Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Ar. hag adv. I. Ar. 1. [1499, 1622, 1732, 1850, 1867, 1931, 1943] A-ENEP [DA] : ger a dalvez da verkañ an enebiñ (ouzh ub., udb.) [1622] Ofañsoù en deus graet a-enep Doue. [1622] Nag a-enep den falstesteni, gaou e-lec'h gwir ne liviri. [1732] Pardon jeneral a ro ar Roued eus an droug graet diaraok a-enep e lezennoù. [1850] A-enep al lezenn eo aet. Stourm a-enep ub. Ar c'hostezennoù a-enep ar gouarnamant. Komzoù a-enep ub. [1867] Klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved : mat evit pareañ diouzh ar c'hleñved. Ul louzaouenn a-enep ar preñved. Dilhad a-enep ar glav : na vezont ket treuzet gant ar glav. & [1732] Bezañ, mont, sevel a-enep (ub.) : enebiñ outañ. [1732] Bezañ, en em lakaat a-unan a-enep ur re. [1732] Sevel a-enep ur re bennak. [1732] Bez' edont holl a-unan a-enep dezhañ. Savet e oa a-enep e dud, en o enep. & Sevel gant ub. a-enep unan all, en em lakaat a-du gant ub. a-enep unan all. & Mont a-enep an dour, ar mor : a-enep red an dour, ar mor. & [1850] Ober udb. a-enep ub., a-enep e c'hrad (vat) : daoust dezhañ. [1850] A-enep an holl en deus graet kement-se. A-enep e c'hrad on deuet amañ. & Ober udb. a-enep grad ub. : a-enep e youl. A-enep e c'hrad on deuet amañ. & Ober udb. a-enep e galon, ar galon : daoust d'an-unan. & [1732] Mont a-enep e c'her : ober udb. a-enep ar pezh a zo bet lavaret, touet gantañ. & Ober udb. a-enep pep gwir : daoust d'an holl wirioù a zlefe mirout ouzh an dud ag e ober. & Trl. (db. tonkadur an dud) Treiñ a ra ar voul a-enep ub. : emañ en ur prantad droukverzh. 2. [1732, 1850] Kontrol (da). [1732] Yuzaz an treitour a oa ruz e vlev, ha du e var, ar pezh a zo a-enep natur. [1850] A-enep gwirionez. II. Adv. A. (gant ur v.) 1. [1850] Ger a dalvez da verkañ an enebiñ (ouzh ub., udb.). Atav e klaskont mont a-enep. Bez' e oa an avel a-enep. HS. enep. ES. a-du. & (db. ar gwikefreoù) Treiñ a-enep : a-enep e zurc'hadur reizh. 2. En tu kontrol. Ur falc'h troadet a-enep. B. Stn. Kontrol. Un testeni a-enep.

Exemples historiques : 
72
Masquer la liste des exemples

a-enep

1499
Référence : LVBCA p17 (encontre)

« [H]ogen ar verc'h yaouank-mañ, pe dre heni ez komps ar speret a Zoue, hevelep omp lakaet ganti en admirasion na gredomp ha na c'hellomp e nep feson lavaret tra erbet a-enep he doue Jezuz-Krist. »

1576
Référence : Cath p14

« Hanter-kant orateur az eus asamblet a-enep ur werc'hez ha prometet [az eus] dezhe madoù hag enoroù bras, mar oz devez ar viktoar. »

1576
Référence : Cath p13

Hogen hervez ar c'hronikoù, Maksentius en Rom ha Maksimius en Oriant a egzerse o ziranizi a-enep ar gristenien ha palamour d'an dra-se e seblant da ur re penaos dre zefot ar skriptored eo bezet lakaet Maksenti[us] e-lec'h Maksimi[us].

1576
Référence : Cath p27

Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.

1622
Référence : Do. p54

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Référence : Do. p34

7. Laerezh, na viret madoù den / Hep e volontez na gra ken. 8. Nag a-enep den falstesteni, / Gaou e-lec'h gwir ne liviri.

1622
Référence : Do. p28

D'an trede, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hedoù [sic, pec'hed] he deus graet 'enep Doue en deiz-se dre soñjezonoù, komzoù, euvroù, hag omisionoù, ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp mui sujed.

1677
Référence : GReg p55

M. Petra ez eo pec'hed ? D. Kement a leverer, a zezirer, pe a reer enep al Lezenn ha volontez Doue.

1677
Référence : Do. p35

bez' edont holl a-unan a-enep dezhañ

1732
Référence : GReg pg bander (ils étoient tous bandez contre lui)

Yuzaz an traitour a oa ruz e vlev, ha du e varv : ar pezh a zo a-enep natur

1732
Référence : GReg pg (le traitre Judas avoit les cheveux rouges, & la) barbe (noire)

falsentezoù, a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg calomnie

aet a-enep an diskenn eus an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau, pp.)

pardon jeneral a ro ar Roue eus an droug graet diaraok a-enep e lezennoù

1732
Référence : GReg pg amnistie

Ret eo griat kroc'hen al louarn ouc'h hini al leon. Ret eo em servijout eus ar furnezh kerkoulz hag eus an nerzh [a-]enep un adversour.

1732
Référence : GReg pg (il faut) coudre (la peau du renard avec celle du lion)

bezañ a-unan a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

bet a-unan a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

bem lakaat a-unan a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

em lakaet a-unan a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

sevel a-enep ur re bennak

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

savet a-enep ur re bennak

1732
Référence : GReg pg (se) bander (se liguer, se soulever contre quelqu'un)

a-enep

1732
Référence : GReg pg (à) contre sens (à rebours)

krim a-enep ar Roue

1732
Référence : GReg pg crime (de Lese-Majesté)

monet a-enep e c'her

1732
Référence : GReg pg (se) dédire

em ziskleriañ a-enep ur re

1732
Référence : GReg pg (se déclarer) ennemi (de quelqu'un)

monet a-enep an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau)

monet a-enep an diskenn eus an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau)

a-enep da'm meno

1732
Référence : GReg pg gré (Contre mon gré.)

holl o devoa em lakaet a-unan a-enep dezhañ

1732
Référence : GReg pg bander (ils étoient tous bandez contre lui)

An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.

1732
Référence : GReg pg gueux (Les gueux de Flandre.)

a-enep da

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions composées, "contre".

a-enep gwirionez

1850
Référence : GON.II pg énép, a-énep, éneb

Piv bennak en em gann a-enep e vro, hennezh a zo un den digalon.

1850
Référence : GON.II p.76 (Quiconque se bat contre sa patrie est un lâche).

Ne oa hini eus ar varnerien a-enep din.

1850
Référence : GON.II p.77

En em lekaet eo a-enep din.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il a pris parti contre moi".

Sevel a reont a-enep din.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Ils se déclarent contre moi".

a-enep va difenn int deuet

1850
Référence : GON.II pg difenn

A-enep e verz.

1850
Référence : GON.II pg berz (Contre sa défense).

a-enep an holl en deus graet kement-se

1850
Référence : GON.II pg énép, a-énep, éneb

a-enep al lezenn eo aet

1850
Référence : GON.II.HV pg moñt (-a-énep)

a-enep

1850
Référence : GON.II pg énép, a-énep, éneb

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù"

1867
Référence : MGK p24

— « Mont a raent, emezo, / Da glask pell ac'hano / Razhed all d'o harpañ a-enep ar c'hizhier. »

1867
Référence : MGK p117

Koulz ar re all ha ni ; m'hor beus skiant ha furnezh, / Ez eo, war gement-mañ, da bep hini diskouez : Ne dalv lavaret mad, mard a hon oberoù / Dre gement straed lous zo[,] a-enep d'hor c'homzoù.

1867
Référence : MGK p85

— « Arabat ! 'me re all, un tamm brav eo gwelloc'h, / Mont a-enep an dour, rak daoust ma'z eus dinaou, / Spered ur c'hrek atav a zalc'ho penn outañ ; / Evel-se eo bet graet, a-viskoazh ha bremañ / Da sevel he c'hribell 'enep ar gwellañ traoù. »

1867
Référence : MGK p143

Hag ouc’hpenn, pa c’hourc’hemenn Doue un dra hag an dud un dra all a-enep, e tleer sentiñ ouc’h Doue ha dilezer lezennoù an dud.

1877
Référence : EKG.I. p.11

Daou vloaz bennak a ioa oa bet harluet ar veleien gant tud deuet eus a-gostez Pariz, abalamour ma ne falveze ket dezho sentiñ ouc’h al lezennoù nevez : hogen, al lezennoù-se a ioa a-enep lezenn Doue, a-enep lezenn an Iliz, ha zoken a-enep lealded lezennoù ar bed.

1877
Référence : EKG.I. p.2

Ar veleien a-bezh en em savas a-enep urzhoù ken direol : kuitaat a rejont o farrezioù evel m’her lavarin deoc’h bremaik.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Doue a oar gwell egedomp ar pezh a zo ar gwellañ evit hor brasañ mad ; ret eo en anzav, n’eus forzh peger kriz e c’hellfe bezañ d’hor c’halon, n’eus forzh pegement e ve a-enep hor c’hoant hag hor faltazi.

1877
Référence : EKG.I. p.36

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.97-98

War an deiz, tud Perroz a rae van da vont da besketa pe da vezhina, hag atav, evit kaout tro da lezer o bagoù pe e [Traezhtraou], pe e [Traezhtrignel], ec’h en em gavent a-enep ar mare pa deuent en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Daoust ha ni, e koustiañs, dirak Doue, ha n'eo ket ret deomp difenn an dud vat-se a-enep pep drouk, a-enep pep den, nag e rankfemp evit-se en em lakaat war-var da goll hon-unan hor buhez ? Lavarit din.

1877
Référence : EKG.I. p.107-108

Pebezh den out-te, Prat, eme ar soudarded a-unan ! Setu amañ penaos e tlefe an holl ober da dud hag o deus kuitaet o bro evit dont d’o diwall a-enep falskredennoù ar veleien diskiant !

1877
Référence : EKG.I. p.223

An neb a yelo a-enep dezhañ, a yelo a-enep lezennoù ar c’houarnamant, hag a vezo barnet, gant ruster, evel un torfetour.

1877
Référence : EKG.I. p.236

Abalamour da se hepken e vije, a-barzh nebeut, en em savet a-bezh Breizh-Izel a-enep ar republik, pa deuas un dra all da lakaat, en un taol, an traoù e b[ili-]bann.

1877
Référence : EKG.I. p.259

— Kas daou ! Petra eo daou zen a-enep ar vandenn soudarded a zo e Berven ? — N’int ket kalz a dra ; mes evelato, ma vez lazhet an hini a zougo an tamm lian du, petra a refet ?

1878
Référence : EKG.II p.109-110

Er stêr ez i da guzh-heol hag e vagei a-enep d’ar red betek ar penn anezhi.

1924
Référence : SKET.II p.37

Ha Bilzig en em leuske da vont, a-enep urzh ha gourc’hemenn e vamm.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

A-enep neuz fall ar Sueved, Rev. des Et. anc. 1920, p. 106

1924
Référence : SKET.II p.67, Notenn 1

gwallgrogad a-enep

1931
Référence : VALL pg attentat

Goude ma ne vije ket diarvar an evezhiadennoù-se - ha n'int ket, e gwirionez - n'ez eus tra ebet evit bezañ, a priori, a-enep da seurt ledadoù-head kozh, o vezañ ma oa heñvel, emichañs, an hin a rene e-pad ar skornidigezhioù kentwürmek ouzh an hini a oa o ren e-pad ar skornidigezh würmek.

1943
Référence : TNKN p35

Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da vezañ unan Chouanted ha treiñ 'enep da Frañs e-lec'h difenn anezhi.

1944
Référence : EURW.1 p12

Ar vag a bigne d’al laez, bravik, bravik, a-enep tizh an dour.

1944
Référence : ATST p.96

Pêr Jafrenoù a oa unan eus ar re a savas a-enep ar Re C'hlas e 1792 : prizoniet e voe pell e Karaez.

1944
Référence : EURW.1 p9

Al lennerien a brene an div gazetenn, evit gwelout petra 'lavarent 'enep da henn-ha-henn, rak unan bennak a veze atav « e revr war ar plankon ».

1944
Référence : EURW.1 p84

Kevredigezh Celtia a gasas ul lizher digor da c'hournamant Frañs, e miz gwengolo 1902, evit sevel he mouez a-enep kelc'hlizher an aotrou Combes, ministr an Diabarzh, a zifenne ouzh ar velein prezeg brezhoneg hag ouzh ar vistri-skol gouzañv an disterañ ger brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.187

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Dre chouch ha sioul e vev er vro / Ha start e labour 'enep deoc'h. / Ne vez nep kristen war ho tro / Ha gant an naon timat ez eoc'h.

1960
Référence : PETO p30

Deoc'h-c'hwi da sevel ha da vrudañ dre ar mediaoù ul lid e-lec'h ma vo roet un trofe d'ar re o deus tapet ar maout -evel ma vez roet ar "Y'a bon awards" d'ar ouennelourien, pe ar "Big Brother awards" evit ar re az a a-enep frankiz ar mediaoù-.

2015
Référence : DISENT p56

Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...

2015
Référence : DISENT p57

Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.

2015
Référence : DISENT p156

N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.

2015
Référence : DISENT p87

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux