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.
E berr amzer, Job a dennas e choug eus al l[ê]renn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.
An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.
- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.
Ha kement-se a ro tu din da reiñ da c'houzout penaos e vezed gwisket evit ober al labour edomp o kas da benn : evit al labour e lakaemp peurvuiañ ur bragoù berr, o tennañ d'ar re a zo bet anavezet kalz ivez gant loened pe blant 'zo, e tougemp bodreoù lien tev (al lêr a vije aet da fall diouzhtu !); met ar pep pouezusañ evit bezañ en e aez a oa dougen boteier lien gant solioù kanab (un doare espadrilhoù o sevel uhel e doare golo mat an ufernioù); gant ar re-se e c'helled mont en dour kement ha ma kared peogwir e sile an dour er-maez goude dre wask an danvez, ha ne chome ket da saflikat er botoù.
E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.
Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.
Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.