Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Kement zo buhez ennañ. Ar vevoniezh eo skiant ar bevien. An dud, ar plant, al loened, ar foue zo bevien. Ar bevien hag an traoù divuhez. Korf ur bev. 2. [1927] Den bev. & Trl. (db. ar priedoù) Lakaat e zanvez d'an diwezhañ bev : d'an hini eus an daou bried a chomo bev. II. H.g. A. 1. Buhez. Emaoc'h etre ho pev hag ho marv. & Tr. ar. [1927] E bev ub. : tra m'eo bev. Lezet eo he zi ganti en he bev. Em bev eo an ti din. & Trl. Sevel a varv da vev : dasorc'hiñ. 2. Stad, perzh kement zo bev. Ar bev hag ar marv. & [1877] [...] hag hini ac’hanoc’h ne d’ay e bev ac’halen. & Dre skeud. Ne'm eus ket ma bev gantañ : ne'm lez ket e peoc'h. B. 1. [1850] Gwiskad eus ar c'horf, dindan ar c'hroc'hen dh., zo kalz kizidikoc'h ouzh ar boan, ma red ar gwazhied, an nervennoù. Ur gouriz houarn a sanke en e gorf betek ar bev. Troc'het eo bet ar c'horn dindan o zreid betek ar bev. 2. Dre skeud. (db. bred an dud) Lec'h ar brasañ kizidigezh. Piket eo e galon betek ar bev. Tizhet eo bet ar paotr er bev. C. Badeziantoù. Ne veze galvet ar beleg nag evit ar bev nag evit ar marv.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Référence : Do. p11-13

ur spered bev

1732
Référence : GReg pg genie (Un genie vif.)

bev

1850
Référence : GON.II pg béô (Vif. Le vif. La partie vive. La chair vive).

Troc'het en deus e c'har betek ar bev.

1850
Référence : GON.II pg béô (Il s'est coupé la jambe jusqu'au vif).

Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h.

1867
Référence : MGK p97

Unan, unan hepken a rankan da gaout e bev, Andre ar Pontoù, an hini a zo bet didalvez a-walc’h evit va barn d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.144-145

Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.

1877
Référence : EKG.I. p.144

Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.

1877
Référence : EKG.I. p.235

Daou zervezh a-raok edo ganeomp-ni e Kergidu, ampart ha skañv e c’har, o klask ar re vac’hagnet, ha bremañ eo beziet e bev : Hag eñ a yoa drouklivet ! Truezus e oa sellet outañ !

1878
Référence : EKG.II p.52

te vezo devet e bev

1909
Référence : BROU p. 237

"kement bev a zo" [...] Ivez "tra vev", "bevenn", "bevadenn".

1924
Référence : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Tout être vivant".

bev

1924
Référence : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Être vivant".

kement bev a zo

1927
Référence : Geri.Ern pg bev

en e vev

1927
Référence : Geri.Ern pg bev

Ul levr brezhonek bennak ivez, bet d’ar Barzh en e vev.

1944
Référence : EURW.1 p.94

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux