1. Barrek-tre war ar pezh a oar.
Ur geginerez touet eo hi.
[1954] Dre se e kave din e oan ur bleiz-mor touet, diwallet da viken diouzh ar brizh-kleñved fentus ma reer dioutañ an droug-mor.
&
Trl.
Un azen touet eo : ne oar mann ebet.
2. Na cheñch ket mennozh, doare d'ober, h.a.
Enebourien touet. Ur butuner touet. Ur mezvier touet.
[1954] Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.
[1954] Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.
HS. daonet.
Dre-se e kave din e oan ur bleiz-mor touet, diwallet da viken diouzh ar brizhkleñved fentus ma reer dioutañ an droug-mor.
Dre se e kave din e oan ur bleiz-mor touet, diwallet da viken diouzh ar brizh-kleñved fentus ma reer dioutañ an droug-mor.
1954
Daveenn :
VAZA
p.87-88
Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.
Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.
1954
Daveenn :
VAZA
p.56, notenn 1
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardaj all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet-daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs-meurbet.
Met petra ’fell deoc’h, a-viskoazh e oa bet ar sifroù va enebourien touet : konterezh-kenwerzh, roll kaout ha dleout, kampi, diskont hag ur bern fardach all e giz-se ne oa d’am meno nemet kudennoù luziet daonet hag ouzhpenn-se displijus hag enoeüs meurbet.
1954
Daveenn :
VAZA
p.73-74
Tud kriz e oant, debrerien gig-tud, taer evelato ; lieswregerien douet int ivez hag; er c'hontrol eus ar pobladoù all, ez int strizh koulskoude evit ar pezh a sell an darempredoù etre gwazed ha merc'hed.
1985
Daveenn :
DGBD
p73
Wensky, eus an Ohlauer husarded, anezhañ ur sportour touet hag ur mailh war ar steeplechase
2012
Daveenn :
ADULT
p. 140
Ur c'halz anezhe a ranken degas eus Alamagn, lakaet e gresianeg gant un troer touet.