Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. En un doare sioul-tre, a-benn chom hep bezañ klevet, gwelet gant an holl. Pa ziskenn ar prezegenner e lezomp da vont kuzhmuz un huanadenn. & C'hoari kuzhmuz : komz, en em zelc'her en doare-se, hep diskouez ar pezh a soñjer. Ar paotr a c'hoarie kuzhmuzik gant e zaoulagad kazh. Ne dalv ket ar boan c'hoari kuzh-ha-muz, c'hwi 'oar koulz ha me. & Etre kuzh-ha-muzh : en ur guzulikat. « Eus ar c'hentañ, ma niz », emezañ etre kuzh-ha-muz da Raoul. « Hag hon dimezell ? », a c'houlennas ar paotr etre kuzh-ha-muz. & [1955] Dre guzh-ha-muzh : hep na vefe disklêriet. [1955] Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, eveljust - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet. 2. Stn. Didrouz ha kuzh. & (en e furm vihanaat) Trevell he gwaz war e labour a oa deuet da vezañ eviti ur c'hevezer kuzhmuzik. HS. didrouz.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, evel-just - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.

1955
Daveenn : VBRU p.37, notenn 1

Ofis publik ar brezhoneg