Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Fetis 1. (db. ar frouezh, al legumaj) Fonnus an danvez anezhañ. Bouedek eo ar c'haol-mañ. Per bouedek. Ed bouedek : zo furmet e greun. 2. Dre ast. Magus. 3. Boued ennañ. Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras hag avelek. II. Difetis, dre skeud. (db. ar skridoù, ar c'homzoù, h.a.) Talvoudus an danvez anezhañ. Ar skrid n'eo ket hir ; met bouedek eo. Setu un tañva eus e brezegennoù bouedek. Ra vezo bouedek hol labour.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

bouedek-lark

1499
Daveenn : LVBCA p40, 130 (large en viande)

bouedek

1499
Daveenn : LVBCA p40 (plain de viande)

bouedek

1732
Daveenn : GReg pg alimenteux

Bouedek eo an id.

1732
Daveenn : GReg pg grain (Le blé se forme en grain, ou le grain se forme dans le blé.)

bouedek

1732
Daveenn : GReg pg alimenteux

bouedek

1850
Daveenn : GON.II pg boédek, boéduz (Alimenteux, nourrissant. Qui sustente, qui nourrit beaucoup).

Ar fav hag ar piz a zo bouedek.

1850
Daveenn : GON.II pg boédek (Les fèves et les pois sont alimenteux, nourrissants).

bouedek

1927
Daveenn : Geri.ern pg boed

Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

Notennoù studi

Stumm ar C'hatolikon "boedec larc" a oa skrivet en he doare orin "boeder larc". Gw. ar Menn a ginnig gwelet al lizherenn "r" evel ur vi-koukoug evit "c". S.o. LVBCA p40.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial