Ur Santegad pe ur Roskoad bennak, a-wechoù, abalamour ma ne ouie ket en anaout, a roe dezhañ un tamm kozh botez-lêr bennak da wriat ha da aozañ, pa veze o vont a-biou da werzhañ, da Vontroulez, e artichaod, e ognon hag e gignen ; mes nebeut paeet e veze evit an tammoù labour dister-se, hag ar gwenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell.
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Tomm-poazh eo ivez, ken na zev an treid a-dreuz solioù ho potoù-lêr pa vezit o kerzhout.
Mots précédents
Mots suivants
botez-prenn