Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Barrek-tre war ar pezh a oar. Ur geginerez touet eo hi. & Trl. Un azen touet eo : ne oar mann ebet. 2. Na cheñch ket mennozh, doare d'ober, h.a. Enebourien touet. Ur butuner touet. Ur mezvier touet. [1954] Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr. [1954] Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet. HS. daonet.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

le touet faos

1659
Référence : LDJM.1 pg pariure

Un hemolc’her touet e voe ouzhpenn.

1923
Référence : SKET p.54

touet

1931
Référence : VALL pg assermenté

Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.

1954
Référence : VAZA p.73-74

Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.

1954
Référence : VAZA p.56, notenn 1

Tud kriz e oant, debrerien gig-tud, taer evelato ; lieswregerien douet int ivez hag; er c'hontrol eus ar pobladoù all, ez int strizh koulskoude evit ar pezh a sell an darempredoù etre gwazed ha merc'hed.

1985
Référence : DGBD p73

Wensky, eus an Ohlauer husarded, anezhañ ur sportour touet hag ur mailh war ar steeplechase

2012
Référence : ADULT p. 140

Ur c'halz anezhe a ranken degas eus Alamagn, lakaet e gresianeg gant un troer touet.

2015
Référence : EHPEA p396

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux