1. Arc'hen prenn a wisker da wareziñ an troad.
Sklokadenn botoù-koad.
&
Trl. kv.
Bout ken sot hag e votoù-koad : bezañ sot-mat.
&
Trl. skeud.
Hennezh en deus c'hoant da zastum ar bed-mañ en ur votez-koad :
fellout a ra dezhañ gounit kalz arc'hant en ur ober nebeut a amzer.
&
Mont e-barzh botoù-koad ha tout : ober udb. en un doare gros pe amparfal.
Aet eo botoù-koad ha tout e-barzh : lavaret en deus udb. ne oa ket dleet hep gouzout doare dezhañ.
Bremañ ez ez ennon botoù-koad ha tout : emaout oc'h ober goap ganin en un doare didruez ha dizamant ouzhin.
2. (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.)
Rumm botoù-koad.
Ur botoù-koad.
[1924] Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh [...].
Référence :
Har.
pg botoù, koad, lijet (sabots à femmes, des quels les talons sont plus menus)
botoù-koad
boutou-coat
1699
Référence :
Har.
pg botou
botoù-koad
boutou-koat
1850
Référence :
GON.II
pg prenn
botez-koad
botez-koat
1850
Référence :
GON.II
pg botez(-koat) (sabot, chaussure de bois).
botez-koad
botou-koat
1850
Référence :
GON.II
pg botez
Ha Jojo a-blom a daolas e droad kleiz war beg lost Pipi. E droad ? n’en devoa ket ankouaet moarvat e votez-koad er gêr, hag an tachoù-marc’h a oa enni ?
Ha Jojo a-blomm a dôlas e droad klei war beg lost Pipi. E droad ? n’an nevoa ket ankouaet marvad e voutez-koad er gêr, hag an tachou marc’h a oa enni ?
Saig a roas dezhañ ur borpant lien gouel eoliet, ur martolod ur bragoù ; Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh ; unan all a roas dezhañ ur c’hozh suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sterniet evel ur gwir [v]artolod.
Saïg a roas d’ean eur borpant lïen gouel eoliet, eur martolod eur bragou ; Izabel a brenas d’ean eur boutou-koad goloet hag a reas d’ean daou re lêrou stamm ha pitouilh ; unan all a roas d’ean eur c’hoz suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sternet evel eur gwir martolod.