I.
Fetis
1. (db. ar frouezh, al legumaj)
Fonnus an danvez anezhañ.
Bouedek eo ar c'haol-mañ. Per bouedek. Ed bouedek : zo furmet e greun.
2. Dre ast.
Magus.
3. Boued ennañ.
Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras hag avelek.
II.
Difetis, dre skeud. (db. ar skridoù, ar c'homzoù, h.a.)
Talvoudus an danvez anezhañ. Ar skrid n'eo ket hir ; met bouedek eo. Setu un tañva eus e brezegennoù bouedek. Ra vezo bouedek hol labour.
Référence :
GReg
pg grain (Le blé se forme en grain, ou le grain se forme dans le blé.)
bouedek
boëdecq
1732
Référence :
GReg
pg alimenteux
bouedek
boédek
1850
Référence :
GON.II
pg boédek, boéduz (Alimenteux, nourrissant. Qui sustente, qui nourrit beaucoup).
Ar fav hag ar piz a zo bouedek.
Ar fâ hag ar péz a zô boédek.
1850
Référence :
GON.II
pg boédek (Les fèves et les pois sont alimenteux, nourrissants).
bouedek
boedek
1927
Référence :
Geri.ern
pg boed
Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ
2013
Référence :
LLMM
Niv. 399, p. 7
Note d'étude
Stumm ar C'hatolikon "boedec larc" a oa skrivet en he doare orin "boeder larc". Gw. ar Menn a ginnig gwelet al lizherenn "r" evel ur vi-koukoug evit "c". S.o. LVBCA p40.