I.
G.
1. Kement zo buhez ennañ.
Ar vevoniezh eo skiant ar bevien. An dud, ar plant, al loened, ar foue zo bevien. Ar bevien hag an traoù divuhez. Korf ur bev.
2. [1927] Den bev.
&
Trl. (db. ar priedoù)
Lakaat e zanvez d'an diwezhañ bev : d'an hini eus an daou bried a chomo bev.
II.
H.g.
A.
1. Buhez.
Emaoc'h etre ho pev hag ho marv.
&
Tr. ar.
[1927] E bev ub. : tra m'eo bev.
Lezet eo he zi ganti en he bev. Em bev eo an ti din.
&
Trl.
Sevel a varv da vev : dasorc'hiñ.
2. Stad, perzh kement zo bev.
Ar bev hag ar marv.
&
[1877] [...] hag hini ac’hanoc’h ne d’ay e bev ac’halen.
&
Dre skeud.
Ne'm eus ket ma bev gantañ : ne'm lez ket e peoc'h.
B.
1. [1850] Gwiskad eus ar c'horf, dindan ar c'hroc'hen dh., zo kalz kizidikoc'h ouzh ar boan, ma red ar gwazhied, an nervennoù.
Ur gouriz houarn a sanke en e gorf betek ar bev. Troc'het eo bet ar c'horn dindan o zreid betek ar bev.
2. Dre skeud. (db. bred an dud)
Lec'h ar brasañ kizidigezh.
Piket eo e galon betek ar bev. Tizhet eo bet ar paotr er bev.
C. Badeziantoù.
Ne veze galvet ar beleg nag evit ar bev nag evit ar marv.
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
M. Leveret-ên [ar c'hredo] e Brezonnec. Me gred e Doué an Tat Oll-galloudec, Croüer an ên hag an doüar. Hag e Iesus-Christ e Vap unic, hon Autrou. Pehiny so bet concevet eus ar Speret santel, ha ganet gant ar Verc'hes. En deus gouzanvet didan Ponç Pilat, so bet crucifiet, maro, ha sebeliet. So bet disquennet d'an iffern, ha resuscitet an trede deiz à doüez ar re varo. So pignet en eoûn, hag azézet / en tu dehou da Zoué an Tat Oll-galloudec. A hane e teui da varn ar beo hag ar maro.
1677
Daveenn :
Do.
p11-13
ur spered bev
ur spered beo
1732
Daveenn :
GReg
pg genie (Un genie vif.)
bev
béô
1850
Daveenn :
GON.II
pg béô (Vif. Le vif. La partie vive. La chair vive).
Troc'het en deus e c'har betek ar bev.
Trouc'hed en deûz hé c'hâr bétég ar béô.
1850
Daveenn :
GON.II
pg béô (Il s'est coupé la jambe jusqu'au vif).
Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h.
Krogou zo gant ar beo : ann ankou hag he falc'h / Ho doa poan o staga, o toulla da gaout dalc'h.
1867
Daveenn :
MGK
p97
Unan, unan hepken a rankan da gaout e bev, Andre ar Pontoù, an hini a zo bet didalvez a-walc’h evit va barn d’ar marv.
Unan, unan epken a rankan da gaout e beo, Andre ar Ponthou, an hini a zo bet didalvez avoualac’h evit va barn d’ar maro.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.144-145
Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.
Nann, nann. Lakaat a rign digas dign da Blouaret soudardet euz a Vengamp hag euz a Lannion, a Zant-Briek zoken, ma vez red ; ha neuze gantho, eun nosvez, pa c’houezimp e peleac’h e vezo ar chouanted, ni a ielo di, a gelc’ho an ti, hag e beo pe e maro e kouezint oll etre hon daouarn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.144
Me ne ran droug ebet deoc’h, ha ma esait ober droug din-me, a-barzh nebeut parrez Plougerne a zo war-sav, hag hini ac’hanoc’h ned ay e bev ac’halen.
Me ne ran droug ebed d’ehoc’h, ha ma esait ober droug d’in-me, abarz nebeut parrez Plougerne a zo var zao, hag hini ac’hanoc’h ne d’ai e beo ac’halenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.235
Daou zervezh a-raok edo ganeomp-ni e Kergidu, ampart ha skañv e c’har, o klask ar re vac’hagnet, ha bremañ eo beziet e bev : Hag eñ a yoa drouklivet ! Truezus e oa sellet outañ !
Daou zervez araok edo ganeomp-ni e Kergidu, ampart ha skaon he c’har, o klask ar re vac’hagnet, ha breman eo besiet e beo : Hag hen a ioa drouk-livet ! Truezuz oa sellet out-han !
1878
Daveenn :
EKG.II
p.52
te vezo devet e bev
te vezo dévet e beo
1909
Daveenn :
BROU
p. 237
"kement bev a zo" [...] Ivez "tra vev", "bevenn", "bevadenn".
"kement beo a zo" [...] Ivez "tra veo", "beoenn", "bevadenn".
1924
Daveenn :
SKET.II
p.118 « Geriadurig », "Tout être vivant".