Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. A reer, a c'hoarvez ingal. Labourioù boas. 2. Bezañ boas d'ober udb. : e ober alies. Boas eo da zont amañ. N'on ket boas da ganañ. [1732] bezañ boas da bratikañ ar vertuz. [1878] [...] mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan. [1929] Ul laouenanig, un droc'hanig hag ur voc'hruzig a zeue alies d'hor gweladenniñ, rak boas oamp da deurel bruzun bara dezho, d'an evnedigoù drant-se. HS. akourset, doazh, kustum. 3. Ampart war udb. dre forzh pleustriñ warnañ. Bezañ boas ouzh, diouzh udb. Ne oa boas diouzh seurt labour ebet. HS. akourset, doazh, gourdon, kustum. 4. (db. an traoù) A reer gantañ, a implijer prl. Azezet e oa en he lec'h boas. [2015] Difenn a reomp neuze an doareoù boas da itrikañ ha da zornata ar strolladoù tud.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

boasañ

1732
Référence : GReg pg habitué

katolik bihan boas

1732
Référence : GReg pg (un) Catholique (à gros grains)

kristen bihan boas

1732
Référence : GReg pg Chrétien (à gros grains)

kristen bihan boas

1732
Référence : GReg pg (a) demi (chrétien)

bezañ boas da bratikañ ar vertuz

1732
Référence : GReg pg habitué (Etre habitué de pratiquer la vertu.)

boasoc'h

1732
Référence : GReg pg habitué

boas

1732
Référence : GReg pg habitué

boasañ

1732
Référence : GReg pg habitué

Boas eo da evañ gwin.

1850
Référence : GON.II pg boaz (Il est habitué à boire du vin).

boas

1850
Référence : GON.II pg boaz (Accoutumé. Habitué).

Tud Trelaouenan o doa roet deomp kement a yoa en o zi, evit gwir, mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan.

1878
Référence : EKG.II p.13

Dre-se, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareoù, tud ar gourenez profadoù dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezhiañ, boued, died hag un tan war enaou.

1923
Référence : SKET p.115

boas da, ouzh

1924
Référence : SKET.II p.118 « Geriadurig », "habitué à".

Antronoz hag eñ war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas.

1924
Référence : SKET.II p.22

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Référence : SKET.II p.58-59

boas

1927
Référence : GERI.Ern pg boas

Ul laouenanig, un droc'hanig hag ur voc'hruzig a zeue alies d'hor gweladenniñ, rak boas oamp da deurel bruzun bara dezho, d'an evnedigoù drant-se.

1929
Référence : SVBV p6

boas

1931
Référence : VALL pg accoutumer

Azezañ a reas ar breur Arturo, da c'hortoz, war ar skabell voas.

1949
Référence : SIZH p.65

Diouzh ardoù kamm an Nasion, Harpit start hor Relijion; Da vezañ drastet ez eo boas, Met trec'h adarre 'vo arc'hoazh.

1960
Référence : PETO p19

Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.

1985
Référence : DGBD p9

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile. Padal, pa zeu boas al lagad e tap krog e meur a vunudenn gemm.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Difenn a reomp neuze an doareoù boas da itrikañ ha da zornata ar strolladoù tud.

2015
Référence : DISENT p89

Ral-tre eo e vefe harzet an dorfedourien gwisket cheuc'h, an dud a vrein ar sistem, floderien an telloù, an hailhoned a batroned, ar re a druch gant gwir al labour, pennoù-bras ar mafia hag a zo boas da varc'hata, da sikour a-wechoù ha da arc'hantaouiñ gwech ha gwech all ar vuhez politikel hag an industriezh vras.

2015
Référence : DISENT p146

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Référence : EHPEA p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux