1. Adv.
En un doare sioul-tre, a-benn chom hep bezañ klevet, gwelet gant an holl.
Pa ziskenn ar prezegenner e lezomp da vont kuzhmuz un huanadenn.
&
C'hoari kuzhmuz : komz, en em zelc'her en doare-se, hep diskouez ar pezh a soñjer.
Ar paotr a c'hoarie kuzhmuzik gant e zaoulagad kazh. Ne dalv ket ar boan c'hoari kuzh-ha-muz, c'hwi 'oar koulz ha me.
&
Etre kuzh-ha-muzh : en ur guzulikat.
« Eus ar c'hentañ, ma niz », emezañ etre kuzh-ha-muz da Raoul. « Hag hon dimezell ? », a c'houlennas ar paotr etre kuzh-ha-muz.
&
[1955] Dre guzh-ha-muzh : hep na vefe disklêriet.
[1955] Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, eveljust - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.
2. Stn.
Didrouz ha kuzh.
&
(en e furm vihanaat)
Trevell he gwaz war e labour a oa deuet da vezañ eviti ur c'hevezer kuzhmuzik.
HS. didrouz.
Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, evel-just - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.
Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, eveljust - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.