Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Arc'hen lêr a wisker da wareziñ an troad. Un aotrou botoù-lêr du en e dreid. Ne zresont ket botoù-lêr. Ur re votoù-lêr mat. [1954] Higennet e voe ivez ur pikol bleiz-mor, ha toullgofet an Aotrou, setu ma kavjod en e sac’h-boued div pe deir boest houarn gwenn hag ar pezh a vane eus ur votez-lêr. & (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.) Rumm botoù a seurt-se. Ur botoù-lêr dilezet. & Dre skeud. (db. an dud) Botez-lêr : gast.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

bouklañ e votoù-lêr

1732
Daveenn : GReg pg boucler (des souliers)

botez-lêr, botoù-lêr

1732
Daveenn : GReg pg femme (de mauvaise vie, femme adultere. Par metaph.)

ur re votoù-lêr

1850
Daveenn : GON.II pg ré (une paire de souliers).

botoù-lêr

1850
Daveenn : GON.II pg ler ou lezr (des souliers ; à la lettre "des chaussures de cuir").

Likit ho potoù-lêr.

1850
Daveenn : GON.II pg ler ou lezr (mettez vos souliers).

botoù-lêr

1850
Daveenn : GON.II pg botez(-ler) (soulier, chaussure de cuir).

botez-lêr

1850
Daveenn : GON.II pg botez

botez-lêr

1850
Daveenn : GON.II pg botez

Diereet eo ho potez-lêr.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diéréa ou diséréa et diéren ou diséren (votre soulier est délacé).

Er wenojenn, e-kichen an ti, e welis kalz roudoù tud, roudoù boteier-lêr, roudoù boteier-lêr-goad.

1878
Daveenn : EKG.II p.38

Ur Santegad pe ur Roskoad bennak, a-wechoù, abalamour ma ne ouie ket en anaout, a roe dezhañ un tamm kozh botez-lêr bennak da wriat ha da aozañ, pa veze o vont a-biou da werzhañ, da Vontroulez, e artichaod, e ognon hag e gignen ; mes nebeut paeet e veze evit an tammoù labour dister-se, hag ar gwenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell.

1878
Daveenn : EKG.II p.300-301

lakaet am [sic] eus ober ur re votoù-lêr

1909
Daveenn : BROU p. 390 (Lakaat signifie aussi commander)

Kavet [e] oa bet war ar pres ur botoù-lêr poultrennet, dilezet, bet gwechall da Varc’harid kozh, kalz re vras d’ar paotr : digaledet int bet gant al lardigenn, duet gant ar galc’hudenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ur paotr brav anezhañ, gwisket kaer e veze dalc’hmat, ha netra aesoc’h evitañ, rak nag ar gasketenn war e benn, nag an dilhad e[n]-dro dezhañ, nag ar botoù-lêr ker en e dreid, na moarvat roched pe gravatenn, netra ne gouste dezhañ lost ur gwenneg.

1954
Daveenn : VAZA p.176

Higennet e voe ivez ur pikol bleiz-mor, ha toullgofet an Aotrou, setu ma kavjod en e sac’h-boued div pe deir boest houarn gwenn hag ar pezh a vane eus ur votez-lêr.

1954
Daveenn : VAZA p.91

Tomm-poazh eo ivez, ken na zev an treid a-dreuz solioù ho potoù-lêr pa vezit o kerzhout.

1985
Daveenn : DGBD p16

Ofis publik ar brezhoneg