Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Arc'hen prenn a wisker da wareziñ an troad. Sklokadenn botoù-koad. & Trl. kv. Bout ken sot hag e votoù-koad : bezañ sot-mat. & Trl. skeud. Hennezh en deus c'hoant da zastum ar bed-mañ en ur votez-koad : fellout a ra dezhañ gounit kalz arc'hant en ur ober nebeut a amzer. & Mont e-barzh botoù-koad ha tout : ober udb. en un doare gros pe amparfal. Aet eo botoù-koad ha tout e-barzh : lavaret en deus udb. ne oa ket dleet hep gouzout doare dezhañ. Bremañ ez ez ennon botoù-koad ha tout : emaout oc'h ober goap ganin en un doare didruez ha dizamant ouzhin. 2. (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.) Rumm botoù-koad. Ur botoù-koad. [1924] Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh [...].

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

botoù-koad lijet

1699
Daveenn : Har. pg botoù, koad, lijet (sabots à femmes, des quels les talons sont plus menus)

botoù-koad

1699
Daveenn : Har. pg botou

botoù-koad

1850
Daveenn : GON.II pg prenn

botez-koad

1850
Daveenn : GON.II pg botez(-koat) (sabot, chaussure de bois).

botez-koad

1850
Daveenn : GON.II pg botez

Ha Jojo a-blom a daolas e droad kleiz war beg lost Pipi. E droad ? n’en devoa ket ankouaet moarvat e votez-koad er gêr, hag an tachoù-marc’h a oa enni ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Saig a roas dezhañ ur borpant lien gouel eoliet, ur martolod ur bragoù ; Izabel a brenas dezhañ ur botoù-koad goloet hag a reas dezhañ daou re leroù stamm ha pitouilh ; unan all a roas dezhañ ur c’hozh suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sterniet evel ur gwir [v]artolod.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

botoù-koad

1927
Daveenn : Geri.ern pg botaouer

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial