botez
boteier
botez
botez parigell
boteier
botez heuzek
Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.
« Hag eo bet kavet e vazh, e dog hag e votez kleiz war ribl ar stêr vras ? »
An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler [lêr] gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »
« C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul ["Sul"], gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »
« Ha, c’hoazh, e votoù sul [Sul] ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »
Ar c’hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c’hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p’edont o vont da glask ur vro all.
Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.
- A wir galon vat ! Mont a rin, sur... Ha mar deu pompinenn Eva war va zro, - yaouank e oa ivez ar breur Alano ; c'hwezek vloaz bennak, - gant gras Doue, ha va botez-me e menez kêr-vrammoù hounnezh...
Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall (1) ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete [war-vete] nebeut hag ul las botez.
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
Hemañ ne deo ket hepken troc'her pe ficher blevioù, met bez ez eo ouzhpenn marc'hadour dilhadoù, boteier gwenn, lunedeier, ha meur a dra all c'hoazh.
Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.
An div er pezh dirak a zo loeroù tev ha botoù du plat o seulioù en o zreid.
A-zehou din e welan ur bestal hag a ziskouez, e-lec'h dilhad pe boteier, kemennadennoù, liketennoù ha skritelloù.
Ma 'z pije graet da glufan, ma 'z pije lipet botoù un tammig, e vijes savet gant ar skeul c'hoazh, gant da berzhioù mat. Met te ne rez ket, setu perak e vaman ganit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
botez