Daoust ha na vane roud ebet eus ar gouli, tizhet ha bloñset e oa bet marteze an empenn, ha d’ar mestaol-se e tamalle darn meur a wallarouez e tro-spered an Impalaer, da skouer, e bleg da chom dalc’hmat war vordo, e si d’asantiñ gant an diwezhañ hini a roe dezhañ ali, hag er c’hontrol-bev, e ziskred war an holl dud, ha zoken ar re nesañ dezhañ.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
noazh-bev
Mots précédents
Mots suivants
bev